Sinema

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Silence

Silence

12/04/2023

SIN-170324-SILENCE.docx SILENCE Ur film sevenet gant : Martin Scorsese (2017). Gant : Adam Driver, Andrew Garfield, YMsuke Kubozuka (2e41). Lâret en doa André Malraux e vehe ar c'hantvlead-mañ speredel pe ne vehe ket anezhañ. Douzh a seblant e ta ar relijionoù en-dro war marc'hallec'hioù ar bed a-bezh, hag e meur a feson. Gant ar film-mañ e klask Martin Scorsese en em c'houlenn pesort frankiz a chom gant mab-den goude boud bet pell en e gredennoù, beteg gouestliñ e vuhez d'ur relijion bennag, ar wirionez ganti, evel-rezon. Hanw zo amañ ag ar gatolikiezh. Troioù 1640, daou visioner jezuist a oa bet kaset d'ar Japon evid gouied penn d'o mestr ha kelenner, ur beleg chomet an dud dizoere anezhañ a-c'houde pell. Ne oa ket doereioù mad en doa skrivet en e lizher diwezhañ, hag ankeniet e oa e superiored war e zivoud. D'an amzer-se e veze poursuet ar Gristenion er Japon. Ur menier Inkizision a oa bet savet gant renerion ar vro, ha merzheriet kriz e veze ar re a rac'hwize flastriñ ar skeudennoù "santel" gant o zreid pe skopiñ warne dirag an oll. Setu-ni a-blom gant ur sujed e vehe daw da beb unan meveriañ warnañ par ma c'hell, mez ur wezh d'an nebeutañ, a-wael ! Petra eo ur gredenn ? Ha gelliñ a ra peb unan krediñ ? Posubl eo respont ya, rag ur bern traoù zo amsklaer er bed-mañ. Misterioù zo, hag a chomo misteriuz pell c'hoazh, "kredabl" ! Da c'hortoz kreiznoz e c'hell peb unan sevel e sorbienn dezhañ e-hunan, pe moned a-du gant unan kenniget gant e vignon pe ne vern piw arall. Er prantad-mañ, termen ar vouezhiañ evid lakaad ur prezidant nevez e penn ar Republik, gelliñ a ra peb unan krediñ er pezh a vez grataet gant ar gandidaded. Pemp bloaz so e oa bet ur bern tud é krediñ en heni en doa lâret "Me, pa vin prezidant,..." Rac'h hon eus gwelet ar pezh a zo degouezhet. Kudenn ebed neuze beteg ar poent-mañ. Moian zo krediñ, ha kredet e vo ar wezh-mañ c'hoazh. Krogiñ a ra an traoù da dreñkañ pa gred unan bennag ema ar wirionez gant e gredenn-eñv. Un ide en deus peb unan ag ar wirionez : ar wirionez a rank boud unan. N'eus nemed ur wirionez. Mar kredan ema ma c'hredenn-me ar wirionez e sinifi ema ma c'hensorted gant faoskredennoù pa ne gredont ket evel-din-me. Neuze e ta c'hoant din da zibikouziñ o daoulagad. Pa vehe dre gàer c'hoazh, perag pas, mez lod a ya beteg mennoud lakaad ar re arall da grediñ evelte dre heg, kousto pe gousto, beteg o lazhañ zokén, o c'hroazstagañ, o zoullgofañ, o divempriñ, o diwadañ, o dibennañ, o diskroc'hennañ, o boureviañ, o dallañ, o gwaskañ, o jahinañ, o loskiñ, o beuziñ, o douarañ, o mougañ, o zagañ, o c'hrougañ, o fuzuilhañ, o feuliañ, o digigañ, o zoullbac'hañ, o bazhata, o zroc'hata, o zammata, ha sur em eus ankouaet menegañ amañ lod ag ar "plijadurioù" heuguz hag euzhuz a vez ijinet gant an denion evid redïañ, evid oblijañ o c'hensorted da grediñ evelte. Ar visionerion amañ a grede dezhe e oa ar wirionez gante, evel-just (ha perag pas ?) pa glaskent boud bugulion o dañvadezed en ur Japon boudhist, ha pa grede da Japoniz e oa ar wirionez gante ive diouzh o zu (ha perag pas ?). Pa oa bet laosket ar visionerion predegañ en o aez da gentañ, beteg ma oa bet koñvertiset un tri c'hant mil bennag a Japoned d'ar gristeniezh gante, e oa daet ur mare ma oa bet lâret trawalc'h dezhe, ha klasket diwriziennañ ar gredenn nevez a galon peb Japonad. Kaled e oa bet an traoù evid ar Gristenion hag evid o beleion, red dezhe mervel pe nac'hañ o feiz. Ur film evid magañ hon preder er prantad trubuilhet-mañ... Jean-Claude Le Ruyet.20170324b.203F.


La confession

La confession

12/04/2023

SIN-170317-LA CONFESSION.docx LA CONFESSION Ur film sevenet gant : Nicolas Boukhrief (2017). Gant : Marine Vacth, Romain Duris. Pemzeg deiz so e oa bet lennet e Badenn pennadoù kavet e kannadig ar barrez kent ar brezel 14, ur c'hant vloaz so bennag. E brezhoneg penn-da-benn. Hanw oa bet a zarvoudoù a beb sort degouezhet er barrez. Da skwer donedigezh Loeiz Herriaou, rener ar gelaouenn Dihunamb, d'ar 5 a viz Kala-Gouiañv 1911. Estonet e oa bet an oll, hervez ar gannadig, é kleved "ur peizant" é komz ken splann d'ur pewar-c'hant bennag a dud er sal. Lâred a rae Loeiz Herriaou derc'hel gant ar brezhoneg, ar pezh na barrae ket d'an dud a zeskiñ galleg. Kant vloaz goude, setu ma ne chom hiziw nemed un dornad tud hag a zo gouest da gompren ar pezh a oa bet skrivet gant beleion an amzer-se. Piw a oar pesort yezh a vo komzet e Badenn a-benn kant vloaz a-vamañ ? Perag e komzan deoc'h a gement-se, pa faota din lâred ma soñj deoc'h a-zivoud ar film La confession, an drived savet diwar romant Béatrix Beck (Léon Morin, prêtre, 1952) ? Marse a-gaoz ma ta soñj din ag ar pezh a lâre Michel Foucault, diwar-benn emdrôadur an denelezh. Peb den a lâr Foucault dre vraz, zo produ e amzer, beuzet m'ema en ur stignad (un dispositif) henn laka d'ober ha da soñjal evel e gempredidi. Ar stignad-se é voud an oll draoù a gav an den en-dro dezhañ, kredennoù, sevenadur, renad politikel, soñjoù ar gevredigezh, ar skol, ar labour ha kement a zo. Heb gouied dimp e soubomp oll en ur bed unliw ha tapoud a raomp ar liw-se a-vihan hag hon buhez-pad. A-gaoz d'ar stignad-se, hervez Foucault, n'hellomp ket barnañ an dud o deus bevet dindan ur stignad nad eo ket an heni a-hiziw. Da skwer e komz Foucault a Wagner hag a oa, evid tud e amzer, ur skwer ag ar pezh a oa ar gwellañ neuze en Alamagn hag en Europ dre vraz : Wagner ne zebre ket kig, ne oa ket akord evid ma vehe troc'hataet ar loened evid o studial hag enebyudew e oa ouzhpenn. N'eo ket tre evel-se e welomp ar bed hiziw, evid ar poent diwezhañ d'an nebeutañ ! Daet soñj din neuze ema ar film-mañ unan hag a daolenn un dra nad eo ket mui ag hon amzer-vremañ. Istoer ur vaouez yaouank, e-pad ar brezel diwezhañ, ur plac'h komunist, dizoue, hag a ya a-benn-kàer da lâred traoù eneb d'an iliz da veleg nevez he farrez, tre beteg ar gadoer-kofes. Ne ouie ket e tahe da gariñ ar beleg-se goude. N'ankouomp ket e oa ar vro katolik a-grenn d'an amzer-se. Hiziw, pa zegouezh ur garantez a-sort-se etre ur plac'h hag ur beleg e kuita ar beleg e garg heb chomel pell da dortal. Stank eo ar skwerioù a gement-se. N'omp ket mui neuze gant ar memez tro-spered, gant ar memez "stignad". Nawazh em eus kavet interesuz-braz an dual etre ar beleg, Léon Morin, c'hoariet gant Romain Duris, hag ar plac'h, Barny, Marine Vacth. O daou e ta braw an diviz gante, adal ar penn kentañ beteg ar fin. Daoust ma nend eo ket bet heuliet ar romant toutafed, e welomp ar stourm terrubl a zo bet e speredoù an daou zen. Diazezet eo ar romant war ar pezh he doa bevet ar skrivagnerez. Un deg vloaz bennag e-raog mervel e 2008, hi ' doa lâret Béatrix Beck e oa bet louc'hañset kalz gant ar pezh he doa-hi bevet ez-personel. "Heb gouied din marse e oan é klask Doue, a lâre-hi. Krediñ a ran e oan waet da gavoud ar beleg yaouank-se rag ma oan é klask tostaad douzh un den, un den uhelloc'h egedin. Ha kreñv e oa hennañ, pa ne oa ket daet war an hent am boa-me c'hoant d'henn kas ganin..." Jean-Claude Le Ruyet.20170317c.203F.


Fleur de tonnerre

Fleur de tonnerre

12/04/2023

SIN-170310-FLEUR DE TONNERRE.docx FLEUR DE TONNERRE Ur film sevenet gant : Stéphanie Pillonca-Kervern (2017). Gant : Deborah François, Benjamin Biolay (1e40). Hiziw e komzin deoc'h ag Hélène Jegado, he deus roet an tu da Stéphanie Pillonca-Kervern da sevel ur film war he divoud, Fleur de Tonnerre. Da gomañs em eus en em c'houlennet petra oa an hanw-se, Fleur de Tonnerre. Ag un hanw brezhoneg e tahe ? Boked-Gurun, pe Bleuenn-Gurun ? Hiziw c'hoazh ne ouian ket, rag n'em eus ket lennet romant Jean Teulé a ro an hanw-se dezhi. Arsa, setu ur vaouez, ganet e 1803 e Pleheneg, er Morbihan, ha marw e Roazon e1852, hag a zo anavet evel brasañ multrerez ar Frañs hag er bed zokén. Tamallet e oa bet dezhi boud klasket lazhañ tost da gant den, ha boud lazhet da vad 60 anezhe. Ar Brinvilliers e-talti, dibennet e 1676 evid un nebeud ampouezonadurioù, n'eo ket 'med un amatorez. E gwirionez ne oa ket bet kondaonet Hélène Jegado nemed evid 5 multr hebkén ha làeronsïoù, a-gaoz ma oa re gozh ar re arall evid boud dalc'het kont anezhe gant ar justis. Setu un dra bouezuz memestra : n'eus ket petrol e Breizh, n'eus ket ar brezhoneg roet priz Nobel ebed d'an denelezh c'hoazh, mez ganimp ema ar serial killer terruplañ ! Bevet Breizh ! Lâret zo bet e oa bet merket ar Jegadoenn gant ar sorbiennoù a veze kontet en he familh ha tro-dro, ha dreist-oll gant ar re diwar-benn an Ankoù. Daet e vehe bet-hi brec'h an Ankoù war an douar. Evid-se he doa kavet ur feson didrouz da zoned da benn ag he c'hoantoù : keginerez a lec'h-da-lec'h, hi a lakae un nebeud arsenik er boued a aleje d'he mistri. Boud e oa bet ive gast en ur bordel e Porzh-Loeiz, lec'h ma tae martoloded ha soudarded. "C'hoariet" he doa e Seglian, en Alrae, Bubri, Henbont, Logmenec'h, An Oriant, Porzh-Loeiz, Plañvour, Pondivi ha Roazon. Ha ganti e oa bet kaset beleion, leanezed, bugale, bourc'hizion, maouezi, gwazed pe soudarded d'ar bed arall didruez. Ne selle ket douzh oad an dud. Gwir eo e sko an Ankoù evel unan dall, war ar re gozh, ar re yaouank, war ar re glañv ha war ar re yac'h. Matezh he Mestr hebkén e vehe bet neuze. Den nen deus gouiet resiz pesort mennozh e oa he heni evid lazhañ an dud. Kuriuz zokén ne oa ket bet dizoloet ar wirionez abretoc'h, rag seul gwezh ma tremene en ur lec'h bennag e varve an dud tost en ur mod na seblante ket normal. Mez kolera a oa bet e Breizh un nebeud bloazioù e-raog ha krediñ a rae d'an dud e oa un addonedigezh ag ar c'hleñved-se. Gwir eo ne oa ket ken avañset ar vedisinourezh d'an amzer-se c'hoazh. Er film ema bet lakaet Déborah François da c'hoari ar Jegadoenn. Ur vraw a verc'h, Déborah François. Pa weler mask Hélène Jegado goude he marw n'eus netra da weled gant fas Déborah François. Mez ne glask ket ar film boud feal d'ar wirionez. Evid traoù zo ne c'hell ket lakaad an den da grediñ er pezh a vez diskouezet, da skwer pa lâr an tad d'e verc'h n'hell ket he gouarn en e di. Evid traoù arall ema ar film un dastum displijuz ag ar c'hlicheioù a vez taolet gant ar Barizianed war Breizh c'hoazh. Ur meskaj digempouell a vodoù ar vro, da skwer Bigouterion ha Bigoudenned é tañsal ar laride pe an dro e Pleheneg, pe Paganiz é lakaad bagoù da soliñ evid serriñ peñse goude. Mez, bon, dre vraz n'eo ket ur film displijuz da weled, daoust d'e vankoù. Un tu da zegas soñj dimp eh eus bet ag ar vaouez-se en hon bro, unan a oa daet da voud ur menier diaoulez, unan a veze meneget evid lakaad ar vugale da achu o soubenn. Jean-Claude Le Ruyet.20170310b.202F.


Split

Split

12/04/2023

SIN-170303-SPLIT.docx SPLIT Ur film sevenet gant : M. Night Shyamalan (2017). Gant : James McAvoy, Anya Taylor-Joy (1e57). Ne glasker ket mui troiñ an titloù saozneg er sinema. Sañset eo d'an dud a-vremañ boud desket e yezh Shakespeare. Heb gouied d'ar Fransizion, ema ar galleg é voned d'e dro war an hent he doa lakaet ar Republik ar brezhoneg da voned gantañ, a-c'houde an Dispac'h. Kebekiz a ziwall gwell o yezh : e-lec'h Split o deus titlet ar film Divisé. E brezhoneg e vehe posubl lakaad Rannet, pe Faoutet pe Frailhet. Rag portred ur skizofren a weler amañ. Soñj hon eus a romant Stevenson, L'étrange affaire du Dokteur Jekyll et de Monsieur Hyde (1886). Mez pa vez daou zen peurliesañ e spered ur skizofren evel er romant-mañ, e penn Kevin, amañ, eh eus tri warn-ugent ! N'eo ket e-hunan enta, ha ne gav ket hir e zeizioù. Da beb an amzer, memestra, eh a Kevin da weled ur vedisinourez hag he deus gouestlet he buhez d'ar skizofrened. Ha hi a gav labour, m'hel lâr deoc'h, gant ar C'hevin-mañ. Rag pa za d'he gweled ne oui ket jamez anezhi piw zo a-dal dezhi : Kevin, Dennis, pe m'oar-me c'hoazh... Ar problem zo : piw a gontroll ar vandennad a zo e korf hon den ? Rag mar kaver tud a-feson e spered Kevin (ur c'hrouadur naw vloaz, ur servijer hegarad, ur vaouez a gar bokedoù ha kement zo...), e kaver ive tud arall nad int ket na trankil na fur, na bourrabl tamm ebed. Hervez Le Monde e oa un Amerikan, Cameron e hanw, kavet tri bloaz so peder fersonelezh warn-ugent ennañ. Douzh a seblant ema bet savet ar film diwar stad Cameron. Dimezet e oa Cameron hag ur c'hrouadur a oa d'ar c'houblad. Lâred a rae e vaouez e wele-hi a-benn pa dape ur bersonelezh bennag ar c'hreñv war ar re arall e-korf he den, ur c'hemm hag a rae poan dezhañ, a lâre. Gouez d'an elektroañsefalogram graet ne yae ket an traoù e penn Cameron evel e empennoù an dud ordinel. Mez e-kontrel diouzh ar pezh a gont ar film-mañ, gelliñ a rae ar familh bevañ abepre mad memestra. Ober a rae Cameron e seizh gwellañ evid desav e vab a-feson. Rag e gwirionez e oa bet-eñv gwallgaset gant tud e familh pa oa krouadur, ar pezh a oa kaoz a gement a zizurzh en e spered bremañ. Ma, komzit din, tudoù ! Braw eo roiñ boued da ugent den edan ho poned, mez koustiñ a ra kér deoc'h! Pa vo roet argant mizieg da oll an dud gant Benead Hamon, ne resevo ar "liezden" (da lâred eo an den gant an oll re a zo en e benn) nemed ur gopr hebkén, pa vehe reizh roiñ unan da beb komper ar skipailh. Gwell eo c'hoazh ober bugale ha touchiñ an allok ! Heb kontiñ ar c'hantin a ranker sevel evid alejañ boued d'ar vandennad. Ho maouez, mard eo skuizh dija é fardañ ragout d'ho mab ha deoc'h, ne vo ket forzh koutant da ziblusk legumaj an deiz-pad evid kement a istrogelled ! Bezit koutant, ma zud kaezh, pa ne gonter nemed unan evid paeañ an tailhoù d'ar gouarnamant pa vez kement a sitoaianed kuzh edan ar memez toenn, er memez korf. Pa ouiiehe ar Stad an doere ne vehe ket ar memez sonenn gantañ, kredabl. Un dra hañval marse zo degouezhet gant Fransez Filhon. Lâret en deus e oa an argant evid he familh, mez marse pas. Gouied a raomp eh eus ur c'hristen en e spered : marse eh eus ur pervezh pe ur skragn ouzhpenn... Mez farsal n'eo ket ar gwellañ d'ober, arabad ober goab ag an dud-se, rag ur gwir gleñved a zo dezhe. Gwell e vehe roiñ dorn dezhe da gavoud helaezh a vignoned, d'ar re-se da c'hoari, da ziverral, da lâred kàer, da vrochennad pe da vutuniñ marse, gant ar plac'hig naw vloaz, gant ar vamm soursiuz pe gant ar mevel hegarad, ha kement zo. Kit da weled ar film ha c'hwi a gompreno... Jean-Claude Le Ruyet.20170303b.201F.


un sac de billes

un sac de billes

12/04/2023

SIN-170224-UN SAC DE BILLES.docx UN SAC DE BILLES Ur film sevenet gant : Christian Duguay (2017). Gant : Elsa Zylberstein, Patrick Bruel, Dorian Le Clech, Batyste Fleurial (1e50). N'eo ket sur e vez dalc'het ar sevenadur béw pell amzer. Lakaomp an c'hoari-kanet. Hiziw, pa vez c'hoariet kanet gant ar vugale ema bet kollet an tri c'hard ag ar modoù-c'hoari. Soñj 'm eus, pa oan labous er skol, e tremenemp hon amzer gant an c'hoari-se, ur yuc'h modoù-ober ennañ, peb mod un anw difer dezhañ. Lod ag ar vugale a oa mailhed en un c'hoari pe zaou hebkén, ha pa veze goulennet ganeoc'h gant ho kamarad moned gant un c'hoari arall, aesoc'h dezhañ, ne vezec'h ket sur da ouarn ar pochad-kanet ho poa gounezet just e-raog. An hani a golle en deze droed da c'houlenn gant e gomper c'hoari ar pezh a faote dezhañ, ur chañs ouzhpenn da gargañ e sac'h en-dro. Ur gwir deñzor e veze ar c'hanetoù d'an amzer-se. Bugale zo a yae d'ar skol gant ur pochad-kanet ha pa zaent d'ar gêr e veze goulle-kàer ar sac'hig, oblijet d'ar re bet riñset-net emprestiñ ur ganetenn pe ziw gant unan bennag evid en em lañsiñ er jeu en-dro, pe moned da brenañ un nebeud kanetennoù en Economique pa chome ur blank bennag gante, ar pezh na veze ket gwall liez. E-pad ar brezel diwezhañ e c'hoarie ar vugale kanet c'hoazh. E-pad ar brezelioù e talc'h ar vugale da c'hoari, da c'hoari gant an disterrañ tra, pa c'hellont d'an nebeutañ. Amañ e welomp daou vreur, Maurice ha Joseph, krennard ha ragkrennard, ha penaoz e tremenont a oad an inosañs da heni ar vrazarded. Kriz e c'hell boud oad an inosañs, henn gouied a raomp, mez, a-fed krizder ha fallentez, heni ar vrazarded a c'hell boud krisoc'h ha falloc'h c'hoazh : n'eo ket bugale a gas ar brezel er Siri, da skwer... Savet eo bet ar film-mañ diwar romant Joseph Joffo, daet er-maez e 1973 ha daet da voud ur best-seller diouzhtu-kàer goude. Ur film kentañ a oa bet savet da-heul gant Jacques Doillon e 1975. Dikriet eo bet ar film-mañ, heni Christian Duguay, gant lod ag ar journalioù, ha meulet gant ar re arall. Ar rebechoù pennañ a denn douzh ar stil, re voutin. Meur a wezh e vez rebechet ar re a daerder a weler ennañ. Ha re vraw eo, evid lod, abalamour ma en em gav ar familh en-dro goude ar brezel. An tad nawazh a oa bet kaset da Auschwitz... Roomp nawazh ur meneg mad-tre d'ar vugale hag a gas ar film heb fari ag ur penn d'an arall. Ur meneg ive d'o c'herent, Patrick Bruel hag Elsa Zylberstein. Akord eo ur bochad tud evid kavoud ema ar film ur gentel istorel ag an dibab evid ar re yaouank adal deg vloaz. Gwir eo : taolennet e vez madig a-walc'h ar pezh e oa ar brezel diwezhañ er Frañs etre 1941 ha 1945. Diskouezet e vez an alouberezh war ar pemdez, gant soudarded hag ofiserion alaman é voned hag é toned, mistri nemete en o bro nevez. Ha lakaet eo da gompren stad arvaruz ar Yudevion d'an termen-se. Da gentañ en hanter-vro aloubet, ha goude-se, adal miz Du 1942, er Fañs a-bezh. Pa oa posubl tremen ag an nord d'ar c'hreisteiz aez a-walc'h da gentañ, e oa daet diaesoc'h d'ar Yudevion henn ober goude ha kavoud repu en o bro. Rekiz e veze dezhe achap pelloc'h, ar pezh a gouste kerroc'h, evel-just. Diskouezet e vez amañ ruster an alouberion, c'hoantiz an dreizherion, penaoz e veze kontrollet an dud ha klasket tapoud krog er Yudevion hag er rezistanted. N'eo ket kuzhet naket rol ar Milis na re ar gollabôed hag ar pezh a oa degouezhet gante e fin ar brezel. Savet diwar un istoer gwir eo, peogwir ema heni Joseph Joffo e-hunan gant e vreur Maurice. Jean-Claude Le Ruyet.20170224b.200F.


Paterson

Paterson

12/04/2023

SIN-170217-PATERSON.docx PATERSON Ur film sevenet gant :Jim Jarmusch (2016). Gant : Adam Driver, Golshifteh Farahani (1e58). Diaez e vez komz ag ar varzhoniezh er sinema. Ur bern tud o deus staget douzh an afer nawazh, hag adal penn kentañ ar sinematograf. Er bloazioù 1920 e oa bet klasket sklaerraad ar poent-se gant ar Rused dija. Diwezhatoc'h, Cocteau, Pasolini, Godard ha kement zo o doa kaset o lod ive d'ar varzhoniezh en o filmoù. Filmoù barzhed, filmoù a-zivoud barzhed, filmoù-barzhonegoù, sinema barzhoniel : a-beb sort troioù-lavar zo hag a glask termeniñ un tostaad douzh un arz gwirion. Soñj 'm eus ag ar film Dolls, ur film savet gant Takeshi Kitano e 2002, mez ive n'eus ket pell zo a La tortue rouge pe Ma vie de Courgette. Mez petra eo ar varzhoniezh ? E-menn ema ? E-menn e vez kavet ? Penaoz e vez aozet ? Hervez geriadur An Here e vez termenet evel "Arz al lavar a bleustrer warnañ a-benn ezteuler pe reiñ da santoud udb. dre ober gant al lusk, gant kensonerezh ar gerioù ha gant ar skeudennoù-lavar", un termenadur tennet fasibl, ger evid ger, ag ar Petit Robert ("Art du langage, visant à exprimer ou à suggérer qqch. par le rythme [...], l'harmonie et l'image."). Ar Fransizion, enkontet ar Vretoned, n'int ket gwall zedennet gant ar varzhoniezh. Broioù zo lec'h ma ne vez ket ur sort, ar broioù slav da skwer. Ar Fransizion nawazh a skriv barzhonegoù, hag ar Vretoned ive. Beteg re marse, e-keñver skridoù arall, romantoù, danevelloù (war ar poent-se nawazh ema an traoù é chañch marse). Mez n'eo ket Yann-Bêr Kalloc'h hag Anjela Duval o-hunan war an dachenn, pell alese. Ema ar varzhoniezh ar feson da gomz a draoù ar bed, natur ha tud, ar pezh a welomp, a santomp, a c'hortozomp, a c'hoantaomp, a garomp, a soñjomp enne, en un dro ispisial, ar c'hàerrañ ma c'heller, gant gerioù choazet pervezh, gant skeudennoù braw, gant metaforennoù ag an dibab ha liammoù etre naouturioù dishañval. Hag an disterrañ tra a c'hell digoriñ dor ar varzhoniezh d'ar spered barzh, dor ar faltazi, dor an hune. Er film-mañ, da skwer, ema ar vouestad alumetoù ema an den é c'hoari ganti ar pezh a laka e spered da droiñ ha da soñjal en tan, hag ag an tan da dan ar garantez, ha da-heul d'e garantez-eñv, d'e zousig koant a zo gouest da entaniñ e galon pe eñv da entaniñ he heni. Liez e vez diskouezet ar varzhed evel hunvreerion, nad eo ket o zreid tre war an douar, tud kollet en o soñjoù. Paotred pe merc'hed ar loar. Fasibl evel an heni a vez gwelet er film : un den dibaot e gomzoù, tre evel ur grennard braz a gorf, mastorneg ha palastr un tamm, ha padal ur pried a-feson, karet gant e vaouez ha labourer direbech. Hennañ zo blenier-bus ha barzh touet da beb termen, prest da zuañ e garned kentizh ma sav ur frazenn gàer gantañ war e spered. Bemdez d'ar memez eur e sav an den. Bemdez ar memez jestoù, bemdez ar memez hent war-droad da voned d'e labour, bemdez ar memez respont da memez aters e chef. Ur vicher fiskal en deus kavet hon barzh : nen deus ket dober a gomz da zen e-pad e euriadoù-labour, nemed kas e dremenidi ag ur savlec'h d'an arall. Ogozig e oll amzer zo dezhañ, huneal pe hunvreal hervez e c'hoant. Rag sioulder a rank ar barzh kaoud en-dro dezhañ evid leuskel ar gerioù d'ober o zrouzioù en e benn, dezhañ d'o lakaad en urzh, d'o lakaad war o zu kàerrañ, beteg kaoud ur c'hempouez dezhe, ur furm barfed. E gwirionez e c'hell an awen diwaniñ er cholori hag er safar, mez rankoud a ra ar barzh boud e-hunan gant e oberenn da sevel, diaez e vehe dezhañ boud é komz gant un arall. Plijuz braz eo ar film pa ziskouez penaoz e sav ar barzhonegoù e penn an oberour. Jean-Claude Le Ruyet.20170217a.199F.


Neruda

Neruda

12/04/2023

SIN-170210-NERUDA.docx NERUDA Ur film sevenet gant : Pablo Larrain (2016). Gant : Luis Gnecco, Gael Garcia Bernal, Mercedes Morán (1e47). Ema Pablo Larrain ur sevener chilian hag en deus filmet ar Chili goude diktatouriezh Augusto Pinochet. Daet eo da voud brudet gant ar film Santiago 73, post mortem (2010) ha dreist-oll No (2012). Hennañ a ziskoueze penaoz e oa bet skarzhet Pinochet ag ar galloud e 1988. Filmoù arall evel El Club (2015) diwar-benn beleion lakaet a-gostez gant an Iliz a ziskouez ampartiz Pablo Larrain evel sevener. Diktatouriezh Pinochet zo an heni vrudetañ marse e-mesk an diktatouriezhoù a zo bet anavet gant Sud-Amerika en hec'h istor. Er bloazioù 1930 e oa bet ur yuc'h renadoù kaled en Europ hag e Amerika-ar-C'hreisteiz. E Europa : an dispac'h bolchevik, ar faskouriezh italian ha heni an Alamagn (adal 1933). E Bro-Spagn, diktatouriezh Primo de Rivera (1923-1930) ; heni Pilsudski er Pologn (1929-1935) hag ar salazarizm er Portugal (1930-1968), heb kontiñ ar Roumani ha Bro-C'hres. E Sud-Amerika : un heuliad taolioù-Stad er Brazil hag e Arc'hantina, ha beteg broioù demokratel evel ar Chili pe an Uruguay. E 1976 ne oa ket 'med diw vro diwar ugent na oant ket dindan beli un diktator bennag e Amerika latin : ar Venezuela hag ar C'hosta-Rika. Soñjomp en Nikaragua, e Kuba pe er Paraguay (gant Stressner, 1954-1989), ha kement a zo. Kontiñ a ra ar film ur momant ag an istor-se, degouezhet er Chili er 1948 ha tro-dro d'ur barzh oll-vrudet, e anv-pluenn Pablo Neruda (1904-1973). Boud e oa Neruda ur c'homunist hag en doa mouezhiet evid lakaad González Videla da brezidant ar Chili e 1946. Da gentañ e oa bet degemeret kannaded komunist er gouarnamant, mez boutet e oant bet er-maez e 1948. Buan e pellas Neruda ag ar renad-se, waet re a-zehoù en un taol, dindan gwask an Amerikaned kredabl, en ur prantad ma tale ar Stadoù-Unanet douzh an Unvaniezh Sovietel dre ar brezel-yein. Adal neuze e oa bet poursuet ha toull-bac'het ar gomunisted hag ar sindikaderion gant ar polis, ha redïet da Bablo Neruda achap ive, beteg Europa, India, ha Mec'hiko. Eno, e 1950, e oa bet embannet e Canto General (Kan Olleg), berzet er Chili. Ijinet en deus ar sevener, Pablo Larrain, rol ar c'homiser é redeg war-lerc'h Neruda tra ma oa hennañ er Chili c'hoazh. Degas a ra an dra-se, nad eo ket tre feal d'an istor, ur liw skañv ha barzhoniel d'un termen na oa ket ken farsuz-se. Gant e skridoù eo e stourme Neruda. Barzhonegoù kàer, strewet dre zindan er Chili a-bezh ha pelloc'h c'hoazh, pa anave Neruda kalz tud er bed a-bezh, evel Picasso pe Federico Garcia Lorca. Gweled a raomp an den en un endro aez a-walc'h dezhañ. Gras d'e skridoù e oa bet anavet Neruda abred ha waet da goñsul e meur a vro adal an oad a 23 bloaz. Goude multr Federico Garcia Lorca dindan Franco en doa savet douzh tu ar Republikaned spagnol. Diouzh an tu arall e oa bet rebechet dezhañ boud deroet ur viza chilian da zDavid Siqueiros, an heni en doa aozet ar c'hentañ taol evid lazhañ Trotsky a-berzh Stalin e Mae 1940. Pa oa daet Allende da brezidant ar Chili e oa bet kaset Neruda ambasador e Pariz, mez mervel a reas pemzeg deiz goude donedigezh Pinochet da benn ar Stad, e 1973. Ez-ofisiel e oa gant ur c'hrign-béw, mez bremañ e seblant kentoc'h e oa bet ampouezonet an den. Ar varzhed, pa yaont a-du gant ar bobl, ne vezont ket prizet kalz gant an diktatored. Mervel a ra difonn/An heni na chañch ket penn d'ar vazh Pa vez maleuruz en e labour pe en e garantez ; An heni na risk netra/Evid doned da benn ag e hunvreoù ; An heni nen deus ket - ha pa vehe ur wezh/Disentet douzh an avizoù fur. Bevit bremañ. Grait hiziw ar paz riskuz... Pablo Neruda. Jean-Claude Le Ruyet.20170210c.198F.


ma vie de courgette

ma vie de courgette

12/04/2023

SIN-170203-MA VIE DE COURGETTE.docx MA VIE DE COURGETTE Ur film bevaad sevenet gant : Claude Barras (2016, 1e06mn). Istoer ur paotrig naw vloaz eo. Pas ne vern pe heni. Icare en deus lazhet e vamm. Heb ober esprez, mez lazhet memestra. E vamm ne rae ket Icare anezhañ mez Courgette ataw, hag evid ar paotrig e oa daet Courgette da voud e hanw gwirion. Emzivad e oa daet Courgette da voud en un taol, rag kuitaet en doa an tad ar familh dija. Hag ar vamm n'he doa ket gellet sevel he-hunan goude-se, hag ar bier a oa dezhi evel ur balzam war he foan-galon. Ne veze ket gwall jentil gant he c'hrouadur, mez ober a rae boued mad, da beb an amzer, ha meur a wezh e c'hoarzhe gant he faotr. Setu ar pezh en doa lâret Courgette d'ar poliser karget anezhañ, karget ag henn kas d'un ti a-ratozh evid an emzivaded pe bugale distabil-braz o familhoù. Diouzhtu e vez tapet an arvesterion gant an istoer-se, a laka santimantoù tener da sevel en o bruchedoù. Mez ouzhpenn-se eh eus bet kavet ur feson braw ha kàer da sevel ar margodennoù. Ar vugale dreist-oll, seizh anezhe tolpet en ti-se, ha diwallet jentil a-walc'h gant ur renerez gozh, ur skoazellerez yaouank hag ur mestr-skol yaouank ive ha bugon gantañ pa gar. Ar vugale, pennoù braz dezhe, a zo krot an oll anezhe. Pa zigoront o daoulagad divent e vez gwelet ar bed inosant ha tristig a zo a-dreñv. Tristig ? Ur plac'hig deg vloaz hag he doa gwelet ar vandenn-vrudañ he doa lâret ne yahe ket da weled ar film-se, re drist eviti. E gwirionez n'eo ket trist ar film, na boud e ouiomp pegen diaez ha diskonfort e c'hell buhez ar vugale-se boud, pell a-zoc'h o bedoù kustum. Ur bern traoù hag a denn douzh ar vugaleaj a dremen : an diforc'hioù, ar re arall, ar brasaad a zeiz da zeiz etre poanioù ha joaioù. Mez amañ o deus gouiet ar vrazarded tro-dro penaoz aesaad an traoù, penaoz sevel un endro tomm, stabil ha komprenaduz evid ar re vihan-se. Pell omp neuze ag ar skeudennoù garw a vez prezantet dimp liez, é tiskoueziñ skolioù strizh ha kriz o lezennoù, skolioù hañval douzh toulloù-bac'h kentoc'h. Amañ e santer e klask ar vrazarded roiñ da beb unan ar pezh n'he deus ket roet ar vuhez dezhe beteg bremañ. Dedennet e ver kreñv trema ar vandennad-se, a gaver enni patromoù ar vugale a-vremañ hag a-vepred : ar chef beg-braz ha goapauz mez tener ive diouzh un tu, an hunvreer, an heni téw un tamm, an Afrikanez vihan, ar plac'hig hag a c'hoari football. Toud emaint aze gant o mizeroù, o foanioù-kalon, hag o c'hoant da c'hoari, da zeskiñ, da zizoloiñ ar bed. Ar poliser, an heni en deus graet war-dro Courgette, n'eo ket ur penn-mouldog, mez e-kontrel ur sort tad tener e galon. An heni fall n'eo ket bet ankouaet : ar voereb displijuz hag a soñj gounid argant pa c'hellehe degas he nizez ganti d'ar gêr. Un dra vad eo d'ar film-bevaad-mañ boud bet choazet evid an Oskaroù. C'hoant m'eus da sinalañ un dra nad eo ket dister. Ur bravig a film eo, gant e skeudennoù da gentañ, mez gant ar mouezhioù ive, choazet aketuz evid peb unan, hag a ra vad da gleved. Liez ne vez ket diwallet trawalc'h douzh ar son er filmoù a-vremañ : re brim e komz an dudennoù, re izel ar live (nemed hag e vehen-me daet da voud bouzar !). Petra ' ra ijinerion ar son ? Amañ a-wael e vez spiz peb frazenn, distaget fraezh. Tennet he deus Céline Sciamma ar senario a romant Gilles Paris ("L'autobiographie d'une courgette"). Un taol kàer eo film Claude Barras enta, hag e peb keñver. N'eo ket mui Walt Disney e-hunan war marc'hallec'h ar filmoù-bevaad. Jean-Claude Le Ruyet.20170103b.197F.


Passengers

Passengers

12/04/2023

SIN-170127-PASSENGERS.docx PASSENGERS Ur film sevenet gant : Morten Tyldum (2016). Gant : Jennifer Lawrence, Chris Patt, Michael Sheen (1e57). Lâret e vez ned a ket mad an traoù gant an Douar. Un tamm ken braz evel departamant ar Jura (5000 km2) zo edan kuitaad ar skorneg antarktik. Ha temperadurioù olleg ar bloaz paset é souezhañ ar c'houiañserion, gant ar c'hreñv e oa ar c'hresk. Arabad kaoud drol e vez sevenet filmoù é klask roiñ dimp un tañva ag ar pezh a c'hellehe degouezhoud. Pa grog an tan ba'n ti e klask tud zo lazhañ an tan ha lod a glask achap ar buannañ ma c'hellont. Ar pezh a zo, evid kuitaad an Douar, e rankomp pleustriñ un tammig c'hoazh evid gouied da venn achap, kentañ tra, ha da-heul ijinañ ha fabrikañ ar benvegoù gouest d'hon kas beteg du-hont, pa vo kavet ar lec'h. Rag kàer ober, bremañ eh omp sur n'eo ket tro-dro d'an heol e vo kavet un Douarig gouest d'hon degemer, gant e vitinioù kàer, e avelioù freskig, e loar visteriuz, e morioù glaz ha kement a zo amañ, war hon planedenn-ni, hiziw c'hoazh. Beteg pegoulz ? Rag evid kaoud un egzoplanedenn e ranker selled pell. Unan zo bet "kavet". Lakaet eo bet war roll an egzoplanedennoù a c'heller soñjal kaoud ur furm bennag a vuhez warne. Ur furm bennag, marse ne vimp ket koutant-braz ag ar furm-se, mez petra 'faot deoc'h, gwelloc'h eo fav eged netra. Un egzoplanedenn zo bet lakaet war ar listenn enta, hec'h anw : Kepler 186-f. A dam, n'eo ket e park hon amezeg ema, mez tost da 500 bloavezh-gouloù ! Pa yahe hon lestr-egor ken prim hag ar gouloù e rankehe dimp gortoz daou vilion a vloazioù evid douarañ warni. Ma Doue, gwell eo dimp ober hon seizh gwellañ evid moumouniñ hon douar karet ! Añfin, setu aze steuñvenn ar film. Kredabl n'eo ket bet distrujet an Douar e mod ebed, rag daet eo an denion amañ da voud gouest da gas lod ag an douaridi en egor evid trevadennañ (kolonizañ) ur blanedenn bennag. Amañ n'eo ket ken hir ar veaj : daou gant deg vloaz hebkén, ur ganet kwa ! Ha n'eus nemed pemp mil a dremenidi e-barzh an egorlestr, mui un daou gant bennag a "vartoloded". Mez daou gant vloaz a chom hir-mad c'hoazh. Setu perag e oa bet lakaet an oll da gousked skornet-mat kent kuitaad an Douar. Peb unan reud-yein en ur menier charké, ha sañset boud dihunet ez-otomatikel pewar miz e-raog douarañ. Evite er lestr peadra da lakaad ar vuhez war ar blanedenn nevez da dostaad douzh heni an Douar kozh : plantaj a beb sort, magadur, whisky mad ha kement a vo rekiz evid kalonekaad an dud pa'n em gavint du-hont, pell a-zoc'h o bro genidig, heb chañs ebed dezhe da zoned en-dro. Badadao ! Setu un aksidant bennag gant ur yuc'h meteoritoù pe mein-gurun, ha setu ma tihun daou zen. Plac'h ha paotr, na petra 'ta ! Ha dedennuz ar plac'h-se evid ar paotr, hag interesuz honnezh ouzhpenn-se, rag n'eo ket sod ar fulenn. Ne lâran ket toud deoc'h ag an istoer. Ar pezh a zo, n'int ket arruet c'hoazh. Soñjit 'ta : chom a ra nawgont vloaz dezhe da c'hortoz, deg vloaz ha pewar-ugent ! Ken kozh ha Jeanne Calmant e vint o daou pa arruint ! Hag oblijet dezhe gortoz o daou asamblez ma vo dihunet ar re arall. Petra ober er prizon-se e-pad deg vloaz ha pewar-ugent ? Lârit din, tudoù, petra a rahec'h-c'hwi ? Skriv hoc'h avañtur ? Lenn oll levroù Mikael Madeg ? Brochennad ur mouched-goûg da beb unan ag an dud kousket ? Ober bugale ? Setu aze an atersoù e c'helloc'h soñjal enne pa yaoc'h da weled ar film ha goude. Rag gwell eo boud prest da achap, ha pell, pell, pell, kenkaz... Jean-Claude Le Ruyet.20170127b.196F.


Primaire

Primaire

12/04/2023

SIN-170120-PRIMAIRE.docx PRIMAIRE Ur film sevenet gant : Hélène Angel (2017). Gant : Sara Forestier, Vincent Elbaz (1e45). Ha rekiz eo boud bet skolaerion, pe "kelennerion ar skolioù" evel ma vez lâret bremañ, evid kompren justed ar film-mañ ? A-zivoud an dro-lavar "kelenner ar skolioù" (professeur des écoles) eh eus peadra da farsal un tamm. A-c'houde gwerso e klask ar skolaerion boud anavet en o labour. Gwir eo e oa bet goulennet gante moned beteg ar lisañs, ha n'eo ket beteg ar bac kén. Sañset dezhe, gant ar live-studi-se, tapoud ur renk uhelloc'h, ha tapoud da-heul ur gopr uhelloc'h ive, evel-just, rag dre live ar pae e vez gwelet e pesort mod e vez sellet douzh an dud en o labour gant ar gevredigezh. Kreskigoù zo bet a-fed gopr, mez un titl pompaduz zo bet roet d'ar skolaerion ouzhpenn. E-lec'h "skolaerion" (instit', kwa) e vez graet "kelennerion ar skolioù" anezhe bremañ. Notit mat n'eo ket "kelennerion" hebkén. Lod ag ar gelennerion e vez graet "kelennerion ar skolioù-meur" anezhe (professeurs des universités), mez e gwirionez e vez lâret "profesor" dezhe ha setu toud, tre evel evid ar gelennerion arall, re ar skolajoù ha liseoù. Mez n'eo ket posubl ober "profesor" ag ar skolaerion. Red eo lâred "kelennerion ar skolioù". Petra eo ho micher ? - Kelenner ar skolioù ! Moian ' vehe bet lâred "kelennerion ar skolioù bihan", peogwir e vez ouzhpennet "skolioù-meur" evid ar re arall. Nann, kelennerion ar skolioù, daoust d'o zitl hir, e chom izelloc'h o statud eged heni ar gelennerion arall. Un amzer zo bet nawazh, beteg 1948 me 'gred, e veze paeet ar skolaerion a-live gant kabitened an arme. Kit da weled pegement e vez paeet kabitened an arme hiziw... D'an amzer-se e veze ar skolaer (ar rener d'an nebeutañ), e-mesk pennoù-braz peb kumun vihan, gant ar person, an noter, ar medisinour, ar maer. N'eo ket ur sort hiziw, ne vevomp ket mui er memez bed. Ma, kavet em eus ar film-mañ a-liw gant problemoù ar skol er vro hiziw-an-deiz. Ur renabl ag ar stadiadoù a c'hell boud bevet e ne vern pe skipailh pedagogel. Anw zo ag ar c'hevrivadurioù (évaluations), un torr-penn pemdezieg evid ar skolaerion a rank tremen euriadoù gant an traoù-se. N'eo ket sur e servij d'un dra bennag pouezuz-braz, pa vehe lamet digant ar melestradur ar blijadur da sevel taolennoù ha statistikoù aesoc'h beb ploaz. Anw zo ag ar gerioù ha troioù-lavar nevez, par liez douzh re ar "Précieuses ridicules" en o amzer. Ne vez ket mui lâret stilo mez "benveg skrivuz" (outil scripteur), "kanoe-kaiak" mez « une activité de déplacement d'un support flottant sur un fluide » (war lec'had Le Monde, 16/05/2015). Koll amzer e vehe klask troiñ an dra-se e brezhoneg. Gwelet e vez ive ar pezh a dreuz ar metoù bihan-se, a zo ur skipailh pedagogel. An darempredoù etre an dud, rol ha lec'h ar skoazellerezed. Rol ar familhoù ha penaoz e c'hoari an diaezamantoù-familh war ar vugale. Penaoz e ra ar skolaerion evid labourad gant skolidi diaez ha penaoz e c'hellont bevañ o buhez er-maez ag ar skol. Petra a c'hell un enseller gweled pa za ur wezh beb tri bloaz pe muioc'h e foñs ar sal-klas. Peb skolaer a gelenn hervez e bersonelezh, hervez e skiant-prenet, hervez e spered ive. Lod a zo siriuz en o labour, lod nebeutoc'h. Lod a zo solud, lod n'int ket ha gwell e vehe dezhe boud en ur lec'h arall, pell a-zoc'h bervadur pemdezieg ur c'hlasad. Gant ar vuhez-se e c'heller kompren ema ar vakañsoù un amzer pellaad, diskuizhañ ha nevesaad evid ar re a zo e karg a zazont ar vro, heb boud sortïet ag ar sistem-skol biskoazh, gwezhave. Ha gourc'hemennoù da Sara Forestier, a zo parfed en he c'hoari. Mez arabad ankouaad ar gouloù a splann e daoulagad ar vugale, pa gomprenont, hag an anaoudegezh a c'hellont kaoud evid o mistri. Jean-Claude Le Ruyet.20170120b.195F.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ