Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

An oabl don (4/4)

An oabl don (4/4)

13/04/2023

A-bep seurt stered a gaver en oabl don. Lod zo bras, lod zo bihan, evel hon noa lâret deoc'h ar sizhun baseet. Ha n'int ket stabil, ur steredenn n'hall ket chom e-giz-se evit ar wech tout ! Ur wech vo debret tout ar gaz zo e-barzh ar steredenn, honnezh cheñcho c'hoazh ! Ar giz-se a teu war-wel traoù droll a-walc'h, evel ur « supernova », ur « pulsar » pe c'hoazh un « toull du » ! Dominique Merrien zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard.


Ar galaksiennoù (1/4)

Ar galaksiennoù (1/4)

13/04/2023

Kozh-Noe eo ar galaksiennoù, met ne ra ket ken pell-se 'anveomp anezho. An hini kentañ 'neus gwelet ur galaskienn all a oa Edwin Hubble er bloavezhioù 1920, met hennezh 'noa ket komprenet diouzhtu petra oa. Met bremañ, kant vloaz goude, 'anveomp kalz muioc'h a draoù war ar galaksiennoù, ken omp bet gouest da gompren penaos int deuet war-wel. Dominique Merrien 'zo 'vont da gontañ tout an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.


An oabl don (1/4)

An oabl don (1/4)

13/04/2023

An « hollved tost » a vez lâret e brezhoneg deus sistem an heol, da lâret tout an traoù zo dedennet gant an Heol hag a zo o treiñ en-dro dezhañ. An « hollved pell », pe an « oabl don », a vez lâret deus tout an traoù zo pelloc'h c'hoazh, tout an objedoù all a gaver e-barzh Hent Sant-Jakez, dreist-holl ar stered all hag ar steredegoù. E'mm zo da ziwall memestra gant ar gomz « steredeg » (= constellation), peogwir ar steregoù zo traoù ha zo bet gwelet ha krouet gant an dud, ha n'int ket tamm ebet sistemoù stered ha vefe staget an eil re deus ar re all. Met memestra 'ranker goût ivez ne teu ket ar stered war-wel forzh pelec'h e-giz-se ! Dominique Merrien zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard.


Hent Sant-Jakez (5/5)

Hent Sant-Jakez (5/5)

13/04/2023

Hor galaksienn ne chom ket en he flas, nag ar galaksiennoù all. An dra-se zo kaoz emañ ar c'halaksienn Andromed o tont etramek Hent-Sant-Jakez. Ha n'eo ket dav deoc'h kavout an dra-se droll peogwir emañ an div c'halaksienn-mañ e-barzh un druilhad spered bras-spontus : Druilhad ar Werc'hez.


Hent Sant-Jakez (4/5)

Hent Sant-Jakez (4/5)

13/04/2023

En-dro da Hent Sant-Jakez zo gaz tomm hag un dra a vez graet « matiri du » deuzoutañ, « matière noire » e galleg. Met petra eo an dra-se ? Den ne oar. Ha traoù all a gaver c'hoazh e-barzh hor galaksienn, evel an druilhadoù stered. Dominique Merrien zo 'vont da lâret deomp petra eo an dra-se, asambles gant Benjamin Bouard.


Hent Sant-Jakez (1/5)

Hent Sant-Jakez (1/5)

13/04/2023

Deomp pelloc'h c'hoazh bremañ, deuet eo ar mare da guitaat sistem an heol da vont da veajiñ a-dreuz hor galaksienn. Hent-Sant-Jakez pe Karront-Sant-Jakez a vez lâret deuzouti e brezhoneg (brezhoneg Kerne atô), 'lec'h e galleg vez graet « Voie Lactée ». Ar re gozh gwechall-gozh o doa mizer a-walc'h o kompren petra oa an dra-se dre just ha bremañ c'hoazh zo moaien da vezañ sabaturet, estonet, gant an dra-se. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Hent Sant-Jakez (2/5)

Hent Sant-Jakez (2/5)

13/04/2023

Hent-Sant-Jakez zo ur galaksienn e-touez milieroù ha milieroù a c'halaksiennoù all. Lod zo tost a-walc'h deuzouti memes. Honnezh zo un tammig evel ur steredenn-vor ivez : pemp brec'h zo dezhi ha en e c'hreiz zo ur « vulbenn » e-giz vez lâret. Hag e-barzh pep brec'h vez kavet tier-poupigoù stered, e-lec'h ma teu ar stered war-wel. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Hent Sant-Jakez (3/5)

Hent Sant-Jakez (3/5)

13/04/2023

Pemp brec'h zo d'hor galaksienn, gant ur vulbenn en he c'hreiz. Tost a-walc'h emañ an Douar deus ar vulbenn, met ma vije bezañ tostoc'h c'hoazh 'c'haller bezañ sur ne vije ket ganet ar vuhez war e gorre : distrujet vije an Douar gant ar skinoù gamma a teu deus kreiz ar galaksienn pe deus brec'h ar Sagittaire. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Ar stered-lostek (5/5)

Ar stered-lostek (5/5)

13/04/2023

Studiet vez ar stered-lostek evit goût en avañs hag-eñ vo lod a teuio tost d'an Douar un deiz bennak. Dedennet eo ar stered-lostek gant ar planedennoù ha setu 'zo risk dezho da vont tost deuzouto pe da skoiñ ganto memes. An dra-se zo kaoz vez sellet deuzouto gant ar skiantourien. Kaset vez soñtoù ingal etramek enno ivez. Dominique Merrien zo a-dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Ar stered-lostek (4/5)

Ar stered-lostek (4/5)

13/04/2023

Studiañ ar stered-lostek a c'hallfe sikour an astronomourien da gompren 'blam da betra zo dour war-c'horre an Douar. Ha da heul ar stered-lostek 'teu traoù all ivez : ar stered-dared. N'eo ket memestra ! Dominique Merrien zo 'vont da lâret deomp penaos teu ar stered-dared war-wel.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ