Liv an amzer

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Daou briz hi deus tapet Louise Fauveau-Sellin, evit he sonadeg telenn. Ar plac'h yaouank a zo e pwarvet klas e skolaj diwan Gwened. Aet oe pell betek bro Frañs de gemer perzh en ur genstrivadeg broadel kaset get skol-sonereh rannvroel Limoges. Pell 'zo he deus Louise kroget soniñ get an delenn. An hani geltiek e penn ketañ hag an hani glasel hiziv an deiz. Kentelioù e heulia e skol sonerezh Gwened. Aterset eo bet get Yaelle ar Mouel deus Radio Bro Gwened. (Adal 35') Ur wech bep miz e vez skignet un abadenn nevez, kaset get bugale ar skolioù divyezhek publik er mor bihan : Ar Big a Gan. Klevet e vo un atersadenn, pe oe bet ar vugale de welladenniñ kreizenn Amzer-Nevez e Plañvour. Du-sen o deus daremredet get Pevarlamm. Un tañvañ ag an abadenn a zo bet choejet evit Kornad ar Vugale (de selaou adal 9'30) Soñj ho peus ag an daolenn àr an elfennoù kimiek, ho peus sur mat studiet er skol ? Distroamp e penn kentañ ar grouadenn, ha damp betek kêr Swed Ytterby, get kompagnuniezh Loeiz Belleg, Ar hentoù an Antroposenn (26') Tonioù skignet en abadenn : - Oum, Nia (choejet get Izan Belz) - Alireza Ghorbani, Tanhayee Leila - Metronomy, The Look - Ogma, Rise


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Disul e oe dorioù digor e Moske karter Penhars e Kemper. A hed an deiz e oe degemeret an holl re o doe c'hoant da dremen de evañ ur banne te pe drebiñ katev en. Ar pal e oe e vehe un eskemm get izili kevredigezh muzulmaned Kemper. Loig Philippon a anav mat tre ar c'harter hag e dud, ker eo bet prezidant Ti an Holl Penhars. Aet eo Tunvezh Wloagen-Grandjean get e mikro de welet ar moske, ha darempredet hi deus geton (adal 34') Kanaouennoù brav a zo e bro c'hallo ivez. Setu e kinnig ar pezh hi deus Marie-Annig dastummed 20 vlez 'zo e bro Ploermael, get ar gevredigezh Chom 'Teu (Ar-sav) (13') Diane Kruger hi deus gounezet ur priz evit he c'hoari aktourez er film In the Fade, setu peadra de c'houzout hirroc'h get kronikenn Sinema Yann-Klaod ar Ruyet (24') Bammet oc'h bet get ar Pop Louañj bet klevet tuchant en abadenn, setu ma faotoc'h adkavout ar c'hinnig selaouit da 17'' Violetta Para 'zo ur ganourez dibar a bro Chili, ur film a zo bet graet àr he vuhez, setu un ton choejet e kronikenn Izan Belz Dasson an Ton, e penn kentañ an abadenn Tonioù : - Roudoudou, Peace and Tranquility - Soweto Ghospel Choir, Ingoma - Emilie Simon, Dancers on the Ice - Camélia Jordana, La vie en solitaire - Didier Squiban, La maison d'écume


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Piket 'zo bet kalon Christophe Guilloux e marv Olier Le Clainche, distreiñ 'ra àr ar pezh a lak anezhañ de brederiañ. Ar paotr deus breizh, choejet de vout anvet Kendal Breizh, oe aet de stourm get ar gurded. Lazhet eo bet en Afrin, e norzh Siria, get an arme turk. N'eo ket alies ez a tud ar vro de stourm e broioù all, evit pobloù arall. Un ide kreñv ag engagement 'ni eo, hrevez Christophe Guilloux (17') Petra nevez get ar Roue Waroch ? Krogiñ 'ray benn digwener, hag o zoare dezhe o deus de sachañ an dud, ha bep blez eo leun ar salioù. Setu peadra de c'houied hirroc'h get Rosine Le Kaloneg ( adal 39') Ar C'hollektif Klam a zo e labourat àr un arvest nevez, un arvest de reiñ muioc'h a blas d'an dud deuet de well an arvest. Un doare da lakaat an dud de gemer perzh en abadenn. Pedet 'zo bet an dañsourez Mathilde Dinard hag ar soner Hugo Pottin. Hirroc'h de c'houiet get Youena Baron ag ar C'hengevread Kendalc'h ( de selaou de 11') Laret e vo hirroc'h ivez a-zivout mareoù du fin an impalaeriezh roman get ar C'hozh noe er gronikenn Relegoù an Istor (27') Gallium Mologo 'zo ur blantenn get ur stumm moutig, muioc'h a zisplegadennoù get Patrig Drean ( e penn kentañ an abadenn!) Tonioù : - Kreiz Breizh Akademi 6, ar vutunerien - Didier Super, J'en ai rien à foutre - Sushela Raman, Amba - Jupiter & Okwess, Pondjo Pondjo


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Tri film-berr faltazi e brezhoneg 'zo skignet ar mare- mañ e salioù sinema ar vro. Ar mor atav, Kakahuet ha Petra 'zo de c'hortoz oent bet sevenet get Emmanuel Roy, An atersadenn get Anna Lincoln ag Kalanna Production, aterset get Laetitia Fitamant (zo de selaou adal 30'30) Ar gronikenn Ar benn me glin e skrivan deoc'h a zo kinniget get Daniel Carre, eñ a zielfenn lizherioù Loeiz Herrieu, paotr ag ar vro bet kaset d'an talbenn a-hed ar brezel braz. Ha Jo Morvan 'ni eo, a lenn an traoù bet skrivet get Loeiz. Ar wech 'mañ e vo komzet ag ar psikiatri, ha petra 'veze graet get ar soudarded, kollet o fenn gete (9'30) Ar dreñv ar gêr « balan » get Serj Bozeg (23'30) Stankadennoù àr an hentoù ? 2 vunutenn evit komprenn, get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne (42'30) Tonioù : - Kristen Nikolaz, Dienez - Talec/Noguet, Konkour Speied - Le Pinc/Normand, Hanterdro Klamm


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Er skolioù e vez desket piv oe Pierre ha Marie-Curie. Distreiñ 'ra (Loeiz Belleg) Doc àr o labour, hag àr o vuhez dezhe er gronikenn Ar Hentoù an Antroposenn (25'30) 3 billboards 'zo ur film interesus braz mard oc'h dedennet get ar Stadoù Unanet don, get ar Su. An istoer 'zo lakaet en Mississippi, en ur bed pell pell ag hon hani (40') Divinadelloù, c'hoarioù ha tonioù 'zo kinniget deoc'h 'barh kornad ar vugale (12') Dasson An Ton 'zo troet àr su an darvoud a vo benn disul, 1tañ rummad kenstrivadeg ar bagadoù (4'30) Kudennoù 'zo e Kemper de lakaat àr wel ar sevenadur, evit ar c'hrevredigezhioù. Un atersadenn get Naig ar Gars, dilennadez er Rannvro, e labour e Kemper. (30') kinniget get Radio Kerne Tonioù : - Djelimady Tounkara, Yamaryo - Agnès Obel, Falling, catching


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Olier Le Clainche a zo aet da anaon d'an 10 a viz c'hwevrer àr an talbenn. Ar paotr ag Malastred a oe aet de stourm get ar gurded, lazhet eo bet get an arme turk en Afrin. Anavezet eo Olier, anvet èl Kendal Breizh, evit bout bet intereset braz get ar pobloù, paotr ag soñjoù demokratel kreñv, prest de reiñ he vuhez evit difenn an dud gwasket. Yaelle Ar Mouel hi deus labouret geton a-hed an 3 blez lec'h ma oe eñ kazetenner e Radio Bro Gwened, distroet eo un tammig àr personelezh hep par Olier (40'30) 850 000 . ar sifr-sen a zo an niver a palestinian bet toull-bahed en 50 vlez. Se 'ra 20% deus ar boblañs palestinian. Hiriv an deiz c'hoazh ez eus ouzhpenn 6000 anehe e prizonioù israelian hag en o zouez ohpenn 300 bugel ha krennarded. Ahed Tamimi, 17 vlez 'nezhi, a zo palestinian, bet lakaet en toull-barh 2 viz zo. Roet hi defe ur flac'had d'ur soudard israelian àr lec'h e vehe bet torret klopenn he c'heniterv get arme Israel. Yves Jardin deus an AFPS (France Palestine Solidarité) a zispleg penaos eo ar c'hondisionoù en toull bac'h get ar vugale-sen (De selaou adal 23') Distroamp un tamm em amzer dremenet bremañ, evit n'em gavout e fin an impalaerieh roman, tro 2000 vlez 'zo. Desket hon oe ar suhun paseet get ar c'hozh Noe 'ba Relegoù an Istoer, e oe talvoudus a-wal ar vretoned e arme an impalaeriezh roman. Hag ar lu-roman a oe galloudus. (10') Ar miz-mañ en doa asantet pobl bro Ekuador ur referedum. Kristof Guilloux en deus taolet ur sell doc'hton ha displeget en doe un tamm peseurt chenchamantoù a rahe àr o zemokrateleh (16') Ur plantenn, pe ur frouezh zoken a zo anehon diboe gwerzh 'zo, ar figez, er gronikenn Plantenn ha Plantenn kinniget get patrig Drean (4'30) Tonioù : - Fairuz, Jerusalem flower among cities / Ya zahrat al madain - Yaelle Naim, Coward


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Kroget eo ar C'hreiz Breizh Akademi ! Ar stummadur de lañsañ ar sonerion ha bout gete e krouadennoù dibar sonereh modal deus kroget nevez 'zo, setu un eskemm get Erik Marchand hag Andre Keffeleg doc'h mikro Yaelle Ar Mouel (adal 32') Ha pa gomzer just a-wal a sonereh modal, ag an estrenn-vro, aet on de welet ur vouezh a bro c'hallo, kanañ a ra en ur strollad de zeskiñ kanennoù Balkan. Klevet e vo anezhi kanal tuchant, Marie-Annig an hani eo (15') Un den ag a zo chomet bev e meur a pennoù e-pad an eil brezel-bed a zo Winston Churchill. Deuet eo de vout Prime Minister e mar 1940. Ur film a zo bet savet àr ar mare-sen, ha get an dudenn, Les heures Sombres/Darkest Hour, sevenet get Joe Wright e 2017. Setu kinnig Yann-Klaod Ar Ruyet en e gronikenn Sinema (20') Ha 'barh kronikenn Izan Belz e vo klevet un ton dibar, amzer ho po de hunvreiñ, ha marsen beajiñ get kompanunezh Fantasia on a theme of Thomas Tallis, Dasson an Ton, 'zo ur gronikenn e cheller selaou da 1' àr an enrolladenn-mañ. Tonioù : - Anthony Hamilton hag Elayna Boynton, Freedom (Django Unchained) - SkeeQ, Mandoline a Oberthur


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Kreiz Breizh Akademi 7, ar bleiad nevez a zo lakaet e plas bremañ, kroget eo ar stummadur ! Didier Ar Meut hag Axel Landeau a vo klevet, hag un tammig ton nevez de lakaat ac'hanoc'h de glevet ar labour kroget gete (adal 28') Ur prantad iskis, drol, a zo bet pand eo bet dizoloet ar radioaktiveleh. Ne ouie ket an dud e oe ret diwall. Distreiñ 'ray Loeiz Belleg àr an mare-sen, en e gronikenn àr hentoù an antroposenn. Faota ket bout souezhet selaouerion ket prestet em eus ma vouezh evit gober brudereh ar mare-sen (25') A-benn ar fin c'hui peus klevet e oen sot get Kebek, ha n'on ket ma unan àr ar seblant ker ba Tonioù Trips hiriv e vo klevet Bernard Adamus, get Gael Le Du (40'30) Klevet e vo e Kornad ar vugale penaos e ra Didier Mercier evit lakaat ar vugale de gomz e brehoneg, get atalieroù brav (9'30) Teñzor ar brezhoneg Komzet get Yann-ber Guyader ag Radio Kreiz Breizh (3') Hag el bemdeiz e vo klevet un nebeut kinnigoù riboul ! Tonioù : - Willie Colon, El Gran Varon - Plantec, Speedwell (Pachpi) Adkavit ac'hanon àr facebook de ginnig din tonioù, pe de reiñ ho ali à-ziar an abadenn! Selaou brav deoc'h


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Teñzor ar brezhoneg komzet, un tro-lavar demdeiz (1'30) Lizhieroù Loeiz Herrieu, paotr Kaodan oe bet kaset d'an talbenn, àr lec'h bleiadoù hep distreiñ d'ar gêr. Deuet a-benn de chom bev ha de zistreiñ d'ar gêr e fin ar brezel. Un teñzor 'zo bet laosket geton, hag arbennigourion deus labouret àr e skridoù, Daniel Carre en o zouez. Setu Ar ben men glin e skrivañ deoc'h (3'30) En ur bochad kerioù ha keriadennoù e vez alies kavet anvioù straed èl rue des cerisiers, rue des camélias, pa ne vez ket kavet anvioù tud an arme. N'eo ket fall tout nakent ker e vez tu kavout ivez anvioù a glot mat get ar lec'h. Ha just a-walac'h, prizius eo, chañs hon eus, de vout gwarnet, evit un nebeut lec'hioù, an anvioù tamm pe damm orin. Klevamp hiriv kronikenn Serj, de c'houiet hirroc'h à-zivout anvioù ar vro (26'30) Julien Vrigneault, soner sakso er strollad Lunch Noazh, zo deuet de ginnig eil pladenn e strollad. Ur meskaj etre pop, sonerezh hengounel ha jazz eo stil Lunch Noazh get tonioù kanet e brezhoneg.Kontet en deus Julien Vrigneault, ar labour krouiñ, an awenioù, plas ar jazz en e vuhez hag e stil sonerezh. Doc'h mikro morgane Bramoullé ag Radio Kerne Pereg eo ken plijus klevet rouzmouz ar c'hazh?! Ar reskont er gronikenn 2 vunutenn evit komprenn, kinniget get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne. (43') Tonioù: - Klo Pelgag, les ferrofluides fleurs - Ella Fitzgerald, Summertime - Lunch Noazh,


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a vo klevet en abadenn 'mañ : Kroget eo ar c'hoarioù olimpek digwener paseet e Su-Korea. 47 sportour ag Russia a zo bet tapet oc'h em dopañ. Ha setu ez eus bet difennet dezhe kemer perzh er c'hoarioù Olimpek. Hag ar blantenn emañ o vont de ginnig deoc'h Patrig a zo unan a c'hell cheñch emzalc'h ar c'horf, ar rezin teven. Plantenn ha Plantenn (selaouit adal 2'30 en enrolladenn) Faota ket kaout aon kement-sen dirak ar marv. Aes eo da lar. Pezh 'zo, pa asanter komz ag an dra-sen ag mont adarre e lec'hioù 'zo e c'heller gwellet an traoù get ur sell arall. Aozet ez eus bet un darvoud get ar vugale, e vered Baod. Setu kronikenn Christophe Guilloux, Damp 'Soñj (15') Adal pegoulz ez eus tu lâr « aze e c'hellamp komz ag istoer Breizh » ?! Fin an impalaerezh Roman, evit ar C'hozh Noe. Setu ur gronikenn nevez àr Radio Bro Gwened, Relegoù an istor (25') Hiriv an deiz ez eus un diouer braz a vedisinerien àr ar maezioù. Lod vrasañ anezhe a labour er c'herioù bras ha dazont ar sistem yec'hed zo en arvar evit ar re a zo o chom pell d'an ospitalioù. Gaelle Pedron zo ur vaouez yaouank, medisinerez familh ba kreiz breizh, e Gwareg. Un hent divoutin evit ur rummad medisin. Ma n'eo ket ingal kaout ur vedisinerez yaouank er C'hreiz Breizh eo souezhusoc'h c'hoeah pand eo gouest de gomz brezhoneg. Un atersadenn kinniget get Marc-Antoine Ollivier, ag Radio Kreiz Breizh. (33') Tonioù : - Lynda Lemay, La visite - Titom, Valse ou presque - Magnet, Lay Lady Lay


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ