Lakaat a ra amzer sevel ur menaj hag ouzhpenn da se eo ret kaout douaroù evel-just evit sevel ha kregiñ gant ar raktres. Penaos en eus graet skipailh La Terre Ferme ?
Legumaj pe Chatal ?
13/04/2023
Displeg a ra deomp Léo Géfard-michel perak o deus dibabet gounid legumaj ha chom hep gounid boued chatal.
Ar Goañv
13/04/2023
E-kerzh ar goañv ez eus nebeutoc’h a draoù da ober gant Léo ha peurrest ar skipailh en ti-feurm La Terre Ferme. Met n’eo ket amzer kollet evito. Ha Marianne he deus goulennet gant Léo peseurt alioù/kuzulioù a rofe d’an dud a fell dezho sevel ur GAEC.
Kuzulioù fur Léo evit sevel un ti-feurm
13/04/2023
Kendalc’homp gant kuzulioù fur Léo evit ar re a fell dezho sevel ur GAEC. Kuzulioù tenet eus e skiant-prenet. Daoust hag-eñ neus bet eñ diaesterioù gant e skipailh evit sevel an ti-feurm ?
Gounid e buhez
13/04/2023
Léo a zispleg deomp hiriv hag-eñ eo aes gounid e vuhez pa vez labouret en ur GAEC gant meur a zen.
Sevel un ti-feurm
13/04/2023
Ne vez ket savet ur menaj en ur bloavezh hepken. Ouzhpenn da se sevel un ti-feurm a zo disheñvel hervez pep hini pe pep skipailh. Un dibab a zo bet graet gant skipailh La Terre Ferme a zo chom hep amprestiñ argant d’an ti-bank.
Penaos dastum kinien
13/04/2023
Gant Léo Gefard-Michel e vo desket penaos dastum kinien ha Marianne he deus bet c'hoant gouzout hiroc'h war an asperjez. Gouzout da skouer perak eo ken berr ar mare (Miz Ebrel ha Miz Mae) evit debriñ asperjez.
An dour
13/04/2023
Ar wech-mañ gant Leo Gefard-michel e vo kaoz deus an dour, pegoulz lakaat dour, penaos gouzout ma vez ezhomm dour gant al legumaj.
Plantañ gwez 1/2
13/04/2023
Daoust hag-eñ e diaes plantañ gwez hag ober ho zro ? Petra eo ret doujañ evit ma c'hellfe kreskiñ ar gwez ? Ar respont diouzhtu gant Leo Gefard-Michel evit ar gronikenn Desaver Buzhug.
Plantañ gwez 2/2
13/04/2023
Kendalc'homp gant ar gwez er gronikenn desaver Buzhug. Leo Gefard-Michel a zispleg deomp peseurt gwez neus klasket plantañ hag efed tommadur an hin war ar gwez. (2)