Nebeutoc'h a arc'hant evit an natur Digresket pe dilamet e vez kalzig a yalc'hadoù d'ar c'hevredigezhioù ekologel, gant strollegezhioù tiriadel. Ne roio netra ken departamant ar Mor-Bihan da Breizh Vev. E rannvro PACA eo bet paouezet da arc'hantaouiñ ar Criirad ha rannet eo bet dre zaou ar yalc'hadoù e Auvergne-Rhône-Alpes. Un aozadur enklask dizalc'h war ar skinoberiegezh eo ar c'hCriirad. Divizet eo bet gant rannvro PACA, Christian Estrosi en he fenn, lemel ar 100 000 euro a veze roet betek hen evit ober war dro ur rouedad balizennoù a vuzuilh skinoberiegezh an dour hag an aer. Arguzennet eo bet eo kefridi Pennadurezh ar Surentez Nukleel ober al labour-se dija. Gouzout a ra an dra-se ar c'hCriirad met respont a ra ne fell ket dezhi leuskel monopol muzuliañ ar saotradur d'an aozadur foran, kuit ma vefe kontet gevier gantañ e-giz ma oa c'hoarvezet da vare gwallzarvoud Tchernobyl. Gant ar rannvroioù a zeou Gant Laurent Wauquiez e penn rannvro Auvergne-Rhône-Alpes eo bet digresket dre zaou an arc'hant roet d'ar gengevredad France Nature Environnement. 35% nebeutoc'h a vo dasparzhet da kevredigezhioù rannvro Hauts-de-France, meret gant Xavier Bertrand. E rannvro Ile-de-France eo 429 687 ¬ ne vint ket roet ken gant Valérie Pecresse da 42 gevredigezh, darn anezho o labourat evit an endro. Implijoù nebeutoc'h Implijoù a vez dilamet e kevredigezhioù zo. 9 goprad a vo skarzhet gant Breizh Vev abalamour ma 'z eo bet divizet gant departamant ar Mor-Bihan dilemel ur yalc'had 55 000 euro. Displeget en deus François Goulard n'eo ket evit arc'hantaouiñ ken kevredigezhioù a zoug klemm a-enep raktresoù an departamant dirak ar justis. Ur galv da emezelañ a zo bet lañset gant ar gevredigezh neuze evit he souten. Liesaat ar gounidoù Evit ur gevredigezh vras e-giz Kevre evit gwarez al laboused eo 592 000 euro nebeutoc'h a c'hounidoù a zo bet resevet e 2016 e-keñver 2015. N'emañ ket en arvar ar gevredigezh dre ma ne oa ket yalc'hadoù gouestlet d'ar mont-en-dro. Ouzhpenn-se e vez arc'hantaouet 60% eus dispignoù ar gevredigezh gant ar gennad prevez: pourchasoù, roadoù pe gwerzhioù. Evit kevredigezhioù bihanoc'h n'eo ken anat atav, pa vez arc'hantaouet ar bras eus ar budjed mont-en-dro gant yalc'hadoù. Gant ar Stad ivez N'eo ket gant strollegezhioù meret gant an tu-deou e vez espernet arc'hant war kein an ekologiezh nemetken. 230 000 euro nebeutoc'h a vo roet gant ar Stad ivez da kevredigezhioù a labour evit reiñ muioc'h a blas d'ar c'hezeg-houarn. Keñveriet eo bet gant Olivier Razemon war e blog e talvez ar sammad-se kement ha 16 metrad linenn tramway, 37 bonus evit prenañ kirri tredan pe evit sevel 37 metrad gour-hent.
Ur varnadenn e Dacs hiziv. Hini ar Falc'herien kadorioù. Abaoe ur bloaz e vez aozet oberennoù ingal gant ar strolladoù Bizi, Attac, Mignoned an Douar hag "Oberenn difeuls COP21". E tiez bank int bet da sezisañ kadorioù evit klemm a-enep fuadur an telloù (en evasion fiscale). E Ajañsoù BNP-Paribas eo bet kaset an oberennoù-se da benn dreist-holl, un tamm pep lec'h e Frañs. Hervez ar c'hevredigezhioù eo an ti-bank-se he deus ar muiañ a eilstalioù e baradorioù kemedel: ouzhpenn 200. Un 60 oberenn bennak a zo bet en holl. Liesseurt int bet: un abadenn mod "apostrophe gant Bernard Pivot" en un ti-bank e Biaritz, ur gentell war an arc'hant e Lyon, ur Fraudothon "thelethon ar floderien" e Sant-Nazer, un abadenn "goulennoù evit ur c'hampion" tro-dro d'ar floderezh e Tolosa. Alies eo bet skarzhet ar stourmerien eus an ajañsoù gant an archerien met n'ez eus bet galvet unan nemetken dirak al lez-varn. Mouez aotreet an oberenn e oa Jon Palais an devez-se. Evit "laeroñsiñ grevus" e vez tamallet da heul un oberenn aozet e Dacs e 2015. Un degouez e vo neuze evit ar stourmerien evit treuzfurmiñ barnadenn ar paotr yaouank e barnadenn fuadur an telloù. Gant Eva Joly hag he merc'h Caroline e vo difennet Jon Palais. Da gentañ e klaskint goulenn ma vo dilezet ar garg a laeroñsiñ dre ma 'z eo bet rentet an holl kadorioù amprestet da vare ar varnadenn a-enep Jerome Cahuzac. Ar pezh o deus c'hoant an disenterien lakaat war well dreist holl eo ez eus arc'hant evit mont war zu ur gevredigezh ekologel. Hag er baradozioù kemedel emañ (paradis fiscal). Bep bloaz eo etre 60 ha 80 milion a eurioù az a da get eus Frañs hag a vez kaset er baradozioù kemedel-se. Eus un tu all e vefe ret kaout 3,5 miliard e euroioù evit lakaat holl tiez feurm ar vro da broduiñ en un doare biologel ha 5 miliard evit kempenn ar rouedad hentoù houarn. Disoc'hoù fetis a zo bet da heul koulzad oberennoù ar falc'herien kadorioù dija. D'an 3 a viz Mae tremenet en doa roet BNP Paribas da c'houzout e serrfe he eilstalioù en Inizi Caimans.