Santimantoù he deus Ivona evit Feliz. Feliz a seblant bezañ desachet gant Ivona ivez. Labourat ha c’hoarzhin a reont asambles er parkeier. Dont a ra ar mare evitañ da zistreiñ d’e rejimant e Afrika. En em ziskleriañ a reont o c’harantez an eil evit egile an devezh a-raok ar c’himiadiñ hag e reont ar garantez.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
Sant Nenven, bro Leon, etre an daou vrezel. Ivona Kerbrad a zo un emzivadez a seitek vloaz, ganet paour met labourerez start ha speredek. Kaset eo bet gant he eontr da labourat e atant Kerlaran, e-kichen Lesneven, evit bezañ matez en un tiegezh. Distroet eo mab Kerlaran d'ar gêr, Feliz, soudard e bro Marok. Kroget eo kalon Ivona da lammat pa oa deuet poent kimiadiñ.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg
Berrwel eo Iris da vat. Kuzhet a-dreñv he lunedoù e vez sachet hec’h evezh gant an disterañ munud a wel, brasaet dre ar gwerennoù tev a zo war he fri. Ne gred ket mont davet ar re all. Ankeniet e vez war hent ar skol. Abaoe ur gwallzarvoud he doa bevet e c’houlenn he mamm diganti diwall atav. Un deiz, en ur zont en-dro d’ar gêr e kouezh he lunedoù e-barzh un toull don. Ne c’hell ket mui ober ur c’hammed ouzhpenn. Penaos treuziñ ur bed dispis penn-da-benn hag a seblant re zañjerus dezhi ? Pa glask sioulaat hec’h anken e klev Iris ur vouezhig a ginnig sikour dezhi. Marteze e c’hellfe mont dreist hec’h aon ha cheñch he darempred gant hec’h endro...Skrivet ha c'hoariet gant Maelc’hen Laviec - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Betek ar 24 a viz C’hwevrer e oa Aloïs ur paotr normal : un tad, ur vamm, div c’hoar vihan, mignoned, notennoù dereat er skolaj… Mont a rae mat pep tra. D’ar 24 a viz C’hwevrer en deus bet Aloïs 12 vloaz. Ur cheñchamant nevez en e vuhez : Aloïs ne gousk ket ken. N’eo ket skuizh, n’en deus ket ezhomm da gousket ken. Hir e kav e amzer en e gambr war greiz an noz neuze e tiviz mont da bourmen er-maez. Un avantur dic’hortoz o kregiñ evitañ !Skrivet ha c'hoariet gant Maiwenn Morvan - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoarin hag ar skrivañ : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Lizig a zo 12 vloaz hag o paouez en em gavout er bempvet klas emañ. He c’hamaraded klas a zo deuet da vezañ sot gant an istorioù karantez. Diaes dezhi kompren perak ha pa bok evit ar wech kentañ d’ur paotr ne sant netra… Gouestaat e kresk enni santimantoù evit he mignonez wellañ, Riwana, met ne oar ket ma’z eo posubl karout merc’hed. Gant sikour ur gasourez e kompreno e c’hell karout n’eus forzh piv, ne vern ar jener.Skrivet ha c'hoariet gant Aziliz Peaudecerf - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Ar gapitenez hag ar Goelan a gont istor Zaig, ur besketourez kozh ha Tantan, ul labous mor. Gant an oad e teu Zaig, ar gapitenez, da vezañ dall, met sikouret e vez war vor gant Tantan ar goelan. Mignon feal e chomo dezhi pa droio kein akipaj ar vag d’e gapitenez memes... Skrivet ha c'hoariet gant Bleuenn Ar Borgn ha Thibault Ar Meur - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar skrivañ hag ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Ul logodennig fin ha kalonek eo Klotig. Ur gudenn zo siwazh, n’eus ket boued er boubellenn ken. Evuruzamant zo erruet ul lapinez nevez en ti ha boued a-vil-vern ganti. Daoust hag e c’hello Klotig mont davet al lapinez hep bezañ tapet gant skilfoù Tapioka ar gazhez?Skrivet ha c'hoariet gant Riwal Kermarrec - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e miz Mae 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
E 1945 emaomp. War Enez Sun emañ Klet hag e vamm o chom. Nav bloaz eo Klet. Aet eo e dad da Londrez pemp bloaz zo, galvet gant De Gaulle. Klet n’en deus ket kalz soñj anezhañ neuze. Aonik eo. Diouzh noz eo kustum e vamm lavaret dezhañ emañ e dad o gwareziñ anezhañ, hag hi o tiskouez he skeud bras dezhi ouzh moger ar gambr...Skrivet ha c'hoariet gant Paskal Hervio - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
E Brest emañ ar paotrig fur Mael o chom. E dud o deus kempennet un ti kozh ha dirapar a oa skwatet gwechall war ar porzh. Ne oa chomet netra deus dafar an ti-se pa ne vefe ur c'hozh pezh-arebeuri er grignol. Un deiz, p'emañ Mael o furchal e-barzh, e lak e grabannoù war ur benveg diamzeriet skrivet « Walkman » warnañ. Kompren a ra ez eus un dra bennak da selaou...Skrivet ha c'hoariet gant Tangi Merien - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon ha Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh
Thelo a zo ur paotrig ampart evit fardañ krampouezh saourus. Pourvezet mat eo gant e yar Kotkot hag e vuoc'h Bubu. Mennet eo da gemer perzh e kenstrivadeg e gêriadenn, met ur c'hrenn-douar a lak un termen d'ar gouel. Deuet a gammedoù ponner, ur ramzez bet desachet gant frond an amann a c'houlenn he lod...Skrivet gant Loeiza An Duigou - C'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh