Liv an amzer

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

"Sois jeune et tais-toi" Moarvat ho peus bet tro de gwellout skritelloù, livadurioù bet graet e-kerzh mae 68 get an Atalieroù Poblek. Ne oent ket nemet e Pariz met e kerioù all ivez, ha n'o deus ket paouezhet àr lec'h miz Even 1968. Jil Daniel a zo studier e skol arzoù-kaer Roazhon, e tem doktorelezh 'ni eo. Ur c'hinnig get Tomaz Laken, selaouit an atersadenn da 35' Pa vez ur bochad tud entanet get kip ar bed e Russia, tud all az a da veajiñ er vro-se, pell a-wehadoù, hag an darvoudoù-sen. Yann-Klaod ar Ruyet hag e wreg a zo aet de zaremprediñ get rusianed a-hed miz mae, komzet hon oa asamblez hag ar veaj ar mintin 'mañ. Selaouit da 8' Relegoù an istor: Plas ar merc'hed en istor. Setu tem an niverenn-sen, sur mat e vo un heuliad hag a vo kendalc'het adal ar bloaz 'mañ za! Selaouit an niverenn ziwezhañ da 20' E vervel emaint ar gwenan. Soñjoù a zo evit prederiañ àr an dra-se. Damp 'soñj, selaouit ar gronikenn da 31' Tonioù: - Maija Kauhanen, Pinnalla - La mal coiffée, Tèrra Doça - Hugh Masekela, Rekpete


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Elsa Corre a gan get Hélène Jacquelot : Duo du Bas 'vez graet hag an daouad. Kanet o deus kalz abaoe ur 5 bloaz bennak. Hag emaint o prientiñ ur bladenn asambl. Ma faot deoc'h prenañ pladenn Elsa hag Hélène e c'hellit en ober dre internet. https://duodubas.jimdo.com Selaouit an atersadenn da 33' Skarzhet ez eus bet Ajab Gul Baloch hag ar vro. Ar paotr a oe deus Afghanistan, aet kuit ker e oa en arvar. Goulennet en doe en Alamagn, e-raok dont e bro Frañs de vout degemeret, pezh oe bet nac'hed, hag e bro c'hall ivez. Christian Ar Meut en doe heuliet an afer, aterset eo bet àr-eeun da vintin get Tomaz Laken. Setu ar liamm ma faot deoc'h lakaat ho sinadur: https://www.amnesty.fr/refugies-et-migrants/petitions/halte-aux-expulsions-vers-lafghanistan Selaouit an eskemm da 8' Open the Border get Mikael Baudu ha Human Flow get Ai Weiwei. 2 film a-zivoud ar memes tem : ar repuidi. Selaouit kinnig Sinema Yann-Klaod ar Ruyet da 25' Nag un doare brav de grogiñ an deiz (pe da echuiñ an devezh!) get La Felicidad Completa, ur choaz brav bet graet get Izan Belz da selaou e penn kentañ an abadenn. Gramp bremañ anaoudegezh get ur gêr un tamm ispisial, ken ispisial emañ diaes ijinañ e teu ag Breizh. Abostol 'ni eo, Gerioù ar vuhez, ur gronikenn kinniget get Tomaz, selaouit da 20' Tonioù : - Paul Rishell hag Annie Raines, Kansas City Blues - M.I.A., Borders - Duo du Bas, Robardig (un tañvañ hag ar bladenn nevez!) - Earth Wind and Fire, September


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

40 vlez Diwan 'vez lidet un tamm e pep korn bro, hag e Plumergat e vo ur sapre fest benn disadorn. Eñvorennoù Riwal Kermarrec a vo klevet. Hirroc'h da glevout get Yaelle Ar mouel ha Reun Treger e fin an abadenn tro 38' Bochad tud o deus aon rak kleñved Lyme. Tapet 'vez en ur vezañ taget get teureug (tiques). Petra ober ? Ar reskont get Gael pedron, da 3' àr lec'h penn kentañ an abadenn. Un noziad a-zoare a vo benn disadorn e Sarhaw, aozet de lidañ 15 vlez ar strollad Plantec. Tizhet en doe Tomaz Laken Youn Roue, talabarder ar strollad Startijenn, an anav mat paotred Plantec, hag a vo aze benn disadorn ivez. An eskemm a zo de glevout tro 9' Penaos gouzout mard eo efedus ur sistem labour-douar ? En un geñverian an output get an input. Ur sell spisoc'h àr an traoù get Loeiz Belleg Ar Hentoù an Antroposenn ? Selaouit da 23' Kinnig a ran deoc'h selaouerion klevout ur gronikenn bet prientet get Tomaz, ar brezhoneg 'zo o tont war e giz. Istoer ar brezhoneg er c'hantved paset, selaouit da 28' Un dro-lavar a-zoare de grogiñ get an abadenn, a zo kinniget get Radio Kreiz Breizh. Tonioù : - Denez Prigent, Va Hent - El maout, Serrés comme des sardines


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Ur priz 'zo bet roet da La Marmite Bretonne Un embregerezh, hag a dreusfurm, a alej legumaj ha frouezh hag ar vro 'ni eo. Lec'hiet eo e Plougouvelen, nebell hag An Alre. Soubenn, fourmaj, pastez get legumaj, gwinizh pe yod get frouezhaj. Setu peadra lipous de gavout get Loic de Feraudy hag Elizabeth Plassard. Ar pal eo ober ar sekredoù get produioù bio, gounezet hrevez an amzer hag er vro. Ar pezh brav eo ar fed o defe ur sistem de gelaouiñ an dud àr pep danvez resis a gaver er produioù gwerzhet gete. Evit en ober o deus ijinet ur sistem d'o brudiñ dre ar rouedad ha dre ur QR kod hag a zo àr bep tikedenn pep produ gwerzhet gete. Un dra ha n'eus ket he far e Frans c'hoazh. A-c'houde ar penn-ketañ o deus bet c'hoant lakaat ar beizanted hag o fourchaserion àr-wel. Ur priz, savet get an ajans vroadel bio o deus bet neuze evit kement-se deus ket pell 'zo e salons ar labour-douar e Pariz. lamarmitebretonne.bzh de gaout muioc'h a ditouroù, ur gont fb 'zo ivez. Selaouit an atersadenn get Yaelle ar Mouel adal 20' Chalet braz emañ ur bochad tud a gaoz da varv ar gwenan. Ar sizhun paset e oe ur vanifestadeg kaset get ar wenanerien de c'houlenn e vehe graet un dra benneg. Lod aneze o doe kollet 80 % ag o gwenan. Kristof a ginnig sevel ruskennoù foran e bep gumun maeret get an tiezh-kêr aveit bout un test ag an natur. Selaouit ar gronikenn da 16' De-keñver an Ainoued, n'hellamp ket gouzout evit gwir pegoulz int erruet àr an enezenn. An Ainoued, setu ur pobl arall, de zizoloiñ, ur c'hinnig get Benjamin Bouard, setu eil lodenn ar gronikenn àr an Ainoued. Selaouit da 11' Ar lodenn gentañ da selaou e podkast ivez, hini ar lun 4/06 ! Bremañ emaomp o vont beteg ur mare lec'h ma veze ivez ur labour gwriziañ a-feson, met ni glevay kentoc'h penaos e veze aozet ar gevredigezh da vare fin an impalaeriezh roman ha kentoc'h er grennamzer. Relegoù an Istoer a zo ur gronikenn a c'hellit selaou e penn kentañ an abadenn. Tonioù : - Sona Jobarteh, Ganbia - Xavier Rudd, Honeymoon Bay


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Priz lennegezh Sten Kidna a zo bet roet disadorn. Da Mich Beyer, evit he roman Troiad an Ifern. Christian Ar Meut en doe respontet da goulenn Tomaz Laquaine ar mintin 'mañ, selaouit an eskemm da 12' A c'houde 40 vloaz bremañ 'vez kinniget sonadegoù hag abadennoù a-bep seurt get sal Run ar Puñs e Kastellin. E 1978 e oa deuet ar gevredigezh Rapass d'en em staliañ er plas-mañ evit sevel ur sal « kafe-koñsert ». Daou vreur a zo perc'henn àr ar feurm kozh, Jakez ha Yann-Vari an Harridon. Dispartiet en an tiriad en daou. Nevez 'zo 'neus laket Yann-Vari e lodenn da werzhañ. 'Blamm da se eo staget ar gevredigezh da rastellat arc'hant àr Internet. Ar pal a zo kaout argant da brenañ tachenn Yann-Vari. Ar-dreñv a gerioù, klevet e vo hirroc'h a-zivoud « Mahleu » hiriv, get Serj Bozeg. Selaouit da 26' Petra eo an internet a benn ar fin ? C'hui oar marsen penaos implijout an ostilh-se. Met petra eo resis ? Ur rouedad ? Un lec'h evit ar marmoused vihan ? Respontoù get Morgane Bramoullé, da 22' Ar benn me glin e skrivan deoc'h, kronikenn Daniel Carre ha Jo Morvan : Jo a lenn lizherioù Loeiz Herrieu, skrivagner kaset àr an talbenn a-hed ar Brezel Braz. Kas a rae lizherioù d'e vreg Loeiza tost bemdeiz. Ar sizhun paseet ez eus bet skignet kentañ lodenn ar lizher skrivet d'ar 6 a viz Eost 1917, Anna pe Mona a zo mignonez d'ar c'houplad Herrieu, emañ e soñj dimeziñ get Bernard (eil lodenn) selaouit e penn kentañ an abadenn ! Ar lodenn gentañ de selaou dre podkast dimeurzh 5 a viz Even ! Tonioù : - Bitraak, Rond Sant Vincent - La Gossa Sorda, Esbarzers


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Jean-Daniel Bourdonnay zo e-touezh ar wenanerien aet da Roazhon da gampiñ nepell eus ar Prefeti. Emaint e c'houlenn reskont ar Prefet : marv eo milionoù a wenan er vro a-gaoz d'an neo-nikotinoidoù. Lo hag ar wenanerien o deus kollet er blez-mañ tost 80% hag o ruskennoù. Dimeurzh 'oe degemeret ar gazetennerien ha gortozet ar prefed da 12e30. D'ar mare-se ne oa respont ebet a-berzh paotr ar stad evit poent, eme Jean-Daniel. Hiriv emaint e Pariz, met ur vanifestadeg de souten anezhe a vo da greisteiz e Kemper hiriv. Lakaet 'vez diaes an hentennoù divyezheg, hitiv emañ un deiz manifestadegoù e Breizh a-bezh evit goulenn e chomfemp staget doc'h ar sifroù. Ar mintin 'mañ setu ur focus àr skol vamm Ploue, galloud a rafe ur c'hlas àr 3 bout lemmet, met ar vugale « n'int ket sardined » aterset ez eus bet Enora De Parscau, selaouit adal 10' Ha da 8e15 e klevimp penaos emañ kont get ar wenanerion. Dji oe aet de gampiñ dirak prefeti Roehon, hiriv e vint e Pariz, spontet int get an nekotinoidoù ag a lazh o gwenan, reoù aneze o deus kollet ohpenn 80 % hag o gwenan, grevus kenañ eo an traoù. Un atersadenn graet get Laetitia Fitamant, selaouit adal 37' Da vare ar Redadeg em boe taolet ur sell àr ar raktresoù bet soutenet ar bloavezhioù paset. Hag e 2012, Dizale n'oe respontet d'ar galv raktresoù. Ar pal get Dizale oe krouiñ ur savenn (ur plate-forme mar karit) enlinenn, evit skignañ filmoù, teul-filmoù, heuliadoù e brezhoneg. Selaouit da 22' C'hui anav Geronimo ? Ur penn apach a oa, bevet er bevenn etre ar Meksik hag ar Stadoù Unanet, en naontekvet kantved. Er film-sen, Yellow Hawk a zo penn lakota, àr dachenn South Dakota hiriv an deiz. Yann-Klaod a gendalc'hay an istoer evidoc'h er gronikenn Sinema, da 26' Kinnig Izan Belz, Dasson an Ton a zo da glevout e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Coeff 4, Du vent dans les cordes - Tall Paul, Prayers in a Song - Ed Sheeran, I see Fire


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

« Degas ar sirk en ur lec'h ma n'eus ket sirk » "Quartier détourné" a zo anv an arvest a vo kensavet get Galapiat Sirk.  Ar gumpagnunezh a-vicher he deus en em staliet e-kreiz karter Bolumet. 350 a dud a zo é chom er c'harter-sen, e su Pondi. Setu ur rakres kaset da benn get sikour kêr Pondi, ar servijoù sokial ha servij ar sevenadur e Bro Pondi. Meur a emgav a zo bet lakaet. E miz Ebrel hag e miz Mae o doa izili ar gumpagnunezh tremenet ur sihuniad e-kreiz ar c'harter. E fin miz mezhewen e vo kenniget en ofisiel an arvest evit mat. Pedet eo an holl da gemer perzh, pe vehe dre skrid, dre sonerezh pe en ur zeskiñ ober sirk. Kinnig a reomp deoc'h selaou doc'h daou ezel ag ar gumpagnunezh Galapiat Sirk. Selaouit adal 33' en enrolladenn ! Klikit a-us. Ha gouzout a rit penaos e vehe ar vuhez hep ar loar ? Reskontoù a vo roet deoc'h tuchant, get an aotroù Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn ! Da 21' Ni laray hirroc'h a-ziar an depresion ivez. Petra eo ar c'hleñved se ? Hag-eñ emañ pouezhus krogiñ de gemer louzoù ? Penaos gober ? Ni grogay de reskont get Gael Pedron ar vedisinez, da 6' en abadenn. Desket e vo ur gêr nevez, a anavit sur mat met aze ez imp dont de c'houied petra 'sinifi Pouezh, er rubrikenn Gerioù ar vuhez. Da 10' Piv int, Les Cowboys Fringuants ? Setu un tamm displegadenn get Gael le Du, er gronikenn Tonioù Trips, selaouit da 26' Un dro lavar dibar, Teñzor ar brezhoneg komzet get RKB e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Laboratorium Piésni, Vecherai Rado - San Salvador, La Parole Errante - Les Comboys Fringuants (kronikenn Gael Le Du) - Magic Gavotte, Kendirvi - James Brown, Sex Machine


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Hiriv e vo klevet pegen aktour e c'hell bout Daniel Carre a wehadoù, pa gont ar lizhiri prevez a vez kaset etre Loeiz ha Loeiza Herrieu. Klevet e vo komz hag ur plac'h 'zo tost kenañ hag ar familh Henaff, ni zistroay da vare ar Brezel braz get Daniel Carre ha Jo Morvan, e lenn ur lizher skrivet e miz eost 1917. Setu ma klevit ali Loeiz Herrieu a-zivout soñj e vignonez Anna de choaz ur paotr evit dimeziñ anehon. Selaouit ar gronikenn da 8' E kreiz ar miz, adalek ar 15 a viz Even, vo dalc'het e Penn-ar-Bed unan deus amprouadennoù Kip Frañs Belo. Ar rederien gall tost da dremen a vicher o deus da vezañ trec'h e meur a redadeg er bloaz. N'eo ket forzh peseurt redadegoù, met re dibabet gant Federasion Gall ar Velo. 8 amprouadeg a zo evit ar rummad DN1 (pe Division National 1). Dibaoe penn kentañ ar sezon, e miz Meurzh, zo bet dalc'het 4 outo. Ar pempet a zo ar SportBreizh. Ur redadeg, daoust dezhi bezañ ofiiel, hag a zo divoutin en he stumm... Gurvan Musset, unan deus an aozerien, a zispleg an dra-se da Dunvezh Wlagen-Grandjean. Un atersadenn da glevout adal 36' Perak eo sall ar mor ? Pebezh goulenn, savet da V/Morgane get ur bugel 5 blez. Klasket hi deus, ha bremañ eo roet ar reskont er gronikenn 2 vunutenn evit komprenn, selaouit da 25' Guezenneg, setu un anv familh hag oa un anv bihan a-raok. Muioc'h de c'houzout get Serj Bozeg, Ar dreñv ar gerioù, da 28' Un dro-lavar dibar get Yvette Le Roux kinniget get Radio kreiz Breizh a zo de selaou e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Denez Prigent, Nij an Erer - Miley Cyrus, Jolene - Kiez ar Bed (Roland Conq, Nolwenn Runigo, Sylvain Barrou) -Chic, Le Freak


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Ur c'helenner yoga a zo staliet a-nevez e Kemperle. Sebastien Guinier a ginnig yoga ha meditasion a-hed an deiz, tro hon eus bet da gomz asamblez en abadenn, setu emañ ar paotr mennet gant e labour, un doare 'ni eo da vevañ ivez evitañ. Kit àr avenyoga.fr mard oc'h intereset evit gober yoga e brezhoneg. Ma faot deoc'h gouzout hirroc'h, selaouit an abadenn adal 6' Un dibenn-sizhun plijus ha poellek a oa, e Plañvour, àr galv Kevre Breizh. Aita, ar Redadeg, emglev bro an oriant pe kelennomp, un 40 den benneg a oe deuet d'ar bedadenn. Ar pal e oa lakaat traoù da vont war-raok. Tud 'zo o deus soñjoù interesus, e-touezh Aita da skouer, selaouit an atersadennoù adal 36' en enrolladenn a-us! Triskalia hag ar skolioù, ur liamm a zo bet graet ha n'eo ket bet degemeret mat kenañ get lan a dud. Nullet zo bet ur sortiadenn skol he deus graet trouz e Aodoù an Arvor. Aozet get kooperativ Triskalia e vehe. Neoazh e oa an dud kar aet a enep ar raktres-mañ. Kristof n'oe diskleriet e soñj a fed dibab ur sortiadenn pe... pas. Ar gronikenn Damp Soñj da selaou da 23' Ouzhpenn ar vretoned 'zo! Pobloù minorelet ez eus e Breizh a-bezh, bout 'zo e japan ivez. Hag e-keñver an Ainoued, n'hellamp ket gouzout evit gwir pegoulz int erruet àr an enezenn. Setu ur pobl arall, de zizoloiñ, ur c'hinnig get Benjamin Bouard, selaouit da 27' Hag e-men e teu ar mojennoù, perzh hag glad Breizh bremañ? Distroet omp àr an dra-sen get ar C'hozh Noe, er gronikenn Relegoù an Istoer. Selaouit da 16' Tonioù: - Jasmine Sandlas, Mutiyaran - Talec/Noguet, Nozvezh digousk - Polo & Pan, Coeur Croisé


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

E Mae 68 e voe micherourien ha studierien frañs er straedoù evit difenn menozhioù kevredigezhiel nevez, pe evit gwellaat o buhez labour. E penn ar Bed eo bet bev tre ar stourm ivez, lañset kerkent ar bloavezh 1967 gant ar baizanted. Korantin Peoc'h eñ a voe sindiket er CFDT 50 vloaz 'zo, o labouriñ evit ar stal Stad EDF. 28 bloaz voe eñ e 1968. 5 sizhunvezh 'n o padet o diskrog-labour etre mizioù Mae ha Mezheven. Un atersadenn kinniget get Tunvezh Wloeguen-Grandjean (Radio Kerne) selaouit adal 34'. Ur staj brezhoneg a zo aozet adal an dibenn-suhun 'mañ za, hentoù treuz ar yezh, get abrennigourion àr an taolioù-mouezh, ni peus laret hirroc'h àr-eeun, lakit ho anv mard oc'h intereset, evit ar sadorn 2 ha 30/06, 30 euro evit an daou zevezh. Kit e darempred get Maksim 06 15 19 77 75 mard och intereset ! Ha ma faotoc'h klevet hirroc'h, selaouit an abadenn da 9'. Adskignadenn ur c'hinnig Sinema get Yann-Klaod Ar Ruyet, In the Fade anv ar film, de selaou da 24' Adskigndenn hag Dasson an Ton get Izan Belz, skignet e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Cory Sezneg, Zanzibar - Faya Gur, Biniou radikal - I am a man of constant sorrow (O Brother)


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ