Liv an amzer

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a c'heller selaou: Penaos 'vez graet ur Gratin d'Auphinois?! Pounner eo met d'eus ket kement a dradoù a-barh, estroc'h evit ar patatez hag ar laezh. Thérèse Reunigo a lar e rekipe de Andrea ar Gall (8'00) 25 kahierat predegennoù ha lan a paperioù skrivet e brezhoneg flour a bro Gwened a zo bet kavet e manac'hti an Erdeven. Daniel Carre ag Ti Douar Alre a oe anzen, ha bammet eo get an teñzor sen. (32') Aerborzh Mirabel a zo ur raktres bet savet (ha distrujet) e Kebek er bleiadoù 70s... Damp Soñj 'zo kronikenn Christophe Guilloux, paotr ag ar vro, bet beajet un tamm e lec'hioù all ivez. (40'30) Tonioù: - Fifth Dimension, Hey Joyce (Erwan) - Madeleine Le Breton, La jolie Rochelle - Juan Luis Guerra, En el cielo no hay hospital - Eleni Vitali, I dromi pou agapissa (Marko) - Dalla, Over Easy


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

En abadenn 'mañ ez eus bet larêt lan a dra: Ar Hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg: setu eil lodenn ar gronikenn dleet d'an deur burzhudus! Koooooooo - kokelikeloooooooo: klevet ez eus bet bugale skol Pratfoen Gwidel kanal, e Korn ar Vugale. Coeff 4 n'eus graet ur bladenn nevez: Du vent dans les cordes. Degemeret ez eus bet Gael Lefévère de gomz à-ziar ar bladenn-sen, enrollet etre bro Iwerzhon, Kebek ha Breizh! NIverenn 184 Louarnig a zo interesus braz: komzet 'vez de schwer ag ur familh arzourien ag Siria, aterset ez eus bet Camille Argouarc'h ar penn-redaktourez. Tonioù: - Lyra, Hitchki - Coeff4, Dites-moi donc - Exuma, Rushing to the Crowd - Cortex, I heard a Sigh (Erwan)


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a kaver en abadenn : Barzhoniez sinfonek, 4vet luskad, awenet get ar spi ! Selaouit doc'h kronikenn Izan Belz (1'30) Lan a dud a zo tapet gt kudennoù tiroid. Get Alan Goulven e vo komzet ag hipo-tiroidia, doc'h mikro Andrea Le Gal (16') C'hui oar dija petra eo ar permakulture ? Stajoù a vez aozet er vro, ha Yaelle Ar Mouel a zo aet de welet unan aneze e Gwern an dibenn-suhun paseet. Darempredet hi deus get Michel (26') Tonioù : - Bibio, A tout à l'heure (Marko) - Violent Femmes, Mirror mirror (Erwan) - Rozenn Talec ha Yannig Noguet, Konkour Speied


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a vo klevet en abadenn : Ag -men e ta ar gêr « karn » ? Setu ar respont e kronikenn Serj Bozeg, Ar-dreñv ar Gerioù ! (5') Klevet e vo ivez Daniel Carre ha Jo Morvan e lenn ha dielfenniñ lizherioù Loeiz Herrieu (14') Kenstroll Breizh, ur toullad tud bodet de lakaat àr wel ar brezhoneg e Skol-Veur Roehon 2 a zo youlek mat met diaesamantoù o deus de lakaat an traoù de vont àr-raok, aterset ez eus bet jean Brichet hag Azenor Kallag (29') Taol-sell àr ar web : Kizidig eo ti-kêr Sant-Malou get ar loened, hag afer a vo ag amfibianed, get Meriadeg Valy (44') Tonioù : - Quitapenas, Ya Veran - Yama Yama get Erwan (23') - Frevo, Saudade - The In-Crowd, Mango Walk - Guichen Quartet, Ker an Dour/Jig my Pig


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a gaver en abadenn 'mañ : Damp' Soñj, setu ur gronikenn nevez kaset a benn get Christophe Guilloux. Komz a ray ag politikereh, hag an traoù a lak anezhañ de vout sabatuet, kountant pe kounaret ! Ar suhun 'mañ en deus lakaet ar gomz à-ziar an dishingalded a vez kavet c'hoazh a fed c'hopr etre ar merc'hed hag a paotred. (30') Toaz choko, un doare de zebriñ chokolat àr bara, graet genoc'h ! Displeget e vo penaos e c'heller gober get marie-Cécile Belz, aterset eo get Andrea Ar Gal evit ar gronikenn Keginerezh (14') Spergula Avensis : pebezh anv skiantel. Anv ur blantenn, muioc'h a zisplegadennoù get Patrig Drean en e gronikenn Plantenn ha Plantenn, enrollet get Andrea ar Gal. (5') Tonioù : Altan, Ma Théann Tu 'un Aonaigh Lena Chamamyan, Lamma bada Yatathanna O' brother, I am a man of onstant sorrow Hamon Martin Quintet, J'ai fait un rêve Luge, Radio tigre David Pasquet, Scottish Cesar Ronan Le Bars Group, Marche ar raok mont da soudard


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a zo bet skignet hiriv en abadenn : Darempredet 'zo bet get Leila MacKalla dre kronikenn Izan Belz Dasson An Ton (1') Ar lactose, hag-eñ emañ ken dañjerus ? Reskontoù get Alan Goulven aterset get Andrea ar Gal (6') Diaesamantoù ez eus de zigoriñ un hentenn divyezheg e skolaj publik Gourin. Un atersadenn get Yaelle ar Mouel. (15) Sonerezh : - FAG+, cercle circassian A la Manon - Ibrahim maalouf, If you wanna be a woman - India Arie, Summer - Maceo Parker, I love her so


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh e kaver en abadenn hiriv : Kornad ar vugale ! Lan a vugale 'zo bet aterset, ha reoù skol divyezh Queven o deus kanet ur ganenn anavezet mat : e Kreiz an noz. (Tro-dro 4') Bugale skol Diwan Kistreberh a ra ar meteo ivez, ha Titouan 'zo bet klevet ar mintin 'mañ, enrollet get e kelenner Fabien Lecuyer. (selaouit da 14') Best-of Ar an Hent e Ploue, selaouit Marie-Josée ar Borgn aterset get yaelle ar Mouel hag Eric Menneteau (17') hag Emile Le Diodig, Edmond Beuzet hag Joséphine Guégan aterset get Andrea ar Gal ha Christophe Bernard (da 27') Get Loeiz Bellec ez eus bet displeget petra eo an dour, ha pegen burzhudus eo ! Selaouit Ar Hentoù an Antroposenn (45') Tonioù : - Landat-Moisson, Ar sergeant major - Kendirvi, Magic Circus - Cory Sezneg, Zanzibar


Liv an Amzer 8 a viz Genver 2018

Liv an Amzer 8 a viz Genver 2018

12/04/2023

Ar mintin 'mañ 'zo bet komzet à-ziar lan a draoù : Evit ar begoù lipous, ur rekipe get Marie Cécile Belz aterset get Andrea Ar Gal (tro-dro 2') Ar Brug, setu ur blantenn de c'houzout hirroc'h àrni, get Patrig dréan (tro-do 15') Ezhomm 'zo gwad, hag ur road a zo aozet e pondi adal dimeurzh, aterset 'zo bet Robert Le Merlus get yaelle Ar Mouel (tro-dro 27') Sonerezh : - Hanterdro-Klamm get an duo Pinc/Lenormand - U lisi, get Laboratorium Piesni - Jam Jam get Baaba Maal -January Snows get ar strollad Lunasa


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

En abadenn Liv an Amzer de vintin e klever: Lizherioù Loeiz Herrieu er gronikenn Ar benn man glin e skrivañ deoc'h. Lennet get Jo morvan, dielfennet get Daniel Carre (2') Tammoù fentus ha plijus tennet ag an abadenn zewezhañ Ar an Hent: ar skipailh 'zo bet de zaremprediñ get tud Languidig. Selaouit teñzorioù dastummet àr-eeun get Christophe Bernard hag Andrea Ar Gal (15') Dublined e vez ar repuidi: muioc'h a zisplegadennoù get Christian Le Meut ag ar c'hollektif Solidarité repuidi en Henbont, aterset get Yaelle Ar Mouel (25') Klevout 'rit meteo ar vugale, enrollet get Fabien Lecuyer hag e skolidi ag skol diwan Kistreberh. Ar mintin 'mañ e vez kinniget deoc'h ar meteo get Azenor. (De selaou da 35') Tonioù skignet en abadenn: - Megan brown, Kara's Bounce - Loened Fall, Laret c'hui din ma mamm - Stevie Wonder, Superstition - Aretha Franklin, Think (BO The Blues Brothers)


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Dasson an ton: Selaouit doc'h kanerion kloerdi Santez-Anna, de lidañ ganedigezh ar c'hrouedur Jesus. Ur gronikenn get Izan Belz. Yec'hed: Setu lan a zispleganeddoù à-ziar an hypothiroïdie, get Alan Goulven Yezhadur: Kalonia a zo un dastummadeg barzhonegoù skrivet get Youn Kervalan, lakaet 'vez ar gaoz ivez àr levr dewezhañ Francis Favereau Celticismes. Ur gronikenn kinniget get Dominig Alain.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ