Demat d’an holl (amañ emañ Laorañs) ha degemer mat en abadenn « Teñzor an Istor » ‘ba Radio Kerne-Naoned, an abadenn e brezhoneg diwar-benn an Istor dre-vras.
Evit kregiñ gant trede bloavezh an abadenn Teñzor an Istor e vo kinniget deoc’h un trede lodenn diwar-benn ar merc’hed o deus graet an Istor vras rak ur bouchad a zo ha n’int ket anaet tamm erbet maleürusamant. Tamm ha tamm e cheñcho an traoù, tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann !
Hiziv, neuze, e vo beajet er Bed a-bezh : E Bro-C’hall gant Victorine Gorget, stourmerez ar Gomun ruz, e Paris, en 19vet kantved Er Stadoù-Unanet gant Ella Baker, stourmerez ar gwirioù keodedel, en 20vet kantved Hag evit echuiñ, e Bro-Sina gant Lin Zhao, skrivagnerez hag enneberez e-pad ar Republik poblel sinaeg War-sav merc’hed neuze !
Hiziv, evit an 11vet abadenn, e vo komzet deus un dañvez pouezus-kenañ e-pad ar Renadur-Amzer : al livajoù, ar fardoù, ar poultroù evit ar maouezed.
Er mare-se e voe eus ur gened nevez a vesk produioù ijinet, gant artifisoù hag implijout anezho her ma c’hallen : ar perukenoù leun a boultroù, ar c’helien du, ar fardoù hag all…
D’ar mare-se eo ivez e veze komzet eus maquillage met ur ger-gwashaat eo rak ar verb maquiller a oa implijet evit truchal, evit trompañ er c’hoarioù kartennoù
Dizoloomp neuze ar produioù implijet war korfoù an Noblañs er palezioù !
Demat deoc’h d’an holl (amañ Laorañs) Spi ‘m eus eo brav ar vuhez ganeoc’h ha gant ho familhoù pe vignoned.
Degemer mat en abadenn Teñzor an Istor, an abadenn gouestlet d’an Istor dre vras.
Hiziv, evit an 12vet abadenn (ya, 12, dija) e vo selaouet ouzh kalz tonioù sonerezh rak an tem a vo ar c’hanaouennoù gouestlet d’un darvoud pouezus en Istor.
Evel-just ez eus ur bern tonioù peogwir e vez un dra a-bouez hag a servij kalz a-benn kontañ an darvoud erruet met ivez evit digeriñ speredoù an dud pe lakaat anezho da gompren perak e oa pouezus ar fed istorel kanet.
Dibabet ‘m eus 5 ton (peogwir e oa rediet dibab mod-all e pado ur sizhun a-bezh an abadenn-se…).
Ganto e vimp degaset e Bro-Alamagn, e Bro-Japan, e Su-Afrika, amañ e Breizh hag e Bro-Amerika evit echuiñ.
Beajomp en Istor dre ar c’han !
Hiziv, e-pad 30 eilenn e vo kontet pe adkontet deoc'h istor harz-labour un uzin vrudet amañ e Breizh, un harz-labour e Sant-Brieg, er bloavezh 1968, da lâret uzin ar « Joint Français » ha 'n eus padet daou viz. Bretoned voe a-gevred gant al labourerion ha dre an harz-labour-se e teu da vezañ unan eus ar bec'h sokial pouezus en istor politikel hag en emsav Breizh evit difenn an identelezh rannvroel.
Skeudenn : Penn gollo ar gezetenn La Cause du Peuple, n°22, 15 a viz Ebrel 1972.
Crédit Photo : Jacques Gourmelen
Evit abadenn an distro-skol 2021 eo bet dibabet kontañ deoc'h istor emsav ar blev-hir, an hippied rak sur, oc'h bet o riboulat er festivalioù en-dro e-pad an Hañv ! Deus pelec'h e teu an emsav-se ? Perak eo bet (hag emañ c'hoazh) ken brudet er Bed a-bezh ? Ha dreist-holl petra a chom deus ar soñjoù-se. Hag evel-just e vo selaouet ouzh tonioù sonerezh ar mareoù-se. Deomp de'i neuze !
Soñj 'peus, warlene oa kinniget deoc'h un abadenn diwar-benn Merc'hed en Istor Vras. Evel-just ouzhpenn un abadenn e oa ret din skignañ. Setu neuze an eil ! En 8vet abadenn e vo kaoz eus Sayyida al-Hurra, rouanez ha laeronez-mor er Marok, Rachel Carson, biologourez deus ar Stadoù-Unanet hag a voe an hini gentañ 'noa lâret e oa dañjerus al louzoù-amprevaned, hag evit echuiñ, ur plac'h a orin deus ar vro : Joséphine Pencalet, deus Douarnenez, ar vaouez gentañ a voe dilennet e Frañs. War-sav merc'hed neuze !
En abadenn-se, evit fin ar sapre bloavezh-se brein-tre hag evit lidañ unan nevez hag a vo gwelloc'h 'michañs, e vo kaoz eus istor gwir an Tad-Nedeleg, istor kala-bloaz (deiz kentañ ar bloaz) hag echuet 'vo gant uR souezhadenn vihan. Degemeret vo ivez Marianne a gomzo deomp deus galetezenn ar Rouaned.
En abadenn-mañ e vo kaoz eus un arz kavet er-maez, e straedoù Norzh Iwerzhon, da lâret eo ar mogerioù livet, the murals e saozneg. Ha degemeret vo Marianne a gomzo deomp eus ul levr, an istor a dremen e Norzh Iwerhon e-pad ar bec'h hag a blij kalz dezhi : Mon traître skrivet gant ar c'hazetenner Sorj Chalandon. Degemer mat e Bro-Iwerzhon neuze !
[Skeudenn tennet war al lec'hienn Wikimedia Commons gant kwekubo] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Bobby_sands_mural_in_belfast320.jpg)
En abadenn-se e vo komzet eus glad Naoned. Un darvoud displijus ha trist evit an holl vreizhiz a zo bet c'hoarvezet e-penn kentañ an Hañv : tan-gwall iliz-veur Naoned, iliz-veur Sant-Pêr-ha-Sant-Paol. Holl vreizhiz pe douristed a anavez ar batimant-se, ken brav ha meurdezus eo. Met daoust hag-eñ e anavezit istor an iliz-veur-se ? Ne oarit ket ? Selouit ouzhimp neuze.
En abadenn-se e vo kaoz eus an aferioù poezon e-kerzh ren ar Roue Loeiz 14. Estreget un afer a zo met daou afer a-benn ar fin, etre 1666 ha 1682. D'ar mare-se e oa Bro-C'hall ur vro gaer-meurbet e-touez broioù all Europa ; ur bern brezelioù a oa bet gounezet . Piv 'ta neuze a c'halle ijinañ e oa, er vro-se, ur rouedad bras a sorserien pe a veleien satanek hag a aoze oferennoù du pe aberzhioù tud ? Den ebet ! Gwashoc'h c'hoazh ! Ar bobl, divouezh, a zo kelaouet eus un dra spontus : an dorfedourion hag an ampoezonerezed a zo tost-tre eus Roue-Heol, Loeiz XIV. Kontet 'vo deoc'h en abadenn-se neuze unan eus brasañ droukskouerioù, skandalioù ma faot deoc'h, Istor Frañs.