Lidoù ar marv zo cheñchet kalz e Breizh, evel e lec'h all. Met dalc'het zo bet serten traoù memestra, evel « ar Vreuriezh » e Plougastel-Daoulas. Bloaz paseet oa bet Benjamin Bouard er Feunteun Wenn oc'h en em gavout gant André Cap ha Loig Karet, deuet aze evit ar vreuriezh. Loig Karet a gonto deomp deus ar cheñchamañchoù zo bet e-barzh ar mod da sellet deus ar re varv en deiz-hiziv ivez.
Penaos vez lâret « il est mort » / « elle est morte » e brezhoneg ? En deiz-hiziv, kalz tud oar lâret « aet eo d'an Anaon ». Met gwechall ne veze ket lâret an dra-se peurvuiañ. Evit kontañ deus an dra-se vo klevet en abadenn ar wech-mañ Daniel Jéquel, Monique er Boulc'h, Herri an Naou ha Yann-Bêr Guyader.
Kollet eo an dud pa varv un bennak er gêr. N'ouzont ket ken petra soñjal na petra ober. Gwechall ne oa ket e-giz-se. An dud ne ouient ket petra soñjal matreze, met goût a-walc'h a ouient petra ober. Benjamin Bouard zo bet e Pouldregad o kontañ deus an dra-se asambles gant Alice Le Coz.
Gwechall, pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr ha ne veze ket paeet tud all d'ober war-dro an hini marv. Cheñchet eo an traoù bremañ ! Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gant Monique er Boulc'h en Ignel, e Bro-Pourlet.
N'eus ket keit-se zo c'hoazh, an dud varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet an traoù bremañ ! Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout gant Daniel Jéquel digentañ. Kontañ a ra deomp deus ar pezh 'neus anveet er vro, dreist-holl e Bro ar Bigoudenned ha Douarnenez.