Bac'het en ti

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Bac'het en ti #22

Bac'het en ti #22

13/04/2023

Bac'het en ti, gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Solena Raynaudon-Kerzhero, ergoterapeutourez e tiez retret Brest, diwar-benn ar vuhez EHPADoù. Maiwenn Salomon, o tegemer 3 repuad yaouank en he zi, diwar-benn ar statud «  minor dre e-unan  » hag efedoù fall an dispell hag an epidemiezh evit ar repuidi.


Bac'het en ti #21

Bac'het en ti #21

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn savet e saloñsioù tud Radio Kerne ha Radio Naoned. Gireg ar Gevel, skolaer ha rener skol diwan Sant-Ervlan, diwar-benn an distro-skol. Oadvezh an dronoù. Titouroù pleustrek e fin an abadenn


Bac'het en ti #20

Bac'het en ti #20

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus saloñsioù Radio Kerne ha Radio Naoned. Yvonne Derien, en he 80 vloaz,diwar-benn he buhez 'pad an dispell. Tangi Manac'h, prezidant Yezhoù ha sevenadur, ar greizenn sevenadurel : penaos digeriñ ar greizenn en-dro. Tudi Kreker, kazetenner e France Bleu Breizh Izel, ha plas ar brezhoneg er radio. Touristeerezh goude ar c'hovid-19 Distaoladeg evit ar gouarnamant.


Bac'het en ti #19

Bac'het en ti #19

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant Radio Kerne ha Radio Naoned ! Tudi Kreker, kazetenner e France Bleu Breizh Izel, diwar-benn plas ar brezhoneg er radio da vare ar c'hleñved-red. Taran Carluer, studier e skol-veur Brest : penaos 'vez bevet an dispell gant ar studierien.


Bac'het en ti #18

Bac'het en ti #18

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus salonsioù Radio Kerne ha Radio Naoned. Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, war penaos aozañ an distro er skolaj adalek an 18 a viz Mae. Ar vicher skoazeller.ez prederour.


Bac'het en ti #17

Bac'het en ti #17

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant Radio Kerne ha Radio Naoned. E fin an abadenn, un diverradenn deus kinnigoù Edouard Philippe. Kristian ar Braz hag Herve Kere diwar-benn ar web radio nevez, Radio Ribin. Maryse Evrain, mediaouegerez e Kemper, hag al labour a-bell kaset gant skipailh ar mediaouegoù. Stad an epidemiezh e Kuba.


Bac'het en ti #16

Bac'het en ti #16

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet en dispell gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Tangi Poisson kenfinet e-unan hag en deus divizet chom hep heuliañ an holl reolennoù dispell. Melaine ha Lou, bac'het er gêr gant o bugale diwar-benn ar santimantoù o tiwanañ enne goude tost 2 viz noz ha deiz gant o bugale.


Bac'het en ti #15

Bac'het en ti #15

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet en dispell gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Laouig Karet, desaver saout-kig bio Ar c'hlokaennou boued da vare ar viruskurunenn Fardañ produ evit gwalc'hiñ al listri er gêr Titouroù pleustrek en dispell e fin an abadenn.


Bac'het en ti #14

Bac'het en ti #14

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn graet deus ar gêr gant Radio Kerne ha Radio Naoned. Mona Kerzhero diwar-benn ar re bac'het hiroc'h da c'hortoz o barnadenn. Ar reolennoù sikour evit an embregerezhioù e Denmark Lou ha Melaine, bac'het er gêr gant o bugale : ha kaset 'vo ar vugale d'ar skol en-dro ? Titouroù pleustrek e fin an abadenn.


Bac'het en ti #12

Bac'het en ti #12

13/04/2023

Bac'het en ti, an abadenn savet deus hor saloñsioù e Radio Kerne ha Radio Naoned. Mona Kerzhero diwar-benn efed ar viruskurunenn hag an enkeañ e diabarzh ar prizonioù. Skouer ur babig bet tapet ar viruskurunenn gantañ in utero. Ha Melaine ha Lou, bac'het er gêr gant bugale, mab Melaine tapet gant ar c'hovid pe ur vronkitez, den na oar, ha itouroù fentus war an distro-skol. Titouroù pleustrek e fin an abadenn.