Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///Kaset em eus deoc'h hiniv ar gountell paper... Labour am eus bet [...] met koutant on bout daet da benn ha gellout gober plijadur deoc'h. Bremañ eh an da labourat àr bizoù Anna... Un dra bennak da herve. An ao. Moignou a venn ivez kaout ur gountell paper... Da be lec'h e vimp kaset arre ? ... Arc'hoazh vintin eh aomp d'an trañche. Setu-ni arre dindan an douar hag an erc'h, rak erc'h a zo daet en-dro... Nag ur vouilhenn !... Bet em eus bet lizher a Louis : n'en deus ket mui terzhien./// Kaset eo ar gountell paper ; un den dornet evit labourigoù dorn ; ar soudarded é labourat kouevr hag aluminiom ; atav prederi dirak ar red chañch lec'h ; radio popote ; pakadoù a bep sort kaset get tud an a-dreñv ; Loeiz ag ar pezh a vez kaset dezhañ ; Anna Guiheneuf, ag An Alre.
Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///A ma loj e skrivan ur gerig deoc'h... Ar wezh-mañ emañ falloc'h hon traoù, erc'h en deus graet arre, ha glav.... Monet a ra mat get Jojep... Lâret em eus deoc'h gortoz evit an amonenn.... Lennet em eus ar pennad àr Mistral.... Me 'gav diot komz [...] ag ar gwerzennoù a vo gellet gober diàar ar brezel. Gwerzennoù sort-se ne vez graet 'met pell goude ar brezel... Emañ gwan, ar ar gwanañ, rac'h ar pezh a rer diàr ar brezel bremañ. N'hellan ket-me lenn ar gwerzennoù-se ken displet 'vel ma o c'havan. C'hwi lâro din pegoulz ho po resevet ho kountell paper. A nevez netra atav. Ur c'haezh den a zo bet lazhet [...] é monet da lakaat orsal... Gwanaat a ra an traoù e kostez Verdun... Ne echuo ket ar blez-mañ hep ne c'hellin en em deurel en ho tivrec'h... Na vad a ray deomp en em gavet ne-dro, ma Vedig. Na c'hwek e vo hor plijadurioù... O, nozvezhioù bourrus ma c'hellen kuzhet ma fenn e-mesk pleuñv ma Vedig... Pegoulz e teet en-dro evit ma c'hellin diskoueziñ dezhi pegen bras eo ma c'harantez eviti..../// Ur skrid a garantez gwirion don ha fromus e brezhoneg ; ur skrid sañset chom etre an daou bried ; gwell e vo gortoz diwezh ar brezel evit sevel gwerzennoù diàrnañ ; L. Herrieu en deus gortozet evit embann e skridoù àr ar brezel ; traoù skrivet diàr ar brezel get tud n'int ket bet james er brezel ; ur "brezel harozel" ijinet goude ar brezel gwirion.
Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///Avel, spinec'h, yen !...An amzer hon eus ar wezh-mañ e-pad mah omp en trañcheoù... Komz a rer arre ag hon diblas ; da beban e vimp kaset ?... Unan bleset c'hoazh dec'h d'an noz... Daet tri German da esae kemer an nebeudig tud a zo dirak ar linennoù éc'h eveshat... Ne 'm eus ket atav gwelet Jojeb... Lezel ur 1.000 lur bennak àr ar livretoù... Grit d'ar gwellañ. A-c'houde 5 eur ar mintin-mañ eh omp daet en-dro da Foll. Atav e komzer ag hor d'has àr-raok... Ne blij ket kalz an doere-se deomp neoazh... Kaeraet en deus an amzer... Lizher a Louis... Emañ daet kuit a Vittel. Skrivet em eus d'ar vilin... Daet eo arre an nevez-hañv. Eürus on en deus graet plijdur ar gountell-paper deoc'h.../// Kartennoù berr : diskouez emañ bev atav, derc'hel al liamm ; klask skrapiñ tud en no man's land evit deskiñ traoù diàr an enebour ; bal ar fuzeennoù ha strafuilh evit netra ; kuzhat an anvioù lec'h a-dreñv stummoù brezhonek ; erruet eo ar gountell-paper e Lann-ar-Stêr.
Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///Labour em eus arre muioc'h evit bihanoc'h. Yac'h on neoazh... Dec'h da noz hor boa bountet potarnoù muioc'h evit bihanoc'h àr gein ar Germaned ken e vlejent !... Resevet lizher get kartenn evit kenderv Moignou... Lârit da Herve e vo ur groazig pe un erminig a vo kaset dezhañ... Doere a Job dec'h get ur serjant... Kom a rer atav atav ag hon diblas met ne vimp ket kaset da Verdun... Mab an Diaoual a zo foll... An ao. Vallee hag a zo ur sant... Soñjal en amanenn da gas din... Hiniv ur mandat a 50 skoed a gasin deoc'h an deizioù-mañ. Burzhud ken ker 'vel m'emañ an traoù en Oriant... Kas a ran deoc'h da di Bayon ur pakad : butum evit me zad, chokola evit ar vugale ha mamm, pâte dentifrice evideoc'h. Gervel a rer ar c'hlas 88... Evit kemer lec'h ar yoc'h re yaouank oa c'hoazh kuzhet du-se, à-dreñv... Lizher a Vellag, ag Anna Jehannou, Choleau, Julien ar Gall. Frev bepred... Arc'hoazh vintin eh aomp d'ar bouzellennoù. Netra a nevez. Eh omp er bouzellennoù./// Krogadoù ha krogadigoù ; bal ar fuzeennoù ha strafuilh evit netra ; teurel houarn àr al linennoù arall evit ma vo dalc'het tud en linenn (atav evit na vo ket tu o lemel evit o c'has da Verdun pe d'ul lec'h arall ma vez en em gannet start) ; Mab an Diaoul (An Dibreder) ha Vallee, renour Kroaz ar Vretoned.
Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///Me garahe kaout oar da skriv... Bemdez e kouezh paperioù nevez àrnin... Arc'hoazh d'an noz pe dimeurzh vintin eh aomp da Chuignes evit 20 deiz... Hag e teuimp goude da bas 20 deiz en-dro amañ hep bouljal ag an trañcheoù... Na poan a hues get ho matezh !... Jojeb a zo yac'h bepred... Kenavo, ma Vedig-me. Karit-me 'vel m'ho karan. Netra a nevez. Frev... Resevet pakad... Tarzhal a ra an traoù e-kostez Verdun : me gred e verray ar brezel a gentizh ma vo start an traoù eno... Bet em eus bet ur gartenn a Louis... Didrousoc'h ha dizañjerusoc'h eo bout er gentañ linenn.../// Arvarusoc'h eo bout un tammig a-dreñv eget bout er gentañ lienn ; ar potarnaj eo an danjerusañ tra ; diskuizh ne vez ket gwir diskuizh ; ar fourrier e-kreiz ur bed melestradurel : stad mil tra da zerc'hel ha da sevel : al loened, ar boued, kroazioù brezel, tud klañv, tud e permision, tud kastizet...; ul labour sot met un digarez da ankouaat ar vuhez.
Lec'h : El linenn. ///Eh an d'esae respont dho lizherioù... Emberr ech erruo ma cheginour da gas ma merenn din... An enderv-mañ emañ ar bae... Ar lizher[...]ne senefi ket emañ marv Victor. Neoazh ne gredan ket eh eus mui kalz a espoar... Gwelet em eus lizher Bizien... Mab ar Chogig, an hani zo lazhet... Skrivet em boa da Anna... An amanenn a gaser din ag ar gêr... Chokola a vez roet deomp... A pa gaseet amanenn... Em bez mil boan doch en difenn doch ar logod, ar razhed ... Poan gollet hues bet é monet da glazh ur vatezh... Lecuyer a zo erru an doere getañ emañ marv e choar-gaer... Mar skrivit da Anna... Setu-ni 4 deiz muioch evit hor chont en trañcheoù... Ha resevet e hues ma argant ?... Nag an vioù gwaz lakaet da chor... Setu ma cheginour !.. Aet eo ar verenn... Archoazh da noz e yaimp kuit achale-mañ ... Didrouz ar Germaned... Chwi a chell preniñ danvez lien glas... Ret e vo gober ar braget doch an dirag... Eh an kuit a-benn ur chard-eur evit monet trema Job. Hiraezh am eus der gwelet... Bejour, man daou vabig-me.../// Talvoudegezh an testoni roet dre lizher : e vezer e kalon an traoù get an hini a skriv ; amzer a zo da respont dur yoch lizherioù ; doere marv soudarded anavet ; Araja er choadoù : tud é vonet doch ar stag ; razhed ha logod : choarzh e-kreiz ar vizer ; Lecuyer, maer Kerfourn ; lakaat gober dilhad er gêr : diskenn ar pont.
Lec'h : El linenn. ///Ar mintin-mañ eh on difoulet un tammig... Ur gartenn da lakaat er post en Oriant ... Ma zreid a zo aesaet dezhe... An amzer en deus kaeraer ur yoc'h... Ne 'm eus ket bet doere ebet a August.. Evit an Ao. Questel den ne oui... Evit ar vugale me 'm behe bet karet deskiñ dezhe.... - Penaos emañ graet an toulloù-se ?... Ha c'hwi en em gav eürus ma ne gouezh ket glav àrnoc'h, ma nen da ket ar razhed... C'hwenn ha laoù a gaver lies. - Ne faot ket krediñ penaos [..]e vez bec'h geneomp-ni ivez... - Eseait tremen deizioù joeüs a pan day Mona... Ned yit ket da valiñ glaou" e-pad ma veet kevret. - En douar ne vez ket yen... E vez ret dezhe chomel 6 eur doc'htu d'an noz da vontiñ gward en trañche, ar re-se a añdur. Ni a c'hell-ni gober tan, en em c'holoiñ. - C'hwi a lâro d'An Diberder.../// Displeg sklaer ha brav penaos e vezer er gourbi, er vertim ; deskiñ ar vugale a-raok o c'has d'ar skol : keuz an tad d'un dever na vo ket gellet ober ; disfiz doc'h ar vugale arall fall zesavet ; "Activité sur le front" hervez L. Herrieu ; An Diberder.
Lec'h : Foucaucourt. ///Erru eo ma fakad genin ha daou lizher ac'hanoc'h. Evit ar c'hoñserv, ne gasit din anezhe 'met pa c'houlennan geneoc'h... Erru a zo droug get Louis... Ne 'n ziaezit ket get Jojep... Den n'en deus bet droug ebet. Gwir eo eh eus kavoù don, don lec'h mah aomp a pa denner àrnomp... Labouret em eus àr ho kountell paper... Ho matezh nevez... Kas a ran deoc'h ur poltred a Vassiges... Poltred Erches lec'h ma oamp ar sizhun baseet... Ne gavan ket hir ma amzer... Aet trema Verdun ha du-se e tarzh an traoù hep arsav... Eh omp amañ e Foucaucourt... Ar Christ a zo chomet a-bezh... An, amzer a zo yen un tammig... Reiñ 8 real pe oc'hpenn d'an Tad Ivon... Louis en devo sur convalescence... Ne bado ket mui gwall bell ar brezel, sur. E-kostez Verdun e kouezh Germaned bremañ bern-oc'h-bern : ne harzint ket pell éc'h ober brezel evel-se./// Kas boued ag ar gêr ; boestadoù koñserv pa ziblas ar rejimant ; Louis ar Meliner gloazet ; kountell-paper atav ; "routine" ar pemdez ; L. Herrieu tresour.
Lec'h : Proyart ; en hent goude. ///Eh on e Proyart etre Amiens ha Peronne...Ne chomomp amañ nemet un noz. Arhoah [...] en toulloù fang. Ar mintin-mañ hon eus graet un hent n'ankouaimp ket... Fall nozvezh en ur c'hraou digor d'ar seizh avel, tud vezv e-talomp é vlejal, doc'h en em bilat.... A pad omp aet kuit e kouezhe erc'h a zornad... 17 kilom. hon eus graet 'vel-se dindan an amzer. Ned eo ket ken didrouz amañ... Neoazh ned eo ket dañjerus... Hor C'horv Arme a ya kuit hag eh aimp-ni da bostal àr e-lerc'h. Ned eus netra neoazh hag a zisplij kement din evel chañch lec'hi. Kouezhet eo ma ivin... N'em em eus ket kalz a c'houst da skriv... Ne echuin ket enta ma faper. 50 lur a gaveet amañ. C'hwi a breno un dra bennak da mamm.../// Ar rejimant en deus chañchet lec'h ; kerzhet dindan fall amzer, da noz ; eviñ evit ankouaat ; chañch lec'h ne blij ket d'ar soudarded.
Lec'h : Foucaucourt. ///Bet em eus bet doere a Jojep dec'h... Netra a vad dre-mañ. Kaer eo an amzer, ar bokedoù a zeraou digor hag an evned kanal e-pad mad eo an dud doc'h en em lazhiñ... Dec'h da noa eh oa gwallaozet tri ag hor c'hompagnonezh... 'Benn daou zeiz eh a at gompagnonezh d'ar fozioù evit 6 deiz. Koutant e vehen da vonet ivez rak amañ e kouezh obusoù... Emañ ho kountell paper éc'h echu... N'em eus ket gwelet Job c'hoazh... Evit Louis ne gredan ket e vo dañjerus... An deizioù-mañ e kasin 50L. deoc'h c'hoazh... Reçu lettre de Louis. Tout va bien. Nous prenons les tranchées demain matin pour 6 jours... Pas vu Joseph. Reçu autres rens. concernant Victor... Atav e tarzh an traoù doc'h tu V. Amañ evel bepred.../// Nevez-amzer e-kalon ar brezel ; labourat etre al linennoù : ul lec'h dañjerus ; labourat etre al linennoù : ur c'hastiz goude bout mezvet, bout disentet en ur feson bennak ; en em welet etre soudarded àr an talbenn.