Bevit ar FIL genomp. Komzamp a vro Kerne-Veur get Morwenna Jenkin. Genidik eo ag ar vro-se ha displegiñ a ra deomp petra a dalv bout lakaet àr-wel er Festival èl ar vro pedet, ha ba peseurt stad emañ ar stourm du-se a-fed yezh ha sevenadur. "Piv eo ar Barizianed a za d'ar Festival?" ar reskont get Aleks. Youn Chap a laro hiroc'h diàr-benn ar sonour Erwan Roparz, waet d'ar bed arall e miz Genver paset. Inour zo roet dezhoñ ba Nozwezh ar biniou braz e Palez ar C'hendalc'hioù. Youn en deus anavet Erwan Roparz hag emañ é sevel ur film a-zivout e vuhez. Blindtest get Roderic. Patricia Riou a zo plac'h a-volontez vat er FIL. Bep blez e ra àr-dro an Trofe Botuha-Raud. Hiroc'h doc'h mikro Yaelle ar Mouel. ________________ Sonerezh - The Changin room - ///« Hal an Tow »///. - Kila - ///« Suas Sios »///. - Melinerion Gwened. - Loeroù ruz - ///« ar gwele kloz »///. - Ronan Le Bars Group - ///« Dans Pourlet»///.
@@@Marie Le Cam@@@ sonerez biniou braz ha prezidantez kelc'h ha bagad Kevrenn Alre a gont deomp hiroc'h a-zivout ar grouidigezh Breizh Kabar a veska sonerezh ar vro get Maloya a vro Reunion. @@@Tristan Le Govic@@@ telennour a-vecher a lar deomp peseurt liamm en deus get ar broioù kelt. hiroc'h e lar deomp a-zivout e bladenn nevez flamm Elva. Kronikenn Boued, Menam menam : Roamp inour d'ar vro vo pedet 'benn ar blez-mañ-za : Kerne Veur ha tañvamp "Cornish pasties" hag "scones get koñfitur". get Aleks. @@@AVAZ : un eskemm etre Breizh hag Iran.@@@ Annie Ebrel a gont deomp hiroc'h diàr-benn ar raktres-se douget get Keyvan Chemirani. @@@Roderic@@@ a lenno deomp ar lizheroù bet kaset deomp get tud gwir pe pas, hag e reskonto dezhe.
@@@Armelle Boulé@@@aktourez a gonto deomp hiroc'h a-zivout ar pezh-c'hoari Katell Igruz hag a vo keunniget er festival 'benn disul e tachad ar gomz. @@@Mouezh Paotred Breizh@@@ en arbenn ag an nozwezhoù sonerezh sakr a vez ba Iliz Sant Loeiz ingal. Klevet vo Michel Balanant hag Yann-Bêr Tomin, daou ganer. @@@Àr ribl an hentoù.@@@ Get Isabelle Le Nabat é labourat e tavarn ar geriadenn geltek a-volontez-vat. @@@Trinkamp Evamp, Menam menam@@@ Roamp inour da Vreizh ha tañvamp "Kalysïe" un evaj nevez savet get pêr ha jinjebr. get Rodéric. @@@Aleks@@@ a laro deomp penaos feneantal er festival.
@@@Rozenn Talec hag Anjela Lorho-Pasco@@@ div ganerez yaouank a-vecher a gonta deomp penaos e raer evit beviñ diàr ar sonerezh hiziv an deiz. @@@Alain Le Clère@@@ kaner er grouidigezh /R/évolutionS get Dans Akademi, ur raktres douget get ar c'hevredad War Leur. @@@Trinkamp, evamp@@@ Roamp inour da vro Iwerzhon ha damp da dañvat whiskey a-bep seurt. Get Aleks. @@@Rodéric@@@ a laro deomp penaos merc'heta er festival.
@@@Job an Irien@@@ en deus kaset da benn ur brezegenn en arbenn skol-veur pobl Vreizh. Gouiamp hiroc'h getoñ a-zivout ar sent daet pe pas a vro Iwerzhon da Vreizh. @@@Iffig Cochevelou@@@ stourmer ha perzh ba Breizh Unvan a gomz ag ar stourm han'eo ket achu c'hoazh. Kronikenn Boued, Menam menam : damp da dañvat fourmaj, tourtenn gig, chorizo, gwin ruz, tartezenn amand. Razh an traoù saourus-mañ roet get tud a zo é terc'hel ar stand Galicia. Get Rodéric. @@@Tangi ha Morgan@@@ sonerion e bagad Lann Bihoué a gomz deomp ag ar vecher-se a c'heller gober pevar blez. @@@Nag a stil, nag a stal@@@ klichedoù a-zivout bro Iwerzhon get Aleks.
@@@Monique ar Boulc'h@@@ a ra deomp he soñj àr disoc'hoù konkours ar bagadoù. @@@Véronique Bourjot@@@ kanerez ha kelennerez kan a lâr deomp penaos he deus desket ar c'han mod iwerzhon eno e Dulen. Div sonenn zo sonet geti. @@@Kronikenn Boued, Menam menam@@@damp da dañvat fourmaj Enezenn Man. Get Rodéric hag Aleks. @@@Gaby Kerdoncuff@@@ a gomz deomp ag an arvest "Dengekan", a dalv "mouezhioù" e Kurdeg. Un eskemm etre sonerezh Kurd ha Breizh.
Play-list : 1. "Y fait chaud", Lisa LeBlanc. 2. "Le groove de l'Oust", Bagad Lann-Bihoué, Degemer mat, Bienvenue. 3. "An alc'hwezioù", Arvest, Tri Diaoul. 4. "Ba'r meskach", Bernez Tangi, Eured an diaoul. Live : Lors Landat ha Thomas Moisson [site] (thomas.moisson.pagesperso-orange.fr)
Play-list : 1. Xose Manuel Budiño Albom : Galice la collection celtique vol.2 Titl : Paralaia 2. Maouez Paotred Breizh Albom : Titl : E traoñ Derry 3. Marie Morin Titl : Brawañ gwas yaouank e Santeve Dastumet get Loeiz ar Bras. Live : Rozenn Talec ha Yannig Noguet
Play-list : 1. Arzour : Dominique Dupuis Albom : Dominique Dupuis Titl : Jam du printemps avec Backyard Devils 2. Arzour : Arnaud Ciapolino & Roland Conq Albom : En arbenn de... Titl : Saint Kilda 3. Arzour : Empreintes Albom : Empreintes #2 Titl : Kuzh 4. Arzour : Empreintes Albom : Empreintes #2 Titl : Bigov Live : Kern get Didier Dreau, Jean-Christophe Boccou, Erik Menneteau