Sed aze al loened brasañ bet war ar voull-douar, ar balumed glas, morse 'neus bet ul loen ken bras : 30 metrad hirder, 190 tonenn dre geiden, kalon ar balumed a zo a-vent gant ur c'harr-tan, hag o zeod a zo ken pounner hag un olifant. Bez zo deus balumed fanoliek abaoe 36 milion bloaz ha 'pad pell e oant dindan 10 metrad hir ha n'eo nemet 4 milion hanter bloaz zo int deuet da vezañ bras divent ! Met perak 'ta neuze ? Da betra servij bezañ ken bras ?
Unan eus al loened souezhusañ 'vez kavet war ar voull-douar eo ar grogenn Sant Jakez, Pecten Maximus deus he anv latin. Ganti da skouer 'vez roet he oad en un doare splann ! An niver a rezennoù war o grogenn a dalvez evit o niver a vloavezhioù ! Hag e c'hellont beviñ betek 20 vloaz !
Sur a-walc'h eo unan deus an trouzioù a glevomp an aliesañ er goañv : ar streviañ ! Met perak e streviomp ? Un dastaol eo streviañ, un doare eo evit ar c'horf da ziskarzhañ an traoù a c'hell bezañ dañjerus evitomp, bakterioù, virusoù, pollen, poultrenn. Hag arabat deoc'h chom hep streviañ m'ho peus em d'en ober. Gallout a ra lakaat gwask war gwazhiennoù ho taoulagad ha reoù ho empenn, gwask ivez war ho taboulinoù hag ho kouzoug. 'Neus ket pell e oa bet kaset un den 34 vloaz anezhañ d'an ospital 'noa miret e gorf da streviañ ha blam da se ha da wask an aer en e gorf oa bet toullet e pharynx.