E fin miz Du e oa deuet ar gompagnunezh [ teatr Piba,] (https://www.teatrpiba.bzh/) da Naoned d’ober annez, rezidañs a-hed ar sizhun e c’hoariva Fabrique Chantenay evit ur pezh-c’hoari o vezañ krouet, Bastard. Tro o doa bet e fin ar sizhun da ginnig an tañva kentañ eus ar pezh neuze d’un tregont den bennak er sal. Un unanden eo war al leurenn, Kristof ar Menn o vezañ an dudenn bennañ.
Kinnig a ra Kristof deomp ar pezh-c’hoari war sevel ‘ta.
Kejadenn ar sizhun a zo gouesltlet da Sophie geffard Michel. Nevez krog eo gant he micher : diellaouerez, da lâret eo, ober war-dro miret an dielloù kozh e ti an dielloù diplomatek e Naoned, an hini nemetañ e Frañs pe dost. Kontañ a raio deomp he micher, penaos en em gavet eno, an doare ma labour hag an traoù souezhus a c’hall lenn gwechoù zo
Kejadenn ar sizhun zo gouestlet da [Enora de Parscau] (https://www.enoradeparscau.com/) ha [Yolaine Delamaire] (https://delamaireyolaine.wixsite.com/website) . Deuet e oant da gomz eus o strollad [Dame Angèle] (https://modal-media.com/groupe/dame-angele/) . Lakaet hon oa ar gaoz war ar mod da gompoziñ da ganañ, perak an anv ha traoù bern traoù all.
En abadenn Kejadenn e yimp da-heul bed Erell Couedel, ar sonrezh elektronek. Dj a-vicher eo-hi dindan an anv Couedasse, ha deuet e oa da Naoned da vare gouel eletronek Scopitone. Eus he micher, an doare ma c’hompoz he setoù hag eus ar c’henstrolloù m’emañ hi perzh a vo kaoz neuze.