E pleg an hent

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Heuliad III : Piv omp-ni ? / 4. Levezon hon c'hoantoù

Heuliad III : Piv omp-ni ? / 4. Levezon hon c'hoantoù

13/04/2023

Er brederouriezh e c'heller lenn ez eo termenet an dud hervez o c'hoantoù. En gwirionez, e seblantomp muioc'h evit e vezomp, setu ne chom nemet hon c'hoantoù, hon dibaboù a c'hell termeniñ piv omp. Clément Guillanton, psikologour a zispleg tout-se deomp.


Heuliad III : Piv omp-ni ? / 5. C'hoantoù ar re psikotek

Heuliad III : Piv omp-ni ? / 5. C'hoantoù ar re psikotek

13/04/2023

Diaes eo evit an dud o vezañ en ur stad psikotek dont a-benn da gaout c'hoantoù gwir ha lakaat anezho en pleustr ken kreñv eo ar gwask a santont deus perzh an dud tro-dro dezho. Clément Guillanton, psikologour e Montroulez a lâr deomp an diforc'h etre c'hoantoù an dud en un nevroz hag an dud en ur psikoz.


Heuliad I : Termenadurioù / 7. TCC - Thérapie comportementale et cognitive

Heuliad I : Termenadurioù / 7. TCC - Thérapie comportementale et cognitive

13/04/2023

Clément Guillanton, psikologour e Montroulez a gomz deomp deus an TCC, Thérapie Comportementale et cognitive. Ar stumm-se da soaniañ an dud a lak ar bouezh war azonoù, simptomoù an dud muioc'h evit abegoù pe doareoù prederiañ ar re-se. Evit Clément, n'hall ket bezañ un doare da sikour an dud lakaat un niver a zevezhioù resis evit ma cheñchfe an den hervez pezh a c'hortoz ar gevredigezh deus e berzh.


Heuliad II : An eurvad / 3. Dispositif Mon Psy

Heuliad II : An eurvad / 3. Dispositif Mon Psy

13/04/2023

Kerzh ar c'henfinañ eo bet komzet kalz deus diaester ar re yaouank da c'houzañv pezh a c'hoarveze. Evit soaniañ an holl dirak an enkadenn ha trauma ar bac'hañ eo bet lakaet e plas gant ar gouarnamant an dispositif Mon Psy. Ret e oa d'an dud mont da welet o mezeg evit kaout un ordonañs da welet ar psikologour 8 gwezh digoust. Evit Clément Guillanton, psikologour e Montroulez ne oa ket un diskoulm vat. Displeg a ra perak er gronikenn-mañ.


Heuliad III : Piv omp-ni ? / 1. An diemouezh 1

Heuliad III : Piv omp-ni ? / 1. An diemouezh 1

13/04/2023

Pezh a vez anvet an diemskiant, pe inconscient e galleg, a zo lodenn an dud a rank ar psikologour santout evit lakaat anezhañ pe anezhi da vont war-raok. Penaos e tremen an traoù evit gellout tizhout ha klask kompren lodenn-mañ empenn an dud. Setu respontoù Clement Guillanton, psikologour e Montroulez.


Kalite buhez el labour

Kalite buhez el labour

13/04/2023

Evit Clement Guillanton, pezh 'vez anvezet QVT e galleg flour, Qualité de vie au travail, a zo un doare da wareziñ an embregerezhioù war an droug a c'hellont ober d'o implijidi, dreist holl pa ne glot ket al labour ken gant c'hoantoù an dud.


Heuliad II : An eurvad / 1. Tapout amzer da brederiañ da vezañ eürus

Heuliad II : An eurvad / 1. Tapout amzer da brederiañ da vezañ eürus

13/04/2023

Ha peseurt pouez en deus ar gevredigezh evit lâret d'an dud neuint da vezañ eürus ? Petra eo sell ur psikologour war an dra-se ?
Pa vez ezhomm amzer alies da brederiañ, ar sistem kapitalour a c'houlenn gant an dud labourat ordin hag e c'hell servijout ar psikologour evel un doare da c'hounit amzer.


Heuliad I : Termenadurioù / 5. Labour souten ar bredour

Heuliad I : Termenadurioù / 5. Labour souten ar bredour

13/04/2023

Pa n'eo nemet ar bredour amañ evit souten an dud peogwir 'n eus ket voaien da bareañ 'ne da vat, pe pas diouzhtu, penaos e ra pep bredour evit gouzout souten an dud ? Ha da betra servij mont da welet ur bredour neuze ? Setu respontoù Clément Guillanton, psikologour e Montroulez.


Heuliad I : Termenadurioù / 2. Ar psikanaliz - Bredelfennerezh

Heuliad I : Termenadurioù / 2. Ar psikanaliz - Bredelfennerezh

13/04/2023

Petra eo an diforc'h resis etre ur bredour, psikologour, hag ur bredelfenner, psikanalist ? Daoust hag eo ret kaout traoù da ziskoulmañ evit mont da welet ur bredelfenner ? Ha petra e c'hell degas deomp ? Setu respontoù Clement Guillanton, bredour klinikel, psikolog klinikel e Montroulez.


Heuliad I : Termenadurioù / 4. Roll ur bredour

Heuliad I : Termenadurioù / 4. Roll ur bredour

13/04/2023

Clément Guillanton a zo bredour, psikologour e Montroulez. Kontañ a ra deomp e sell war ar rol en deus da gaout dirak skoulmoù pe kleñvedoù an dud a teu da welet anezhañ. Pa vez tud o tont just evit bezañ frealzet pe reoù all a zo tapet mat gant kudennoù korf hag empenn 'blam d'an anken, e vez ret d'ar medisin kaout ur c'hempouezh evit bezañ gante ha henchañ anezho trankilig.