Labous web

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Unity

Unity

10/10/2023

Ur gronikenn gant Gwenn Meynier


Heuliañ ar c'hirri nij war an internet

Heuliañ ar c'hirri nij war an internet

13/04/2023

Deuet ar soñj gant tud war internet implij roadennoù ar c'hirri nij evit gallout heuliañ beajoù tud brudet evel Elon Musk, ar pezh na blij ket kalz dezho...


Ha gouest eo an naouegezh alvezel da sevel oberennoù arzhel ?

Ha gouest eo an naouegezh alvezel da sevel oberennoù arzhel ?

13/04/2023

Muioc'h-mui e weler tresadennoù pe skeudennoù savet war-eeun gant an urzhiataer, a-drugarez d'un dornad gerioù roet dezhañ. Met penaos ec'h a en-dro ar robotoù-mañ ha dañjerus eo evit an denelezh ?


Chat GPT

Chat GPT

13/04/2023

Ouzhpenn tresañ eo gouest an urzhiataerioù da gomz ganeomp bremañ, ha da ijinañ istorioù pe da gompoziñ kanaouennoù. Betek pelec'h ez aio kement-se?


Fuadur ar roadennoù yec'hed

Fuadur ar roadennoù yec'hed

13/04/2023

Ur fuadur eus ar re vrasañ a zo bet e labourvaoù gwalarn Frañs.
Titouroù ur bern tud a zo bet lakaet hewel d'an holl. Penaos eo c'hoarvezet ha petra ober ?


Tri zra nevez

Tri zra nevez

13/04/2023

Tri zamm keleier evit kronikenn ar miz :
- Poliserien Pariz a lak dronoù da nijal.
- Doareoù da brenañ levrioù er stalioù e-pad an enkaeañ.
- Un ostilh nevez evit aozañ darvoudoù ha strolladoù.


Ar 5G

Ar 5G

13/04/2023

Kalz a zivizoù hag a dabutoù a zo diwar-benn ar 5G, studiomp a dostoc'h petra an hini eo ha petra a vez rebechet d'an deknologiezh-se.


Epic Vs Apple

Epic Vs Apple

13/04/2023

Savet ez eus cheu etre daou embregerezh bras : Epic Games, diorroerien Fortnite hag Apple, merk brudet an aval chaoket. Pelec'h emañ interest an daou strollad avat, evit frankiz an diorroerien pe un afer arc'hant hepken?


An arload "STOP KOVID"

An arload "STOP KOVID"

13/04/2023

Gwenn Meynier a ginnig deomp LABOUS WEB, ur gronikenn da lakaat ar gaoz war an teknologiezhioù nevez, evit kompren un tamm gwelloc'h penaos ec'h a en-dro ar bed niverel tro-dro deomp ha prederiañ diwar-benn e implij.
Stop Kovid sed aze un arload nevez ganet evit "stourm" a-enep d'ar viruskurunenn. Penaos ez a en-dro ? Hag-eñ eo gwarezet hon daveennoù hiniennel ? Gwenn 'neus dielfennet an arload-mañ.


Implij kizhier digreizennet ha lec'hel evit labourat a-bell

Implij kizhier digreizennet ha lec'hel evit labourat a-bell

13/04/2023

Ha ma vefe ostilhoù all eget ar re ginniget gant ar GAFAM evit chom e darempred gant an dud e-pad ar c'henfinañ ? Kinniget e vo aze ar raktres CHATONS lusket gant Framasoft.
Liammoù meneget er gronikenn :
[https://chatons.org/] (https://chatons.org/)
[https://entraide.chatons.org/fr/] (https://entraide.chatons.org/fr/)
[https://prism-break.org/fr/] (https://prism-break.org/fr/)