Get : Mazhev Coviaux : An naratour Enora Molac : Ar siren An daou vugul: Benoit Allaire An daou vugul hag ar verc'h-mor Un deiz ' oa daou vugul. Ha(g) o loened a zo achapet gete àr bord ar mor. Hag ar mor a zae d'ar lein. Hag ar loened-se ' oa spontet hag o devoa paset ar mor hag arru àr ur garreg vras. Hag an daou vugul a ouele : - P' arruhaomp er gêr e vehaomp foetet, mard eo kollet hor loened. Ha(g) int a welas unan é neuñv (nañv) er mor, ha oa ur siren a oa : - Ne ouelit ket, mam bugale. Dait genin. Hi a gemeras peb unan doc'hte e peb dorn. Hi o c'hasas geti. O devoa aon e-raok an dour : - Hoc'h eus ket afer a bout aon. M' ho teskay da neuñv (nañv), a lâras ar siren. - Ar loened eo a zo arru àr ar garreg, siren, a lâras an daou vugul dezhi. - Me ' oar, mam bugale. E-lec'h eh oc'h é c'houarn ar loened, int a zo tud pinvizik ha(g) hoc'h eus ket kollet 'met div vuoc'h a zo àr ar garreg. - ' Garhemp ket mui monet d'ar gêr, a lâras an daou vugul d'ar siren. Mard oc'h koutant ni a chomay geneoc'h. - Met an div vuoc'h, a lâras ar siren dezhe ? - Amañ ne vank k(et a) c'heot ha(g) int a vouetay, siren, a lâras an daou vugul. Ha pa vo skuizh ar vistr d'her c'hlask, marse int her c'havay un deiz bennak. Hag ar siren a lâras dezhe : - Hoc'h eus ket afer a vout aon. 'Ziàr bord ar mor int ho kwelay ho taou é redek àr an enezenn, hag an div vuoc'h é vouetaat hag é vreskenn. - Met, siren, ho pez truez doc'homp, a lâras an daou vugul dezhi. - Den ne ray ket droug deoc'h amañ. Eh oc'h genin, ha m'ho kouarnay. ' Faot ket james kaout aon na(g 'n) em spontiñ, mam bugale. Bemdez eh oc'h é kreskiñ ha bemdez e vrasit. Un deiz bennag ha pa basay ur batimant, a lâras ar siren dezhe, c'hwi a yay en douar ha c'hwi a yay d'ar gêr. Mar plijay geneoc'h ha mar bec'h koutant. Ha(g) int a lâras dezhi : - Siren, evit madoù ar bed, ' garhemp ket monet kuit 'ziàr an enezenn. Ni ' beus k(et) afer doc'h boued. Ni ' ev tra-walc'h a laezh doc'h an div vuoc'h. Laezh hemp bout silet, eñv ' zo magaduroc'h hag hor c'has da vout kreñv, hag hor c'has fors deomp. Siren, mar karhec'h evet ur bannig laezh 'sambl geneomp, ni ' vehe koutant hon-daou. - Daou vugul, 'm eus ket james evet laezh, a lâras ar siren dezhe. 'M eus ket 'met pesked da zebriñ ha dour sal da evet. - Ni ' c'hellaomp ket-ni evet dour sal. James en hor buhezioù, ' beus ket c'hoazh debret pesked, a lâras an daou vugul dezhi. - Mard oc'h koutant, me ' blujay er mor, ha me ' gasay pesked deoc'h. Ha c'hwi o darevay àr an enezenn, peotramant dizan ar c'hroc'h. - Ni ' oaromp ket kalz d' alum an tan, ' lâras unan doc'hte, nag emblad boued, kar ni ' zo c'hoazh bihan. Hag ar siren a lâras dezhe : - Me ' alumay an tan deoc'h, pandeogwir ema kaer an amzer. 'D eus ket avel na glav. Ho tan ne grevay ket. C'hwi a glaskay tri maen hag a servijay da vout trepez. Ha bout ' zo ur bilig, ha c'hwi ' embladay ho pesked. - ' Oaromp ket, siren, a lâras unan doc'hte, mar kavomp mat, kar ' beus ket debret james. Ken 'met laezh ha yod, siren. Met petra ' zo kaoz, siren, ne rit ket 'met plujiñ noz-ha-deiz er mor ? Ni ho klev ha ' c'hellomp ket kousket. Ha pa vec'h skuizh, c'hwi ' ya àr ur garreg da chouket, hag aze c'hwi a gemer ur grib hag an diluzierez, ha c'hwi a grib ho plev. ' beus ket gwelet james hani 'eldoc'h. Ho pennad blev a zo ken brav, pa zo heol e vehe lâret e vehe blev a aour e vehe. Hag ar siren a c'hoarzhas hag a lâras dezhe : - Man daou vugul, c'hwi ma c'hav plac'h ? - James ' beus ket gwelet hani 'eldoc'h, na ne welhaomp ket james plac'hoc'h evitoc'h. Kaoz da betra, siren, hoc'h eus ket ur vrozh ? - 'D on ket kapabl, a lâras ar siren, lakat. Me ' zo-me er mor noz-ha-deiz, ha (e)ma ret din bout 'el ma(r)d on. Diwezhatoc'h pa vec'h brasoc'h, c'hwi a gomprenay ar rezon eh an da lâret deoc'h. C'hwi a gontay d' ho kamaraded goude e pezh enezenn eh oc'h bet, pezh hoc'h eus lâret ha pezh hoc'h eus gwelet. Int a ray marse goap deoc'h, met c'hwi ' lâray dezhe : - Ni ' beus gwelet ur siren, ha c'hwi ne welhaet ket james. Hag ar siren a lâras c'hoazh : - Me ' ray deoc'h man daou vugul, un dra bennag evit diskoueziñ dezhe penaos ne vo ket gaou hag a vo gwir. - Siren, s'tu ni arru en hon ugent vlezioù. Hag e vo mall deomp monet d'ar gêr. - S'tu ur c'hanot, a lâras ar siren dezhe, ha me ' yay-me d'ho kondu. Pa vehaomp arru ar ur rivier, c'hwi a ziskennay ha c'hwi a yay d'ar gêr. Eh an d'ober deoc'h b(emp) a (e)n e yalc'h voulouz, hag a zo goloet get perl, Hag en ho yalc'hoù, c'hwi a gavay ho fortunioù ; kenavo /kanavou/ ha mersi, kenavo, man daou vugul, hoc'h eus ket afer a labourat mui. An div vuoc'h a oa chomet en enezenn. Hani ne oa ket daet d'o goulenn. 13-10-1913 Sonerezh : - Clogs : Fiddlegree - Pan's Labyrinth Lullaby - Merganzer : Montage - Esquisse : Belote - Vincent Peraini & Emile Parisien : Egyptian Rhapsody - El Michel's Affair : Kiddy Diddy
Get : An narratour : Mazhev Coviaux Ar galant : Nicolas Le Grand ar verc'h yaouank : Enora Molac ar siren : Morwenn Le Normand An daou zen kozh : Momo Jouano an daouzek den get o roñsed : Youn Kamm / Brewal Runigoù an eil den yaouank : Benoit Allaire . Sonerezh : - Barbara : Septembre - Andrew Bird : Dance of death - Vincent Peraini & Emile Parisien : The Crave - Dakhabrakha : Dostochka - Samara Balouf : La mer -Dour Le Pottier 4tet : Borderline - Thimothée Le Net 4tet: Mue Imaginale - Etienne Cabaret : Boked Eured - Alain Genty : A-us d'al lenn Ur wezh e oa ur verc'h yaouank hag a oa plac'h ! Hi a gavas ur galant àr he hent hag a lâras dezhi: - Plac'h yaouank, d'e-menn eh it ? - 'm eus ket afer doc'hoc'h. Me 'm beus ur siren hag a zo ma mamm-baeren. Mes seulamant nend omp ket 'n un enezenn, ha ' beus ket-ni afer doc'h denig yaouank ebet da zonet geneomp. Ma mamm-baeren ha me a zo eürus. Ni a zo 'n ur c'hoad, 'n ur c'hoad-tailh. Aze ' omp eürus hon-div, me ' gan da ma mamm-baeren hag a zo siren, d'an eur a greiznoz 'el d'an eur a greisteiz. Bout ' zo daou zen kozh geneomp ('d omp ket gwall-bell doc'h ar mor), hag a ya da glask dSur bemdez get b(emp) a ziv sailh da lakat e-lec'h (e)ma ma mamm-baeren. E-lec'h ema, (e)ma tout bitumet (cimenté). Ha p(a) arruont er gêr, den yaouank, a c'hober o labour, int a ya da ziskuizh. Hag int a ya b(emp) a 'n e wele. Ha den yaouank ' em eus ket afer doc'hoc'h. - Neoazh, c'hwi a zo plac'h ha brav. Ha hoc'h eus plijet din fonnapl. Ha mar karit, plac'h yaouank, me ' labouray er jardrin. - (Me) 'm eus lâret deoc'h ur wezh, div wezh, un deirvet (g)wezh 'm eus ket afer doc'hoc'h. Me ' zo-me re eürus amañ. Hag an daou zen kozh a zo geneomp a labouray er jardrin ha pa faotay deomp. - Plac'h yaouank, taolit meiz d(oc'h)oc'h, a lâras an den yaouank dezhi. Un noz bennag m' ho spontay deoc'h. - Den ebet ma spontay-me. (Me) 'm eus ket aon e-raok den, ha den ne ray ket poan din, kar ma mamm-baeren a zo siren. - Nend on ket e poan doc'h ar siren, a lâras an den yaouank dezhi. Me ho po doc'h an noz, pe doc'h an deiz. - Ma mamm-baeren a zo ma supérieure, a lâras ar verc'h yaouank. Hag ar siren, he mamm-baeren, he c'hlevas é tespetal, hag a lâras dezhi : - Piv ' zo é prezeg geneoc'h, ma filhorez ? - Un den yaouank ' fell dezhoñ ma c'havouit palfors. - Ma filhorez, a lâras ar siren, lârit dezhoñ donet da gomz doc'hin. Ha ni ' welay mar plijay din. Mar plijay din, c'hwi a zimezay getoñ. Ha mar ne blij ket, me ' ray foutr anezhoñ. Ar siren a lâras d'he filhorez : - Mar 'd eo ket pell anezhoñ ac'hann-amañ, lârit dezhoñ donet a-benn. Ar verc'h yaouank a zo aet da lâret d'an den yaouank : - Dait da gomz doc'h ma mamm-baeren ar siren. - Me ho selaou, ha me ' ya àr-ho-lerc'h, a respondas an den yaouank. Hag an daou zen kozh a oa chomet da selaouet er c'hoad-tailh. - Mechal petra Madam ar siren a ya da lâret dezhoñ. Ni ' zo kurius un tammig. Ni ' garhe selaouet ha gwelet, àr-lerc'h ' vehaomp ket gwelet g(et) ar siren, a lâre-int etreze o-daou. Hag an 'all a lâre d'ar gile. - Na bout e kollhen ur penn-devezh an dra-se ' ray ket kalz a boan deomp. Ar verc'h yaouank ' deus kalon vat. Mes gwezhavez ar siren ' vez ket moaiand donet da benn doc'hti. Pand eo arru an den yaouank 'tal ar siren : - Boñjour, Madam ar siren. Me ' zo daet da c'houlenn dorn ho filhorez da zimeziñ. Hi a sellas doc'htoñ hag a respondas : - Ma filhorez, c'hwi n'ho po ket, kar ho fas ne blij ket din. - Kenavo, ar siren. Ho filhorez ne vevay ket mui pell. Me m' armay g(et) ur pistoled, ha me ' lazhay an daou zen kozh ha hi. Ha c'hwi, siren, mar gellan ho tapouit, me ' ray kement-rall deoc'h. Hag ar siren a savas he divrec'h d'ar lue, hag a lâras dezhoñ : - Maleürus, ' po ket na buhez ma filhorez, nag an daou zen a zo genin pas muioc'h mam buhez-me. Me ' zo siren ha me ' zay a-benn deoc'h. Ha me ' ouarnay ar re ' zo dizan din. Kerzhit d'ar gêr, den yaouank ha chomit trankil. Ha ne lammit ket doc'h ho ti. Kar mard it d' hor lazhiñ, ho puhez a vo din. Eñv ' gomañsas kaniñ. Eñv ' c'hwitelle : - Me ' gasay genin, siren, un hanter dousen doc'h ma c'hamaraded. - Na bout e kashec'h kant, a lâras ar siren dezhoñ, james treid den ebet ne day (zay) mui er c'hoad-mañ. S'tu 'ma-eñv partiet d'ar gêr. Ha pand eo partiet d'ar gêr, an daou zen kozh ' oa é servij ar siren, int a lâras dezhi : - Siren, henoazh e vehaomp lazhet, abalamour d'ho filhorez a zo ker plac'h. - ' Hoc'h eus ket afer a vout aon. Den ' zay (day) ket mui amañ, ken 'met ma filhorez ha c'hwi ho-taou, a lâras ar siren. Eizhtez goude, int a gleve un trouz é tonet 'tal ar c'hoad. Ha(g) he filhorez a lâras : - Mamm-baeren, ' glevit ket trouz ? Me ' glev re é tonet hag a zo àr roñsed. - ' Hoc'h eus ket afer a vout aon, a lâras ar siren. (E)n un hanter eur ac'hann-mañ, me ' ya d'ober añtouriñ ar c'hoad ha den n'her gwelay ket. Da greiznoz s'tu savet ur vagoer tro-ha-tro d'ar c'hoad. Hani n' helle ket pigniñ, hag int a lâre : - Ni' yay da glask piochoù, barennoù houarn, ha ni a ray un toull er vagoer, ha ni ' daolay ar vagoer d'ar ias, hag aze ni ' yay àrne roñsed ha-tout. Ar siren a glevas ar vein é kouezhel d'ar ias. Hi a lâras doc'h unan doc'h an daou waz a oa geti : - Lakit c'hoazh peder sailhad dSur fresk àrnin, ma vin uheloc'h, hag aze me 'n em garg doc'hte. En tachad mard on, 'm eus ket aon doc'hte. Doc'hin-me o devo afer. Int a arruas get o roñsed. Hag e oant daouzek àr roñsed. Ha(g) int a ya(as) e-lec'h e oa ar siren. Ha(g) int a lâras dezhi : - Siren, henoazh (e)ma ho noz diwezhañ. - Arrestit, daouzek den yaouank, a lâras ar siren. 'm eus ket afer doc'h den da man difenn. Me ' zo kreñv tra-walc'h ha doc'hin-me 'd aoc'h ket da benn. Ma foull ' zo leun a zSur. Ha get man daouzorn m'ho taolay d'ar ias pep unan d'e dro. Pandeogwir (en) em gavit ken kreñv, den ebet ne zay (day) ket da benn doc'hin. Hi a dapas enne, hag o zaolas d'ar ias 'ziàr o roñsed. An daou ziwezhañ a c'houlennas pardon g(et) ar siren. Hag a lâras dezhi : - Ne rit ket droug deomp-ni. ' beus ket lâret ger deoc'h. (A)n heni kentañ ' deus hor c'haset getoñ, ha(g hor) behe kollet hor buhez abalamour dezhoñ. Met siren, ni a zo paour, Mard oc'h koutant doc'homp, ni a chomay geneoc'h. - Me ' zo koutant, daou zen yaouank, kar 'm eus ket aon doc'hoc'h. Me ' gousk en deiz, mes ' gouskan ket d'an noz. Ma filhorez ne lammay ket adal din. Hi a choukay en ur gadoer. Hi a vrochay, hi a vroday, hi a ray tout ar pezh ' lârin dezhi gober. An deiz àr-lerc'h mitin, hi a lâras d'he filhorez gober dijun d'ar pevar gwaz a oa er c'hoad geti : - Maleürus eo (n') c'hellan ket monet er mor. Kar ur siren ' c'hell ket beviñ en dSur dous. Ret mat eo ma vo en dSur sall. Bremañ eh oc'h pevar. C'hwi ' yay pep unan d'e dro daou-ha-daou da glask dSur sall da laoskouit er lenn eh on. Bemdez, unan doc'hoc'h a yay d'ober tro an aod. C'hwi a gavay pesked hag a vo bev àr an draezhenn. Ha c'hwi o c'hasay din da zebriñ. Unan doc'h ar re yaouank a oa partiet an deiz àr-lerc'h. Pand eo arru en aod, eñv ' deus kavet pevar bezh pesk. Eñv ' devoa aon en o raok, kar bev (e) oant. E-raok parti ar siren ' devoa lâret dezhoñ : - Ne droc'hit ket o fennoù, rak maleur a vo deoc'h. C'hwi o c'hasay amañ ha m'o digoray, kar ar pennoù a garan ar gwellañ. Pand eo arru get ar pevar besk bev, an den yaouank a oa skuizh. Hi ' lâras d'he filhorez : - Me ' glev unan bennag é tonet, ha me ' zo sur ema ar pesked am eus kaset da glask. Lârit da unan doc'h an tri gwaz da vonet àr e arbenn, kar skuizh eo ha fatiket, ha 'm eus-me hiraezh da zebriñ un tamm pesked. Hi a lâras dezhoñ : - Den yaouank, kasit-hè e-tal din, ha me ' ya d'o digor, ha c'hwi a welay penaos e tebrin. Eñv ' deus kaset ar pesked 'tal ar siren. Hi ' a lâras dezhoñ : - Eh an d'o c'haeraat, ha c'hwi a welay penaos o debrin. - Siren, ne chomin ket 'taldoc'h, kar pa welhen debriñ pesked kriz, e tahe ma c'halon er maez a ma c'horf. Hag ar siren a lâras dezhoñ : - ' hoc'h eus ket afer a vout aon. Nag a vout regred. Me ' zo-me ken propr 'eldoc'h, ha difisiloc'h evidoc'h. Mar ' garit ket 'met kig, me ne garan ket 'met pesked. Kerzhit bremañ da zebriñ ho merenn, asambl g(et) ar 'rall. Ha doc'h an daol e vec'h pemp. Ha laoskit-me ma unan da zebriñ ma fesked e m(a) aes. Ha ma ' vo ket ho kalon-c'hwi diaes. Pand eo arru doc'h an daol asambl g(et) e gamaraded, n' helle ket debriñ na(g) evet. Int her gwele é tonet da vout gwenn 'el ur mouched. Ha(g) int a lâras dezhoñ : - Petra ' zo arru geneoc'h ? - Ma c'halon a ra droug din. Laoskit-me e m(a) gwele ha me, eh in da gousket. Pand eo bet div eur horloj (e)n e wele, ar siren en deus galvet he filhorez, hag a lâras dezhi : - E-menn ema an den yaouank en deus kaset ar pesked din ? - Mamm-baeren, skuizh eo ha fatiket. (e)ma 'n e wele ha n'en deus ket debret. - C'hwi a lakay dezhoñ àr an tan, a lâras ar siren d'he filhorez : s'tu ur voutailh hag a zo genin amañ daouzek vlez zo, hag a zo bouchonet mat ha den ' deus ket hi touchet. C'hwi a lakay dezhoñ (e)n ur wezh tizan ar valeur a zaou vlankad lagout. Hag aze ' vo ket pell anezhoñ é tonet en-dro. Ha pa welhaet e tay gwell, c'hwi a zay da gas ar respond din. Un eur goude en devoa evet an tizan, an den yaouank a greñve. Hag hi ' zo oaet da gas respond d'he mamm-baeren : - Mar faotay c'hoazh ur wezh tizan dezhoñ, a lâras ar siren dezhi, ar wezh-mañ ne lakit ket ken kreñv (a)nezhoñ, kar marse 'd ahe ket en-dro anezhoñ. Da greiznoz s'tu 'ma-eñv savet. Eñv ' zo aet da remersiiñ ar siren evit an tizan en devoa evet. Eñv ' a lâras dezhi : - Mersi, siren, bout ma sovet. - Hoc'h eus tapet droug é vonet da glask ma fesked. Hi a lâras dezhoñ : - Bremañ c'hwi a chomay eizhtez hemp gober netra. An tri arall a labouray pep unan d'e dro. An deiz àr-lerc'h mitin, s'tu galvet unan doc'h ar re koshañ a oa eno. - Petra ' faot deoc'h, siren ? - Karget a gomisionoù. Doc'h ar pesked, 'm eus c'hoazh unan. Met àrc'hoazh e vo mall monet d'an aod da glask kement 'rall din. - Me ' selaouay doc'hoc'h, siren. Tout ar pezh a lârit din, me ' ray, na bout ' vehe ret din koll mam buhez, hag àr bennoù man daoulin, m'ho servijay. Bremañ, a lâras ar siren, ema ret mat kavouit dSur fresk ha lakat ar lenn da redek. Div wezh dSur fresk bemdez nend eo ket re din-me. Me ' zo skuizh er lenn-mañ, kar n' c'hellan ket gober ar pezh a faot din. Un tammig ema re vihan. Ha unan doc'h an daou zen yaouank a respondas dezhi : - Me ' zo-me mason, ha m'her brasay. Ni o lakay 'n ur bailh bras, ha ' vo laket dSur mor fresk geneoc'h a-barzh, a d'rant vin é vrasaat ar lenn. Hag àr-lerc'h c'hwi ' vo (e)n ho aes, ha ' po ket mui pinizenn (pénitence). Pand eo achu ar lenn, ema karget a zSur sall hag ema kaset ar siren a-barzh. - Pegement a blijadur, a lâras ar siren, am eus bremañ. Ha pegement eh on e m(a) aes ! Kar e-raok me ' oa diaes. Evidoc'h, den yaouank, ne oaran ket petra gober. Me ' ray deoc'h ma filhorez da zimeziñ, kar c'hwi a zo un den yaouank hag a blij din. - Ho filhorez, siren, ' devo ket afer doc'hin. Hag ar siren a respondas : - 'd ay ket (a)nezhi enep din. Ar filhorez a oa gwiv ha koutant da gavouit ur galant. S'tu 'ma int dimezet. Hag ar siren a lâras dezhi : - Grait hiziv ur pred mat, ur repas bras. Ha c'hwi a gasay div zaol e-tal ar lenn, unan a bep tu din. Ha m'am bo plijadur d'ho kwelet é tebriñ hag é evet. Pand eo kaset an div zaol ha ne vanke ket netra àrne, ar siren a foetas he daouzorn hag hi a c'hoarzhe : - Me 'ra deoc'h mam bennozh, mam bugale. Me ' vevay eürus e peoc'h hag e trankilite. P' oa dimezet he filhorez, hi a ra(s) aour hag argant dezhe. - Ne vennan ket e chomit ken da chom amañ. Kerzhit pelloc'h ac'hann-amañ, kar amañ ne welit ket den, ha den n'ho kwel ket. G(et) an aour ha g(et) an argant a ran deoc'h, c'hwi ' c'hellay monet d'ur vro e-lec'h e plijay deoc'h. S'tu 'm' int partiet. Hi a lâras kenavo, he gwaz ha hi, d'he mamm-baeren. Hag ar siren a lâras dezhe : - Ne vankit ket a zonet da man gwelet. Me ' faot din e tit pep miz, deiz evit deiz. Kar mar veoc'h un deiz àr-lerc'h, ne rin ket mam bennozh deoc'h. Ar miz kentañ, int a zo daet an deiz just deiz evit deiz, da welet ar siren he mamm-baeren. An eilvet miz, an daouvet miz int arruas tri deiz diwezhat hag e oa ar siren é vervel. Ha ' oa ket 'met an tri gwaz d'he soagniñ. P'he doa gwelet he filhorez hag he gwaz, hi a lâras dezhe : - Kulit ag ur paz. Ne vennan ket mui ho kwelet. C'hwi hoc'h eus manket d'ho tever. Bremañ kulit e-lec'h mard oc'h é chom. 'M eus graet trawalc'h a(g) aour hag argant deoc'h. Hag an tri den a zo amañ a vo tout evite. Ha(g) interit-me bremañ e-lec'h a blijay geneoc'h, dizan ur wezenn skav. Ha pa vo é bleuñv, ma zud vat, c'hwi o zroc'hay a bakadoù, ha c'hwi o lakay a-skourr da sec'het. Ha pa basay (un) den maleürus ebet amañ, hag a vo klañv, c'hwi ' ray b(ep) a wezh tizan dezhe, ha doc'h ar voutailh a zo amañ, c'hwi a lakay a-barzh, ha c'hwi a sovay o buhez. Ha ma ' oa(nt?) ket c'hoazh marv, neuze. 10/10/1913 C'étaient d'autres qui l'avaient envoyée là, parce qu'elle était affligée. Alors les autres avaient choisi cet endroit là qu'elle aurait été tranquille. An hanter doc'h he c'horv a oa bet debret g(et) ur rekin. Ha neuze ' oa graet ar lenn, ha hi ' oa laket a-barzh. Ha(g) int a lâre amañ e vo e peoc'h hag e trankilite. Hag er mor e vehe bet marv goude ma oa bet haniet d'ar rekin. An dek-se ' oa bet lakaet e morfos, an deiz ' oa dimezet he filhorez an dek den yaouank a oa er fest, hag an dek jao a oa graet dezhe da zebriñ 'tal ar lenn. Hag an deiz ma(r)d int aet kuit he filhorez hag he gwaz, an dek den yaouank hag an dek jao a zo dispartiet.
An narratour : Mazhev Coviaux Ar verc'h : Enora Molac An ozegan 1 : Benoit Allaire An ozegan 2 : Brewal Runigo Ar gwaz : Maoris Jouano Ar pevar ozegan : Gregory Evenas . Sonereh : Timber timbre : trouble comes knocking Cosmo Sheldrake : Wriggle Herbie Hancock : Watermelon Man Chapelier Fou : La vie de Cocagne Feiz Noz Moc'h : Triptik Josephine Foster : All glow now . Ar verc'h hag an daou ozegan (peurunvan) Ur wezh ' oa ur verc'h yaouank ' devoa ket na tad na mamm. S'tu un deiz hi aet er maez doc'h he zi d'an eur a greisteiz. P' he deus lakaet he zreid er maez, ne wele ket mui ur greun. Bout ' zo arru daou geti, unan en deus bandet he daoulagad get ur mouched, hag an 'all en deus hi kemeret a-zre an dorn hag o deus hi kaset d' ur c'harr goloet. Hi ' gomañsas ouelet gete. Hi a lâras dezhe : - Petra ' faot deoc'h gober doc'hin ? - Netra, plac'h yaouank, ne raehemp ket droug ebet deoc'h, a lâras an daou ozegan. - Ne oaran ket penaos tud e oc'h. Kar ' welan ket, hoc'h eus bandet man daoulagad ha n'hellan ket ho kwelet. Hoc'h eus ma c'hemeret dre dreis. - Ne ouelit ket. E-lec'h ho kasamp e vec'h mat. Ha unan doc'h an ozeganed a lâras dezhi : - Eh an d'ho kas da ma zi. Me 'beus un tiad bugale ha 'd eus ket matezh ebet. Int ' deus he c'haset dizan ur c'hoad sapin, hag aze o deus lammet ur maen plat da zistank un toull evit monet diskenn d'ar ias. 'D eus ket lammet ar mouched a-ziàr he daoulagad, kent eo arru en ti. Pand eo lammet ar mouched, hi a zo chomet spontet. James en he buhez ' en devoa ket gwelet anezhi un ti ken brav èl an ti-se. Bout ' oa c'hwec'h a vugale, bihanig-tra. Hi a lâras dezhe : - Ho pugale 'd int ket ['d eus ket] bras, daou ozegan. Bremañ me ' wel nend oc'h ket gwall-vras ha-tout. Doc'h ho pugale m' am bo soagn, àr-lerc'h ' rehec'h ket mizer din, s'tu tout ar pezh a faot din... - Ne garehen ket lâriñ deoc'h e vez du ho taoulagad en ho penn. C'hwi a vo eürus geneomp ha mard oc'h koutant dimeziñ din... - Ne zimezin ket james d'un ozegan, a reskondas ar verc'h yaouank. 'm eus klevet komz dre ma zud-kozh penaos e oa un ozegan ur wezh hag a oa mechant. Eñv a bigne àr an daol da foetal e vaouez. Hag un deiz drest an deizioù arall, e oa paset ur gwaz 'tal o zi, hag ar gwaz-se a antreas en ti. Eñv a lâras dezhoñ : - Ho maouez a zo brasoc'h evidoc'h ha me en he lerc'h, me ' rahe un taol dorn deoc'h. - Kerzhit er maez doc'h ma zi, a lâras an ozegan. Kar 'm eus ket afer doc'h tud efrontet 'eldoc'h da zonet da selaouet 'tal man dor. Ar verc'h yaouank a c'hoarzhe hag an ozegan a ouele. Eñv a lâras dezhi : - Ni a zo kenklouz tud èldoc'h kar ni ' zo c'hoazh sorserion. - Na bout e rahec'h ar bed a-bezh din, 'm eus ket afer doc'h un ozegan. Me ' chomay en ho ti da soagniñ ho pugale ha me ' vo doc'hte èl ur vamm. - Àrc'hoazh, ' lâras an ozegan dezhi, c'hwi ' yay d'ar c'hoad sapin ; ' gavec'h ket mui hent ebet da zonet da ma zi. Ha c'hwi a ray atañsion deoc'h (ha c'hwi ' daolay meiz deoc'h?). Er c'hoad sapin, c'hwi a basay ho teiz a-dro an deiz. Ha mar sav ur wezenn drest ho penn, unan lore ha ' vo tri fousin a-barzh, 'n heni a ganay ar gwellañ, hennezh a ray ho poneur. S'tu ma-hi bet un deiz er c'hoad. S'tu arru an noz, ha n'helle ket anezhi kerzhet. E-menn monet ac'hann-amañ, a lâras er verc'h yaouank. Ne oaran ket d' e-menn monet, kar n' c'hellan ket kerzhet. Hi a welas é tonet pevar a-ziabell. - Man Doue, a lâras-hi dre he c'halon, s'tu pevar ozegan é tonet, ar re-mañ a ray marse ma maleur (malur). Hag int a lâras dezhi : - Boñser (bousér), plac'h yaouank. - Boñser (bousér), ma zud vat. - ' vehec'h ket koutant donet geneomp d'ober un dro-bale d'ar pardon ? - 'D on ket bet james e pardon ebet, kar get an ozeganed eh on re spontet. C'hwi ma c'hasay piv oar d' e-menn ? Me ' ya àr un hent-bras hag aze me ' gavay lec'h da vout matezh en un ti ne vo ket pell ac'hann-amañ. Ha keneve-se, un ozegan èldoc'h ' vehen ket e troiñ dizan d'ur c'hoad sapin. - Pandeogwir eh oc'h ur verc'h a-feson, a lâras ar pevar ozegan dezhi, c'hwi a gavay ho hent da vonet d'ho ti. - Pas da ma zi, kar bout ' zo c'hwec'h vlez eh on lammet doc'h ma zi. Ha unan doc'h ar pevar ozegan a lâras dezhi : - Dre ho hent c'hwi ' po chañs ha boneur. Pa arruay geneoc'h un den yaouank hag a blijay bras deoc'h, ha c'hwi ' blijay dezhoñ. Hag aze, c'hwi a zimezay ho taou. C'hwi a vevay kozh. Ne ' vec'h ket gwall-binvizig. C'hwi ' po trawalc'h evit beviñ. Ha pand ay ar mor e tay ar pesked.
Naratour : Mazhev Coviaux Ar maltouter : Benoit Allaire Ar vouez : Jeanne Chevrel Ar siren : Enora Molac . Tonioù : - Pennoù Skoulm : La rose des bois - Roberto Musci : Claudia Wilhelm R and me - Jonsi : In the Sea - Régis Huiban : Chanson pour les marins perdus en mer . Ar maltouter hag ar siren Ur wezh ' oa ur maltouter é c'hober tro an aod. Bout oa fall-amzer bras hag e tae en aod madreioù (= madriers), pezhioù gwin, barrikadoù likor a gement-sort a oa. Merc'hed, gwazed a rede da glask, hag int a zidale ar barrikoù hag a gase gete a bodadoù d'o zier. Ar maltouter ' oa a labour gete. Hag int a lâras dezhoñ : - Nend it ket àr hon troioù. Bout ' zo un enezenn amañ (nen)d eus ket pell, hag aze ' zou ur siren ha ' vo ket pell d'ho laoskouit en ordr, a lâras unan doc'h ar maouezed dezhoñ. Hag ar maltouter a respondas : -'d on ket-me (e) poan deoc'h. Pas muioc'h doc'h ar siren. Na bout ' vehe kant siren, 'd on ket e poan. Arru an noz; eñv a welas unan é tonet àr-neuñv [nan]. Hag ur siren a oa. Ha hi a lâras dezhoñ : - Petra hoc'h eus lâret, maltouter ? Ma karehen-me, tout ar barrikoù a zo er riv, mi o c'hasehe tout genin da ma enezenn ha den deoc'h n' evay ket greun. Eñv a lâras dezhi : - Tuchant eh on bet menaset. Bout ' zo lâret din e oac'h mechant. - 'm eus ho klevet, maltouter, da man galviñ, ha ' oac'h ket (e) poan doc'h siren ebet, na bout e vehe pet kant. Ha me ma karan, me ' ray ho kont. Henoazh da greiznoz, c'hwi a zay da ma enezenn, ha c'hwi a gerzhay na bout ' vehec'h ket koutant. C'hwi a yay àr ur pezh gwin, hag aze e rodellay betak an deiz àr-lerc'h vintin. C'hwi a yay get ar lamennoù d'un tu ha d'un all. Hag àrc'hoazh, kaer e vo klask, ' vec'h ket kavet. ' faot ket james gober goap doc'h siren ebet. Int a zo gwezhave mechant hag a ray deoc'h tourmant. Setu 'ma eñv arru àr ar c'harregoù àr ur pezh gwin. Hag ar siren a lâras dezhoñ : - Arru oc'h, maltouter ? - Ya, siren, arru on. D'ober petra hoc'h eus ma c'haset amañ ? Àrc'hoazh, me ' vo-me puniset. - Pandeogwir e ' oac'h ket e poan doc'h kant siren, 'd on ket-me (e) poan doc'h daou gant maltouter ; na doc'h ho chefed. C'hwi a chomay a d'rant da ho amzer. Pa pehe bet maouez ha bugale, m' behe bet ho laket da vonet d'ar gêr. Pandeogwir eh oc'h den yaouank kozh, c'hwi a chomay get ar sirened, ha c'hwi a veilhay deiz-ha-noz. - Neuze, siren, a lâras ar maltouter dezhi, 'm bo ket eur ebet da gousket ? - Un eur bemdez ' vo trawalc'h evidoc'h. Hag ar gomz ho poa lâret a goustay ker deoc'h. Un deiz, eñv a lâras dezhi : - Siren, me ' vehe koutant monet da neuñv [nan] asambl geneoc'h, met ' vin ket katabl plujal èldoc'h. Hi a lâras dezhoñ : - Dait mar karit, met mar mankit a blujiñ ha mar ' gasit ket geneoc'h (a-)ziàr ar jel é kreiz ar mor ar pezh a lâran deoc'h, aze ' vec'h kollet. - Petra, siren, faot deoc'h e tapin deoc'h (a-)ziàr ar jel ? - C'hwi a gasay din un aliañs aour a zo kouezhet er lec'h-mañ-lec'h, etre daou vaen, ha mar ' gavit ket 'nezhoñ, aze e kollahet ho poan. Kaer en devoa [ha] plujiñ, aliañs ebet ne gave ket. Hag ar siren ' deus eñv kaset geti ha lakaet àr he biz. Ha hi ' zo daet drest an doeur fonnaploc'h evit ar maltouter. - C'hwi a wel, 'd oc'h ket fidel d'ho promes, a lâras ar siren dezhoñ. 'm eus eñv-me kavet, ha gwazh-a-se evidoc'h. Neoazh, c'hwi a wel splann, splannoc'h evidin-me, a lâras ar siren, kar man daoulagad a zo fatiket, noz-ha-deiz a-forzh plujiñ. Bremañ, maltouter, c'hwi a chomay e kreiz an enezenn àr un daol kozh a zo a-barzh. Hag aze, bout ' vo un dorn a gasay deoc'h da zebriñ ha da evet, ha ' welahet ket james fas ebet. Me ' ray deoc'h c'hoazh tri miz da chom amañ, hag àr-lerc'h m' ho laoskay libr. Met doc'h an enezenn-mañ ' gavec'h ket an hent da vonet d'ar gêr. C'hwi ' yay d'un enezenn arall e-lec'h ne gavec'h ken 'met kanailh. Arru a ray geneoc'h peder siren yaouank hag ar re-se a ray mizer deoc'h. Kar an aliañs m' boa lâret deoc'h klask er mor a zo da unan doc'hte, hag ema me ' deus eñv tapet, ha james ' o devo ket hani. 13.10.1913
Naratour : Mazhev Coviaux Ar pesketour : Brewal Runigoù Ar siren : Enora Molac Merc'h ar siren : Ninnog Louis . Ar peskour kozh hag an div verc'h-mor Ur wezh 'n em gavet ur peskour da vonet get ur c'hanot da besketaat. Eñv a welas ur siren ha oa unan bihan etre he divrec'h geti. Hag an den-se a lâras : . Eh an da welet petra eo a welan àr-zour. Eñv a zo aet betagzi. Met oa é vonet kuit. Eñv a welas ur skumonenn en he beg. Eñv he lakas en e ganot, he hani bihan ha hi. Eñv ' gomañsas da frotal ar siren gozh hag he hani bihan. Eñv o roltas en e gap. Hag aze p'o devoa komañset an tommzer donet dezhe, ind ' gomañsas donet en-dro. Eñv a lâras : . Gwelloc'h oc'h, siren ? . Un tammig. Met seulamant, a-benn div eur ac'hann-amañ e vin yac'h èl ur pesk, a lâras ar siren. C'hwi hor c'hasay ma merc'h ha me àr an inezenn tostañ a gavahet. Hoc'h eus sovet hor buhezioù, met seulamant c'hwi ' vo rekompañset. Pandeogwir hoc'h eus ket den er bet, c'hwi a chomay geneomp mar karit. . 'Chomin ket james àr enezenn ebet, a lâras ar peskour. Met me ' yay lies d'ho kwelet. 'M beus e mam bag tout ar pezh ' faot din. 'M beus un trepez hag ur billig evit darev ma fesked. Hag ur c'hap a servij da vout gwele din. A pa vên skuizh é tapouit pesked, me ' gemer ma c'hap ha m'em daol da gousket. Arc'hoazh vintin, siren, nend in ket d'ar mor. Me ' yay d'ober un dro bale àr an enezenn. Kar me ' gav genin ho merc'hig e teliehe kreskiñ bremañ. . Justamant, a lâras ar siren dezhoñ, peskour mat, e vehen bet aet da lâret deoc'h donet. Kar 'm beus afer doc'hoc'h evit un tammig amzer. Hag ar peskour a respondas : . 'Faot ket din chom pelloc'h evit eizh deiz. Kar me ' zo-me ur c'hi-mor. A pand an-me da mam bro e-lec'h eh on ganet, 'd an ket ke'met ur wezh bep daou vlez. A p'arruan ' vez ket hanter doc'hon. Tout ma c'hamaraded a za àr ma arbenn hag int a c'houlennas genin mar bourran é welet ar sirened. Ha me ' respondas dezhe : « Bien sur, me ' vourr d'o gwelet ha da vonet àr o enezennoù a pa faot din. » Un deiz setu ma eñv partiet doc'h e vro da vonet en-dro da besketaat. Setu arru un avel vras, ha 'oa ket metoñ en e unan. Setu bountet e ganot àr ar garreg get an avel. Eñv a sailhas en aod. Setu arru div siren getoñ hag e oa ar vamm hag ar verc'h a oa, ar re en devoa sovet. Hag e sekouras getoñ tapouit an amar evit haliñ e ganot er sec'h. . Marse, a lâras ar peskour dezhe, e paday pell ar fall-amzer ha 'vin ket kapabl da vonet da dapouit pesked hag e varvin get an naon. Ha merc'h ar siren a lâras dezhoñ : . Ne varvahet ket get an naon. Kalz-a-vern peker bras a vo ar mor, ha pegement a avel a vo, me ' neuñvay (nanay)-me da dapouit pesked deoc'h. ha c'hwi a ray ho kaoteriadoù èl m'e faotay deoc'h. . Pa garehec'h , div siren, donet da zebriñ genin. . Ne zebromp ket james pesked darev, met pesked kriz. Gwezhavez ni ' zo bet foetet get ar lammennoù doc'h ar garreg, kar ar garregoù a zo a-dreñv an enezennoù a zo dañjerus. Pa zou ur bannig avel hag un tammig mor, bag ebet n'c'hell ket akostiñ. Met seulamant ni ' zo eurus bout ho kwelet é arru amañ. Kar en ho unan àr ur mor pehani a zo, 'pehe ket gellet harz. Met hiziv e oc'h c'hoazh sovet, a lâras ar siren yaouank dezhoñ. . Arc'hoazh pe an trenoz, c'hwi ' c'hellay monet kuit ac'hann-amañ, ha c'hwi a yay d'an enezenn e-lec'h 'faotay deoc'h. C'hwi a gavay he-unan ur voereb din. Hag aze c'hwi ' gasay hon doereioù dezhi. Ha honnezh ho rekompañsay a gement sort netra ' vo. C'hwi a lâray dezhi po ma sovet ma merc'h ha me. Hi a zo kozh. Met en he jardrin-hi ne vank ket netra. Me ' gav genin e telehec'h komañs skuizhiñ a-c'houde an amzer e oc'h àr ar mor benniget-mañ. Ha ma moereb a ray deoc'h da gas geneoc'h en ho kanot, ha c'hwi a yay d'ho pro e-lec'h e oc'h ganet. Hag aze c'hwi a vevay e peoc'h hag e trankilite. Porzh-Loeiz, 9.10.1913 . Tonioù : - Super Parquet : Octobre - Priscilla Ermel : Meia Noite - Sea Oleena : Untitled - DakhaBrakha : Sonnet - Alabama Shakes : Sound & colors
Un istoer kontet da Iwan an Diberder get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz d'an 24 a viz C'Hwevrer 1915. . An naratour : Mazhev Coviaux An ozegan : Benoit Allaire Ar jardinerez : Jeanne Chevrel Ar mestr : Brewal Runigoù . Ar jardinerez hag an ozegan Ur wezh ' oa ur verc'h yaouank, hi 'n em gavas en ur park ha oa tout kement sort a bogedoù e-barzh, kement sort liv. Hag e oa kaer an amzer, ha sec'h hag ar verc'h a yae da deurel dour àrnezhe bemdez. Setu un deiz ' deus paset un ozegan e-taldi. Eñv a lâras dezhi : - Merc'h yaouank e telehec'h bout skuizh bemdez é kas sailhadoù dour da aroziñ kement-mañ a vogedoù. - Tenniñ an dour, hi a lâras dezhoñ, a zo ar rustañ doc'hin. - Mar karit, plac'h yaouank, bamdez a-d'rant ' vo kaer, me ' dennay dour deoc'h hag o c'hasay deoc'h d'ar park. Hi a sellas doc'htoñ hag a lâras dehzoñ : - Me ' zo koutant ar-walc'h. Mes 'm eus aon ma vec'h gwelet, ha marse vin gourdrouzet. - ' Gredan ket vec'h gourdrouzet a-gaoz din, lâras an ozegan dezhi. Daou zeiz e oa é kas dour. Hag an drivet deiz e kouezhas ar mestr àrnoñ. Eñv a lâras dezhoñ : - Piv en deus graet permision da rekour ma matezh ? - Me ' zo daet doc'h ma fenn ma unan. Ha pa m' behe goaret an traoù-se gwerso, e vehen bet daet d'he rekour, kar m' em beus truez doc'hti, 'dan an toemmzer er mod-mañ. É aroziñ kement-mañ a vogedoù ha tenniñ kement a zour a zo fatikus en hañv. Hag ar mestr a lâras dezhoñ : - Un deiz bennak, c'hwi a zay da ma zi. Ha m' ho paeay doc'h ar pezh a rankan deoc'h, kar hoc'h eus rekouret ma matezh, me ' ray deoc'h ar pezh hoc'h eus meritet. - 'M eus ket afer doc'h hoc'h argant, a lâras an ozegan. M' em beus trawalc'h a voaiand ha ' deus ket 'medin ma unan. An deiz àr-lerc'h, eñv ' zo daet en-dro da rekour geti. Hi ' gomañsas da droc'hiñ bogedoù da gas da di he mestr da lakat àr an daol. An ozegan an deiz àr-lerc'h a zo oaet da denniñ dour. Eñv a gouezhas er puñs ha ' gollas e vuhez. . Tonioù : Emahoy Tsegué Maryam Guèbrou : Mother's Love Esquisse : Vanilla Tik Tu : promin Blick Bassy : Aké
Un istoer kontet da Iwan an Diberder get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz d'an 9 a viz Gouel-Mikael 1913. . An naratour : Mazhev Coviaux Ar siren gozh : Jeanne Chevrel Ar c'habiten : Benoit Allaire Ar Siren yaouank : Enora Molac . Ur wezh dreist an deizioù arall, en em gavet ur vapeur anglez da bas. Hi a za en draezhenn, en aod. Hag int a ouele tout. Setu arru ur siren gete ha marse he devoa daou-gant vlez, hag e lâras dezhe : - Ne ouelit ket. G'un taol doc'h ma lost pesk me ' vountay ho papeur er-maez hag aze 'po ket dañjer ebet mui da bas. Met seulamant ma ankoueit ket, a lâras ar siren dezhe. Mar james man gwelit en dañjer, c'hwi a añseay ma zenniñ a vizer, a lâras ar siren. Hag ar c'habiten ag an ekipaj a lâras dezhi : - James, siren gozh, ho ankouehomp ket, kar c'hwi a servij da vout mamm deomp. Setu oaet ar vapeur g'he hent, hag ar siren gozh àr he enezenn. Kavet amzer gaer dezhe a-d'rant o boaiaj. Int 'gomañse da ganiñ er bourzh. Ur miz goude int en em gavas da bas e-tal un enezenn arall. Ha bout 'oa ur siren e-tal ur roc'h, ha hi a lâras dezhe : - Taolit meiz deoc'h. Re goutant oc'h. Ar siren gozh, an hani 'devoa ho sovet, honnezh ne oar ket ar pezh a oaran me. 'M eus ket ankouaet un deiz e oa ur pezh pesk genin ha c'hwi 'poa-eñ lammet genin. Met seulamant m'ho avertis, ne rit ket mui div wezh ar pezh hoc'h eus graet. Kar ho patimant a vankay dizan ho treid. Ar c'habiten a c'houlennas pardon geti. - Me 'oar, kapiten, 'd eo ket c'hwi eo. Unan doc'h hoc'h ekipaj, ha m'en diskouezay deoc'h. Setu m'int partiet, hag a laoskas ar siren en he unan. Pand int arru pell àr ar mor, int a welas ur vandenn é tañsal àr an dour. Hag e oa pemzek siren doc'hte. Hag ar batimant oa ret dezhoñ pas e-kreiz. Hag ar c'habiten a lâras : - Retournomp en-dro. Kar ma touchomp e hani doc'hte, e arruay fall draoù geneomp. Eñ (int ?) o deus troet hent, ha lokaet ar pemzek siren da zañsal. Hag a-ziabell int a huche àrnezhe : - Chañs ha boneur ho po, kar hoc'h eus ket hon dirañjet g'hon tro ! - Mar hor bo chañs ha boneur, a lâras an ekipaj, ni a ray ur ponton e-kreiz ar mor ha tout ar sirened a zay tro-ha-tro, a chomay geneomp ha ni ' chomay gete. Met seulamant arru an hani gozh hag en devoa daou-gant vlez, hag a lâras dezhe : - Mam bugale, amañ e vehec'h mat. Me 'zo-me kozh ha 'c'hellan ket mui kalz chom àr zour. Pa man gwelit gwelehet e vin re fatiket, c'hwi ma c'hasay d'ar ponton geneoc'h. Ha ne fichin ket mui doc'htoñ. C'hwi hoc'h eus gwelet àr ar mor pemzek siren é tañsal. Ar re-se 'zo ma femzek merc'h. Ha kent pell, int a zay tout amañ. Hag int a chomay genin. Int man goarnay hag un deiz e varvin, int ma c'hasay d'un enezenn, hag e vin interet àr bord ur lenn. Hag aze e vo lakaet bogedoù arneñv. Tout re roz, kar 'garan ket ar re gwenn. Hag ur wezenn lore 'dreist ma fenn. Met 'vo ket 'met del enni. Del glas. Ar gwez lore a ra bogedoù. An hani a vo 'dreist ma fenn-me, ne ray ket james boged ebet. Skuizh a-walc'h on é rodellat àr ar mor. Skuizh on doc'h mam buhez ha mam bugale 'vo èldin-me. Kar etrezomp, sirened, ni a vev kozh ha beus ur vuhez galet. . Tonioù : Ólöf Arnalds : Ævagömul Orkuþula Hommage au Cdt Hayet : Le beau bâtimant Arkàn : An nor Lankum : Lullaby