E pleg an hent

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Heuliad VI : Al lavar / 1. Termenadurioù Freud ha Lacan

Heuliad VI : Al lavar / 1. Termenadurioù Freud ha Lacan

14/11/2023

Al lavar a zo e-kreiz al labour psikologiezh. Labouret eo bet kalz war ar sujed gant Freud ha Lacan. Setu displegadennoù Clement Guillanton, bredour e Montroulez.


Heuliad V : ar psikoz / 5. Bugale tapet gant ar psikoz

Heuliad V : ar psikoz / 5. Bugale tapet gant ar psikoz

18/10/2023

Penaos tremen an traoù pa vez bugale tapet gant ar psikoz ? Petra dalvez en gwirionez ? Penaos e labour an dud a-vicher evit sikour anezhe ?
Setu respontoù Clement Guillanton, psikologour, bredour e Montroulez.


Heuliad V : Ar psikoz / 4. Stummoù disheñvel

Heuliad V : Ar psikoz / 4. Stummoù disheñvel

28/09/2023

Ar psikoz krouet e spered an den a zo savet evel un heuliadenn. Pa grog alies gant pezh 'vez anvet Bouffées délirantes, n'em framm da c'houde tamm ha tamm an istor savet gant an den. Ha daoust ma chom afer an istor savet gant an den un dra boutin d'ar psikoz e vez meur a stummoù memestra dezhañ, anvezet en hor gevredigezh : paranoia, skizofrenia ha manico-depressive. Setu displegadennoù Clement Guillanton, bredour, psikologour e Montroulez evit pevare kronikenn hon heuliad war ar psikoz.


Heuliad V : Ar psikoz / 3. An douetans

Heuliad V : Ar psikoz / 3. An douetans

21/09/2023

Goude bezañ bet gwelet penaos e c'helle kregiñ ur psikoz e bred un den en e/he yaouankiz, goude bezañ bet dielfennet un tamm plas an istorioù familh er psikoz e vo moaien deoc'h selaou Clement Guillanton, bredour, psikologour e Montroulez lâret peseurt plas en deus ar wirionez hag an douetans evit un den gant ur psikoz.


Heuliad V : Ar psikoz / 2. An anv familh

Heuliad V : Ar psikoz / 2. An anv familh

13/09/2023

Setu eil lodenn hon pempvet heuliadenn ar gronikenn E pleg an hent.
Etre 20 ha 25 bloaz eo bresk hon spered ha kat da gouezhan en ur psikoz d’un doare aesoc’h. Bresk omp peogwir eo ret asantin pezh a zo tremenet er bugaleaj ha mont war-raok. Alies e vez laret e teu ar psikoz deus hon tadoù ha mammoù kozh, deus un dra n’eo ket bet treuzkaset er remziadoù a-raok ha deus ar fed e vefe pouner a wezhoù dougen un anv familh.
Setu displegadennoù Clement Guillanton, bredour, psikologour e Montroulez.


Heuliad V : Ar psikoz / 1. Penn-komañs ar psikoz

Heuliad V : Ar psikoz / 1. Penn-komañs ar psikoz

07/09/2023

Lâret 'vez eo bresk spered, bred, an dud etre 20 ha 25 bloaz. Bresk da geñver ar chañsoù da vont war ur psikoz. 'Blam da betra ? Setu respontoù Clement Guillanton, bredour, psikologour e Montroulez.


Buhez ha labour Jacques Lacan

Buhez ha labour Jacques Lacan

18/07/2023

Clement Guillanton, bredour ha kronikour RKB evit ar gronikenn E pleg an hent a zo ezel deus ar gazetenn embannet gant Kevredigezh Etrevroadel Lacan e Breizh.
Evit kronikenn diwezhañ ar bloavezh 2022-2023 e lâr deomp piv oa Lacan, peseurt labour en deus kaset ha perak eo ken pouezus hiriv c'hoazh.


Heuliad IV : Ni hag ar reoù all / 5. An amgen

Heuliad IV : Ni hag ar reoù all / 5. An amgen

29/06/2023

An amgen a zo pezh a zeskriv an hini all hag an darempredoù meump ganti.añ. Peseurt plas reiñ d'an hini all en hon buhez ?
Displegadennoù Clement Guillanton, bredour e Montroulez.


Heuliad IV : Ni hag ar reoù all / 4. Komz en hon anv

Heuliad IV : Ni hag ar reoù all / 4. Komz en hon anv

29/06/2023

Penaos kavout hon flas er gevredigezh ? En hon buhez zoken pa vez ken diaes dont a-benn da sklaeraat, distaget deus levezon an dud tro-dro, hon c'hoantoù hag hon soñjoù ? Ha penaos dont a-benn komz en hon anv ?
Ne gomzomp kazi gwezh ebet en hon anv, mes n'eo ket ken grevus hervez Clement Guillanton, bredour e Montroulez.


Heuliad IV : Ni hag ar reoù all / 3. Brastres an harelekadur

Heuliad IV : Ni hag ar reoù all / 3. Brastres an harelekadur

29/06/2023

Ur wezh vêmp distaget deus an hini en deus douget ac'hanomp en e/he c'hof n'em stagomp deus darempredoù all a vag ur brastres harelekadur, l'aliénation e galleg. Perak eo perzh brastres an harelekadur deus hon buhez ? Penaos bezañ seder gantañ ?
Respontoù Clement Guillanton, bredour e Montroulez.


Da-heul Diwezhañ