Sinema

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

UN VILLAGE SANS DIMANCHE

UN VILLAGE SANS DIMANCHE

12/04/2023

UN VILLAGE SANS DIMANCHE Teulfilm 52 mn bet savet gant Philippe BARON ha Corinne JACOB Hiziw e komzin deoc'h ag un teulfilm (un documentaire mar karit) a zo bet savet gant Philippe BARON ha Corinne JACOB diwar-benn un darvoud degouezhet er Morbihan er bloaz 1947 hag en doa padet beteg 1965. Istoer un disput a-sort gant ar re a veze gwelet e filmoù Dom Camillo gant Fernandel. Istoer un dizemglew kaled etre maer kumun Lanijenn (Lanvenegen) ha person ar barrez. Daoust d'ar film komz ag un darvoud kozh, ha meskañ dielloù hag atersadennoù tud a-vremañ, bugale pe bugale-vihan ar re o doa bevet ar brezelig-se, e vez gwelet ar film-se evel ur film leun a suspense ennañ. Diskouezet e vez UN VILLAGE SANS DIMANCHE, hanw ar film-sen enta, e stern ar pezh a vez graet anezhañ Le mois du documentaire, un tregont bennag a gumunioù ar Morbihan é kemer perzh ennañ. Da skwer, er Bonoù, e Serent e oa tu da weled ar film souezhuz-se. Ha souezhuz ar film, rag daoust d'an darvoud boud bet rust ha poaniuz evid an dud, ema daet an afer da voud ankouaet da vad, ogozig. Kroget en doa ar brezel etre ar maer, hag a oa war-un-dro rener ar skol laik, hag ar person, pa oa bet goulennet gant hennañ paeañ ur feurmaj deread evid ar presbital. Gwir eo ne baee ket muioc'h, evid ur blead, eged 125 lur, da lâred eo priz ur varaenn pewar livr d'an amzer-se ! Mez ne blegas ket ar person, hag adal ar momant-se e yaas an traoù war dreñkañ, ha treñkañ da vad. Hiziw e vehe bet ur skandal braz, ha kameraioù helaezh e Lanijenn, ha tro ar bed gant an doere goude-se war ar skrammoù sur a-walc'h. Perag ? Waet e oa an afer beteg an eskopti e Gwened. Eno e oa an Aotron Eskob, hag a oa neuze an Aotrou Bellec, e penn an traoù. Ne oa ket un den soupl, an Aotrou Bellec : evid lakaad ar maer da blegañ e oa waet beteg serriñ an iliz e Lanijenn ! Ur revolusion en amzer-se, pa yae an oll, pe dost, d'an oferenn, maouez ar maer zokén, pa yae an oll da glask boud badezet, dimezet, interet gant bennozh ar person. Adal neuze e oa daet ar vourc'h da voud didrouz : ne sone ket mui ar c'hloc'h, ne zae ket mui an dud d'ar vourc'h d'ar sul ha ne laboure ket mui ar goñversanted evel e-raog. Daw e veze d'an dud moned d'ar parrezioù tost evid kleved an oferenn, ha kas o re varw d'ar Faoued evid an obidoù, ar charke gante e foñs an otokarr. Mar ne oa ket marw ar barrez e oa klañv-braz. Mez n'eo ket toud. Ur bemzeg bennag a dud ar barrez a oa bet eskumuniget gant an eskob, ha ne oa ket bet lamet ar binijenn-se e-raog ar bloaz 1965, da lâred eo pemzeg vloaz goude ! Ya, ankouaet e oa bet an istoer-se, a zegas soñj dimp ag an ambiañs a veze heni kumunioù ha parrezioù Breizh d'an amzer-se, hanter-c'hant vloaz goude lezenn 1905 he doa graet an disparti etre ar Stad hag an Iliz. E-pad pell amzer en doa padet ar brezel, ha mard eo sioulloc'h an traoù hiziw ne sinifi ket ne chom ket bew an tan dindan ar ludu, prest da ziskoueziñ e sklaerder da beb an amzer. Soñj 'm eus ag un istoer a oa bet kontet din gant ur skolaer kozh, ur skolaer a skol an diaoul, a oa bet éc'h ober skol e Bohal, e kostez Malastreg. Douzh tu ar skol gristen e oa kentoc'h ar maer. Mez dindan melestradur ar gumun e oa an ti-skol laik. Daoust d'an dra-se e ruze ar maer evid lakaad d'ober ar labourioù rekiz evid derc'hel an ti-skol laik e stad. Ar wezh-sen e vanke un nor douzh unan a gabinetoù an ti-skol. D'an amzer-se e oa an oll gabinetoù e kourt an ti-skol, ha ti-skol Bohal a oa just e-tal an iliz. Goude boud gortaet pell àr-lerc'h dor e gabinet, ar skolaer en doa divizet moned da azeziñ war ar gadoer doull just pa oa an oferenn-bred éc'h achu, ur Ouest-France bennag digoret braz diragzañ. Ha toud an dud, é sortial ag an iliz, o doa gwelet ar skolaer publik é kac'had dirag an oll, ar sul-se. Arsa, ne oa ket bet pell ar maer é lakaad an nor a vanke d'ar gabinet. Talvouduz e vehe sur a-walc'h dastum an oll fedoù-se, a lakahe da gompren penaoz e oa an traoù etre an diw skol, un amzer zo bet, war maezoù Breizh. Peadra da farsal hiziw marse, mez dreist-oll peadra da gompren ive talvoudegezh ar laikelezh wirion, pa vez komzet ag an dra-se hiziw c'hoazh, evid abegoù arall. JCLR.28/11/2012. Sevener ar film : Philippe BARON : baronphilippe@club-internet.fr


LE CAPITAL

LE CAPITAL

12/04/2023

LE CAPITAL Ur film savet gant : COSTA-GAVRAS (2012) Gant : Gad Elmaleh, Natacha Régnier, Gabriel Byrne. Anavet mat eo Costa-Gavras, dreist-oll a-c'houde Z (1969) ha L'aveu (1970). Nevez so em eus bet tro da weled e ziwezhañ film, Le Capital, just goude un arall, un teulfilm e gwirionez, Khaos e ditl, diwar-benn an enkadenn e Bro-C'hres. Diskoueziñ a ra an teulfilm buhez diaez an dud e Athen hag er vro a-bezh, er bloazioù 2011 ha 2012. Diaez dezhe debriñ, en em lojañ, toemmed o zi, moned d'ar sinema, prenañ ul levr. Ur vuhez pemdezieg pell-pell a-zoc'h ar batimantoù ofisiel lec'h ma vez divizet gant un dornad tud arall izellaad goproù al labourerion ha pañsionoù ar retredidi. Pell-pell a-zoc'h an tier-bank lec'h ma vez c'hoariet gant argant an oll en ur mod amsklaer, kuzh, sinik ha dizonest re a-liez. Da-heul an teulfilm-se hag a daolenn ar vuhez wirion en ur mod didro, setu neuze film Costa-Gavras, Le Capital. Gant an daou film-se, hag e-korf berrig amzer, e welomp an daou du ag an afer, daou du an enkadenn : ar vizer a-hiziw e bro Platon ha Sokratez ha pinvidigezh diroll bankerion vraz ar blanedenn. Netra da weled etre an daou ved-se. E bed an argant e fard an den ken aez ha tra en un avion ispisial evid moned d'en em gleved buan en tu arall ag ar meurvor gant kensorted hañval doutañ, pe evid kavoud e vestrez e Shanghai. Bed ar goproù divuzul, ar stok-opsionoù, ar primoù ouzhpenn. Jackpot al loto, jackpot an Euromilion bemdez pe dost en o sakodoù. Klevet e vez traoù a-sort-se er mediaoù hiziw an deiz, n'eo ket gwir ? Daoust hag-eñv e teskomp un dra bennag na ouiemp ket dija ? Pas kement-se. Gouied a raomp, mui pe vui, pesort buhez a c'hell boud heni an dud-se, kustumet da c'hoari gant an argant, ha pa lâran c'hoari ne farian ket kalz. Rag un c'hoari eo, un c'hoari didruez, gwir eo, mez un c'hoari memestra. Setu kredabl ar mesaj en deus klasket roiñ Costa-Gavras dimp. En o bed emaint, hag etre ar bed-se ha heni an dud ordinel ne dreuz ket kalz a dra. Ar pezh a gont evite eo rastellad ar muiañ ma c'hellont, ha pa lâran rastellad, amañ en em drompan moarvad, rag mar rasteller gant ur rastell, e soñj an dud e heni o zad-kozh pa veze an termen da serriñ ar foenn ha da serriñ pervezh ar pezh a chome war ar prad. Amañ n'eo ket ag ur rastell sort-se e komzan evel-just, pa vez gounidet miliardoù e-korf ur serr-lagad, pa vez debret gant ar bankoù brasoc'h ar bankoù nad int ket bet fur a-walc'h evid talañ douzh lezenn c'harw ar marc'had. Rag etreze n'eo ket tener an traoù naket ! Ne wel Costa-Gavras gwellâdenn ebed en dremmwel. Ne wel dor ebed na fenestr ebed hag a c'hello leuskel un tamm freskter da voned er bed serr-se. Ne dalv ket ar boan gortoz un tamm truez anezhañ douzh ar bed arall leun a dud oblijet da dreuzvevañ dre ziseblanted ar re gentañ. Dàer ebed. Komz dous ebed. An digalon glan. Evel pa vehe war an douar daou rummad tud n'o deus netra d'ober asamblez. Evel pa vehe sunerion-gwad é tennañ o boued a wad ar re arall. Komzit aze a vreudiezh ! Komzit aze a ingalded ! Komzit a frankiz zokén ! Penaoz e c'hell an den boud libr pa ne gav e voued ha boued e vugale nemed e poubellennoù ar ruioù ? Kustum omp da weled ar vankerion evel tud lard, ur sigar gante en o begoù. Kredet en deus Costa-Gavras lakaad Gad Elmaleh, hag a zo un den treud kentoc'h, da gemer lec'h ar banker-se. Hennañ n'eo ket lard enta, mez ken lemm eo e zent evel dent ar re arall, ha lemmoc'h marse c'hoazh. Mez setu aze an dalc'h : daoust ha moian 'vo d'an dud-se, kollet en o bed pinvidig-abominabl, dall ha bouzar douzh trouz ar bed, dihuniñ abred a-walc'h evid parraad douzh an tarzh olleg ? JCLR. 2012/12/20.


QUELQUES HEURES DE PRINTEMPS

QUELQUES HEURES DE PRINTEMPS

12/04/2023

QUELQUES HEURES DE PRINTEMPS 2012 Ur film savet gant Stéphane Brizé Gant Hélène Vincent, Vincent Lindon, Emmanuelle Seigner. N'eo ket ar film-mañ, Quelques heures de printemps, bet sevenet gant Stéphane Brizé, unan hag a laosk an dud diseblant. Aon am boa da voned d'henn gweled nawazh, kement a veuleudi am boa klevet diwar e benn. Komz a ra ag ar marw. Ar marw, da lâred eo an nor hag a zo du-hont, pe du-se, pe just aze, dirag peb unan ahanimp. Komz a ra ag ur feson d'he zreuziñ, an nor-se. Ur feson divoutin, digustum. Ur feson simpl. Re simpl marse. Komz a ra ag ur vuhez, a vuhezioù, rag tra ma chomo ouzhpenn un den war an tamm douar-mañ e vo buhezioù kempred, buhezioù mesket, pe buhezioù é tremen unan e-tal an arall ha nebeud a liammoù etreze, nebeud a garantez, pe gant ur garantez na c'hell ket lâred he hanw, evel amañ. Da gentañ e remerker ar c'hi. Ur c'hi braz, a c'houlenn lec'h hag a gemer lec'h etre ar vamm hag he mab. Ken diaez m'ema an darempredoù etre an daou zen-se ma vez roet d'ar c'hi ur rol difer, gwezh evid merkañ ar gasoni, gwezh evid boud ar liamm nemetañ etreze, an digarez da dostaad en-dro unan douzh egile, da rapariñ marse an drougoù degaset gant ar vuhez. Rag mard eo klañv ar vamm, klañv braz ha kondaonet zokén gant ar vedisinourion, n'eo ket gwell ar mab en e groc'henn. Daet er-maez ag an toull-bac'h nevez-so ha dilabour, ne wel en e vamm nemed an heni hag a zalc'h da boueziñ war e goulïoù. Ha hi ne wel en he mab nemed unan lizidant, digapabl. Ur film rust eo, momantoù kaled ennañ, mez ur film just ive. Just er pezh a c'hell boud er vuhez wirion. Just ive pa ziskouez ar pezh a c'hellehe boud ha na vo ket jamez, en despet nawazh ag an dorioù digor-kàer dirag peb unan da beb termen. Chañsoù laosket da voned kuit, buhezioù kàerroc'h laosket da achap, dre ziouver a c'herioù, dre ziouver a fiziañs, dre ziouver a uvelded ive. Neuze e choaz ar vamm, Hélène Vincent amañ, moned da vervel en un ti ispisial e Bro-Suis, e-raog boud beuzet gant he c'hleñved ha koll da vad kontrol he buhez. Evel-just e c'heller lâred e choaz ar vamm ar mod-se da guitaad ar bed, rag ma ne gav ket trawalc'h a garantez en-dro dezhi, trawalc'h a c'herioù frealzuz. Mez piw a oui penaoz e vo evitañ, ha pesort soñjoù a vago e ene pa dostay douzh an termen diwezhañ ? Piw a oui ? Etre kalonegezh ha dizesper ne oui ket an den petra a reno e choaz pa vo war e zalaroù, pan do sonet an eur evitañ. Mez un dra ouzhpenn a ro ar film-se dimp da gompren muioc'h c'hoazh : na vankomp ket, a-wael, a-wael, ar chañsoù a ra ar vuhez dimp da beb termen evid he bravaad, a vomant da vomant. Rag gant peb unan ahanimp ema an alc'hwez, arabad henn ankouaad. JCLR.2012/11/05.


DANS LA MAISON

DANS LA MAISON

12/04/2023

DANS LA MAISON Ur film savet gant François OZON 1H41 Komedianed : Fabrice Lucchini, Kristin Scott-Thomas, Emmanuelle Seigner, Ernst Umhauer. Dans la maison, diwezhañ film François Ozon, a c'hell boud santet evel ur film-polis, ha nawazh n'eo ket ur film-polis. War a seblant e vew peb unan en e groc'henn, evel-se ema ar reolenn er bed, na n'ema. Diwar-se, pa faota d'unan bennag tostaad re douzh buhez an dud arall, moned en ho zi, ha tostaad douzh an dud a vew ennañ muioc'h c'hoazh, e c'hell an dra boud dañjeruz, ha dañjeruz evid an oll. Taolenniñ a ra ar film-mañ istoer ur c'helenner galleg, an Aotrou Germain, dipitet-braz gant live izel-mantruz e liseidi, nad int ket gouest da sevel teir frazenn da-heul evid kontiñ o dibennoù-sizhun dre skrid. Neuze, tra souezhuz ebed mar sav bugon en-dro e penn ar c'helenner-se pa remerk pegen braw ha pegen aez e ta ar frazennoù skrivet gant unan ag e skolidi, Claude Garcia e hanw. Danvez ur skrivagner zo gant hennezh, santoud a ra hon kelenner an dra-se. Parfed eo aze Fabrice Lucchini evel kelenner etre daou ved, heni ar realded hag heni an hunvreoù. Siwazh, siwazh, n'eo ket splann c'hoantoù ar paotr yaouank Claude. Ur c'hamarad-skol en deus, ur lisead arall daet da voud e gamarad evel pa vehe bet tennet d'ar sord, rag n'eo ket hañval tamm ebed hon daou ganfard, e mod ebed : n'eus ket netra kumun etreze ! Ar pezh a zedenn Claude zo ti an arall. Pas ar savadur hebkén, mez an ti gant e diegezh : an ti gant an dud hag o buhez en ti-se. Ha setu skoet ar soñj en e benn moned e-barzh an ti-se, digoriñ an nor anezhañ, gweled penaoz e vew peb unan e-barzh : e vignon evel-rezon, mez ive an tad, ha dreist-oll ar vamm c'hoazh&ha kontiñ an traoù dre ar munud d'e gelenner goude-se. Pa vehe bet sklaer an traoù e penn ar c'helenner ive e vehe bet lakaet un arrest d'an avañtur, ha buan a-walc'h, ar pezh he doa kenniget e vaouez dezhañ. Rag en tu arall ag ar limit e yae ar lisead, war un dachenn riskluz-braz. Mez tapet e vez peb unan gant e ziaouled, petra 'faot deoc'h ! Rag a zeiz da zeiz e tegase Claude ur bajennad d'e gelenner, ur bajennad hag a achue ataw gant ar memez gerioù : à suivre, da voud kendalc'het. Adal ar penn-kentañ e vez sachet evezh ar sellerion gant itrik ar film-se, leun a fent ouzhpenn-se : gwir eo, p'en em gavomp gant Fabrice Lucchini, ne vezomp ket pell a-zoc'h ar fent hag an c'hoarzh. Douget eo ar film ive, ha douget braw, gant kened Kristin Scott-Thomas ha chalm Emmanuelle Seigner. Ernst Umhauer, e rol ur lisead-skrivagner, a ziskouez boud ur c'homedian ag an dibab, bet gwelet e ouzhpenn ur film dija. Gant Dans la maison ema daet François Ozon da benn ag un taol-kàer, a dra sur. JCLR.2012/11/07.


ALMANYA

ALMANYA

12/04/2023

Evid digoriñ ar rubrikenn sinema war RBG eh an da gomz deoc'h hiziw ag ur film alaman : ALMANYA (gwersion c'halleg) Ur Film YASEMIN SAMDERELI 1H41 Komedianed : Vedat Erincin, Fahri Ögün Yardim, Lilay Huser, Demet Gül, Aykut Ka yacik, Aycazn Vardar, Ercan Karacayli, Kaan Aydogdu, Siir Aloglu, Aliya Artuc. Setu amañ ur c'hàer a film diwar-benn buhez al labourerion durk en Alamagn goude ar bloazioù 1960. Dober he doa an Alamagn a wazed evid adsevel ar vro goude ma oa bet distrujet honnañ ged ar brezel ha goude ma oa bet lazhet lod kàer ag ar baotred waet da soudarded. Setu e oa daet ouzhpenn ur milion a estrenion da labourad eno, en o zouesk helaezh a Durkiz. Mez 40 vloaz goude, troioù 2011, ema daet an dud-se da voud hanter-Alamaned, desket ar yezh nevez gete, ankouaet an turkeg evid lod anezhe ha dianav a-grenn ar yezh-se d'ar vugale. Ha mesket ar familhoù ouzhpenn-se, rag ne anav ar garantez harz ebed : nag ar yezh, na liw ar c'hroc'henn, nag ar relijion. Setu an istoer : "Petra on-me : Turk pe Alaman ?" a c'houlenn Cenk, ur paotrig c'hwec'h vloaz a garehe c'hoari football ive, pa ne faot ket na d'e gamaraded alaman na d'e gamaraded turk henn degemer en o skipailh. Evid kalonekaad Cenk e kont Canan, e geniterw 22 vloaz, istoer o zad-kozh Hüseyin, hag a oa daet d'an Alamagn e fin ar bloazioù 1960. Daet e oa da labourad eno, mez nen doa ket gortaet re kent lakaad e familh da zoned da vevañ du-hont getoñ ive. Un istoer kàer eo Almanya diwar-benn an denelezh. En tu arall ag ar yezh, ar vro, ar relijion, ar modoù da vevañ, ema mab-den ar memez heni war an tamm douar-mañ. Galvet he doa an Alamagn labourizion, ha tudoù eo a zo daet, ha n'eo ket labourizion hebkén. Tud, gwazed ha maouezed da-heul, tud ged o istor broadel, o istoerioù personel, o c'hustumoù, o c'hoantoù, o froblemoù-bevañ, o foanioù hag o esperoù ive. Ur film leun a garantez evid an dud-sen eo, an dud-se o doa asantet kuitaad o broioù evid bevañ gwell. Ur film leun a garantez evid an Turki ive, hag a zo poblet ged tud eveldimp, tost douzhimp en o jestoù-pemdez. Mez ur film leun a garantez evid an Alamagn ive, he doa gellet pareañ goulïoù ar brezel a-drugarez d'ar labourerion estren-se. War un tu arall em eus karet ar film-sen ive abalamour d'ar mod ma kenvew ar yezhoù ennañ. Stok ar yezhoù n'eo ket un dra dister p'en em gav tud dishañval o farlant er memez ispisiri. Ar mod ma c'hoari an dud ged an diw yezh a ziskouez ive beteg menn emaint prest da voned evid degemer an nesañ. Hag er film-se e vez santet ha gwelet ar pazoù a ra peb unan evid tostaad douzh egile, na boud e vez kavet ive speredoù kloz, hag a zo anezhe ive, arabad hunvreal re. Gwir eo e kont ar film traoù kàer, re gàer marse, darvoudoù munud a zegouezh liez a-walc'h gant an divroidi p'en em gavont en ur bed estren war meur a dachenn. Kredabl ne vez ket farsuz evel-se buhez pemdezieg an divroidi-se, daw dezhe añdur momantoù displijuz hag anavoud an droug-hirnezh evid o bro-orin. Mez ne vern ket. A-benn ar fin e ra vad filmoù a-sort ged Almanya evid roiñ dimp da soñjal e vez gwraet ar bed ged an dud a-volontez vad ive, ha dreist-oll gete zokén, pa vez diskouezet dimp, hag a-hed ar bloaz, torfedoù divalaw a beb sort, peadra d'hon lakaad da goll fiziañs en dazont. Pas, pas, leun a draoù kàer zo, daw dimp en em gustumiñ da selled doute ive. JCLR.2012/09/21.


CE QUE LE JOUR DOIT A LA NUIT

CE QUE LE JOUR DOIT A LA NUIT

12/04/2023

CE QUE LE JOUR DOIT A LA NUIT (2h39) Ur film savet gant Alexandre ARCADY (2011) Gant : Nora Arnezeder, Fu'ad Ait Aattou, Anne Parillaud. Filmoù zo a zegas d'an arvester ar santimant e anav un tammig ar bed a vez roet dezhañ da weled. N'em boa ket anavet ar bed-se, an heni diskouezet amañ, mez klevet komz anezhañ hebkén. Nawazh e oa un tammig ennin dija. Hag an endro istorel-se, honnezh n'helle ket boud heb pouezañ war buhez an dud, ken diaez ma vez d'an den bevañ er-maez ag e amzer. Istoer ur garantez dibosubl eo ar film braw-mañ, na gaver ket ema hir daoust dezhañ padoud ouzhpenn diw euriad hanter. Ur garantez dibosubl etre Jonas (pe Younès), paotr ar vro, hag Emilie, merc'h Fransizion. Ur vuhez arall digor diragze ha rac'hwizet evid abegoù a vehe kemeret evel abegoù toull hiziw-an-deiz, kredabl, mez abegoù solud a-walc'h er mare-se. Ar garantez abred, heni ar vugaleaj, pa zasson en-dro e kalonoù daou zen yaouank, e deraou o buhez, ar garantez-sen a ziskouez he nerzh ha n'eus ket a voug douti, kàer ober. Kàer ober ya, kàer gwaskañ warni, ataw e chomo ur merk e kalon an heni laosket, an heni losket. Ne lârin ket ar perag deoc'h amañ. Hi a zeske soniñ gant ar piano e ti moereb Jonas, lec'h ma oa bet degemeret hennañ adal ma oa naw vloaz. Dija he doa tridet e galon eviti, ha gant ur rozenn lakaet e kuzh en he sac'h en doa henn roet dezhi da gompren. Mez troiñ a ra buan ar bloazioù, ha setu dispartiet an daou garedig beteg en em gavoud en-dro, mez en oad. Siwazh, stank e oa ar skoilhoù war o hent. Un nebeud bloazioù e-raog an eil brezel-bed e krog an istoer, en Aljeri. Ema c'hoazh an trevadenniñ (ar golonizasion), e barr he brud, mez trouzioù zo, sinoù zo a ziskouez ema ar bed é troiñ hag an Istoer braz é labourad an dud. Un Aljeri etre daou ved, heni ar beizanted, ar fellahed, peizanted paour, gwasket gant ar melestradur gall diouzh un tu mez ive, diouzh an tu arall, gant kaïded ar vro. Gwelet e vez ar Fransizion mistri en o domani, mistri onest pe mistri fallagr. Gwelet e vez penaoz e c'hoari darvoudoù ar bed a-bezh war blanedenn ar vro-se, dija, kent ar globalizadur a-vremañ. Gwelet e vez penaoz e vez maget an tonkadoù gant jestoù nad int ket just, jestoù a laka ar c'halonoù da galetaad, leun a ranku enne. Braw eo an dudennoù en o c'hoari, ha soniñ a ra just peb tra, d'am soñj ataw. Souezhet on bet é weled Anne Parillaud er film-mañ, e kroc'henn ur vourc'hizez hec'h amzer vak, un tammig kollet ha hunvreüz, rag soñj am boa ag he rol leun a feulster er film Nikita, pa oa yaouank c'hoazh. Brased ur c'hontrast, m'hel lâr deoc'h ! Ur livadur eo film Alexandre Arcady, livadur ur gevredigezh war gemmañ, gwallgaset gant turmud ar bed. A-benn ar fin e seblant diaez d'ar pobloù chañch o mod-bevañ ha framm o c'hevredigezh heb moned beteg ar c'hrogadoù, beteg ma vo tud trec'h ha tud trec'het. D'an achuamant e vo boutet ar Fransizion er-maez. E-korf diw euriad hanter bennag e vez gwelet buhezioù é tremen. Ha buan evel-just. Pa achu ar film e achu ar vuhez ive. Penaoz ober, evid chom heb kaoud keuz goude hon oll zeizioù ? Rag ur film war dem ar c'heuz eo hennañ. Penaoz ober, evid na gaoud keuz, nemed krogiñ e-barzh ar vuhez a zo bet roet dimp, mez heb mankoud an eur ; krogiñ e-barzh evel en un aval chugonuz, pa vez an termen c'hoazh... JCLR.20121121.


J'ENRAGE DE SON ABSENCE

J'ENRAGE DE SON ABSENCE

12/04/2023

J'ENRAGE DE SON ABSENCE (1e38) Savet gant : Sandrine Bonnaire (2011) Gant : William Hurt, Alexandra Lamy, Augustin Legrand. Da gentañ rac'h e rin deoc'h amañ steuveñn ar film. Goude boud bet pell a-zoc'h ar vro e-pad deg vloaz, e ta Jakez en-dro da weled e ez-vaouez, Mado, hag a zo addimezet bremañ. Etre Jakez ha Mado e chom marw kriz ur c'hrouadur o doa bet gwezhall asamblez. Pa ziskouez Mado boud eüruz bremañ, e weler hebdale ned a ket hañval tamm ebed evid Jakez. Gouied a raomp pegen kizidig, pegen sañsibl e vez Sandrine Bonnaire ; he lod a boanioù personel he deus bet en he familh. Arabad boud souezhet neuze he gweled é livañ ken pervezh ar mod ma laka an dud o buhezioù da ziaesaad, ha da vreinañ zokén. Ha war-un-dro, penaoz e lakont buhez ar re arall da vreinañ ive. Mado, er film, savet he buhez en-dro gant he gwaz nevez, he deus bet ur bugel arall gantañ, Paol, ur paotrig seizh vloaz. Pa wel Jakez ar paotrig-se e ta soñj dezhañ hag ar paotr kentañ marvet, ha tamm-ha-tamm e ta Paol da voud ken tost doutañ evel an heni na welo ket kén. Pa laosk an den ar binim da voned en e wazhiad ne oui ket penaoz e achuo e draoù. Hag evel-se eh a an traoù gant ar film. Filmoù a-sort-se a ra dimp da weled a-dost dizalbad ar bed a sav peb unan en-dro dezhañ, ur bed bet savet gant helaezh a strivoù evid derc'hel an taol e troioù rust ar vuhez. Mez netra nemed un tamm grozol hag e krog an dud da gammañ. Nawazh, a-benn ar fin, da betra sevel sort filmoù a ziskouez tu teñwel an denion, tu teñwel an denelezh ? En dro dimp e kennig ar vuhez he lod a zarvoudoù kriz ha kaled, mantruz ha dispi. Mechal mar ne vehe ket gwell diskoueziñ hentoù arall d'an dud a-vremañ, sevel ur vuhez arall, digor war un dazont splannoc'h. Ya, a vo lâred din, é hunvreal eh oc'h. Ha gwell e vehe soñjal e vo falloc'h-fall stad ar gevredigezh, ha soñjal ive e vehe ar gwellañ d'ober tennañ e vad ag an amzer é troiñ, daoust ma vo diwar-goust ar re arall, braz ha bihan ? Ur gazetenn a resevan er gêr ha pa vehe e brezhoneg e vehe he hanw an Termen d'Ober. Ha diskoueziñ a ra ar gazetenn-se ar pezh a vez graet e seizh kognel ar bed gant lod evid tennañ an dud d'ar lein kentoc'h eged o sachañ d'an diaz ; evid o broudiñ da voned war-raog kentoc'h e-lec'h chomel da glemm ha da trueziñ d'an amzer. Hiziw-an-deiz hon eus oll ur choaz d'ober. JCLR.20121205.


POPULAIRE

POPULAIRE

12/04/2023

POPULAIRE 2012 Ur film savet gant : Régis Roinsard. Gant : Romain Duris, Déborah François. Vad a ra da Yann ha d'e gensorted splujañ un tammig en amzer dremenet. Vad a ra gweled ar vuhez evel ma oa en-dro dimp pa oamp yaouank. Evel-rezon e rank an den boud tapet ur serten oad evid kavoud plijadur en afer-se. Ar grennarded a-hiziw ne welint aze nemed kozh traoù. Soñjit un tammig : ur film savet a-zivoud ar skriverezoù, da lâred eo a-zivoud ar machinioù a servije d'an dud, maouezi dreist-oll, da vizskrivañ, ar pezh a zo skriv mez n'eo ket gant an dorn, n'eo ket dornskriv, nann, bizskriv, da lâred eo skriv gant begoù o bizied, dre skoiñ war stokelloù ur mekanik-skrivañ. Ha fonnaploc'h-fonnabl, ouzhpenn kement-se, buannoc'h-buan, primoc'h-prim ! Beteg boud gouest da gemer perzh e koñkourioù-sekreterezed, evid gouied piw a vo an heni brimañ anezhe. Koñkourioù a veze savet er rannvroioù a Frañs, mez koñkourioù pe kenstrivadegoù etrebroadel ive. Nag a blijadur aze da Varienna diskoueziñ hec'h amparted, nag a labour ive sur a-walc'h. Ur gwir c'hourdonadur hebkén a veze gouest da lakaad ar gandidadez a-live. Daw e veze dezhi kavoud ur gourdoner enta, hag unan didruez evel-just& pe d'un danvez-gourdoner kavoud e Varienna. Aze ema tem ar film, lec'hiet e fin ar bloazioù 1950, ur film romañset gant un istoer a garantez ouzhpenn, un istoer a garantez a-sort gant ar re a blije d'ar maouezi d'an amzer-se (ha d'ar baotred ive sur a-walc'h, na boud ne vo ket akord ar re-mañ marse gant ar pezh eh on é lâred amañ). Bremañ e vez gwelet otoioù 4x4 é roulad, otoioù regulet o zizh, otoioù kemmesk o grem, tredan-hag-esañs pe otoioù a ya war-raog gant tredan hebkén. Mez er film e tizoloomp un amzer dispariset dija, amzer an Dauphine vihan. D'an amzer-se e hunvree ar c'hrennardezed boud sekreterezed, evid pellaad a-zoc'h modoù kozh o zud, micherourion pe beizanted hag a oa stank er boblañs d'an amzer-se. N'ankouomp ket e oa penn kentañ ar bloaziadoù e vez graet prantad an 30 Vloaziad Gloriuz anezhe, les Trente Glorieuses, na petra 'ta ! Rag moned da vevañ e kêr a glaskent ober, ar merc'hed-se, kavoud ur vicher brop, kuitaad ar bed kozh, heni ar brezhoneg, da skwer& N'eo ket a Vreizh e komz ar film, mez a gêr Lisieux. Mez soñj 'm eus c'hoazh ag ar stad a veze gwraet e-kostez Henbont ag ur skol brevez hag a stumme ar merc'hed yaouank-se, skol ar Boutiez, e-tal sant-Jili. Luc'hañ a rae daoulagad ar mammoù pa c'hellent embann e oa bet degemeret o merc'h er skol-se. Pell-mat zo dija ema bet kaset ar mekanikoù-skriv-se d'ar mirdi. Bremañ e raer gant an urzhiataer, ar smartphone ha kement a zo. Istoerioù karantez a sav hiziw-an-deiz c'hoazh ur sort, abalamour d'ar benvegoù-se, gras dezhe pe&en despet dezhe ! A-benn ar fin e chom an dud evel m'emaint a-dreuz an amzer. N'eus nemed ar bed a savont hag a chañch, ha buan a-walc'h. Lod a lâr eh omp bet re bell, re vuan. Mez an dra-se zo un afer arall. D'an amzer-se ne veze ket komzet a zazont ar blanedenn c'hoazh. Oad an inosañs e oa c'hoazh. Un tamm kompren ag hon respontegezh marse hon eus tapet a-c'houde& JCLR. 20130109.


UNE FAMILLE RESPECTABLE

UNE FAMILLE RESPECTABLE

12/04/2023

UNE FAMILLE RESPECTABLE 2012 Savet gant : Massoud Bakhshi. Gant : Babak Hamidian, Mehrdad Sedighian. Ne vank ket a filmourion en Iran. Ur c'hant bennag a filmoù a vez produet eno beb ploaz (evel Une séparation, savet gant Asqhar Farhadi e 2011). N'o gwelomp ket oll, ar filmoù-se, mez setu unan ouzhpenn a dalv boud gweled, unan nad eo ket bet berzet gant ar galloud iranian. Ouzhpenn ur wezh em boa klevet Albert Boché é lâred e oa ar washañ tra boud dindan ur galloud kaset gant ur relijion bennag. Pa oa ar Frañs é roiñ bod d'an ayatollah Khomeyni ha pa oa an oll é hetiñ marw ar Shah en Iran, e soñje-eñv e vehe bet gwazh an traoù goude evid Iraniz. N'anavan ket an Iran a hiziw ha n'em boa ket anavet Iran ar Shah, ar pezh an doa gwraet Albert Boché. Mez n'eo ket sur o deus gounidet Iraniz un dra bennag gant ar republik islamist savet e 1979. Setu ar pezh a welomp gant ar film Une famille respectable, kentañ film Massoud Bakhshi, anavet gant e deulfilmoù hebkén e-raog ar film-mañ. Evel-just n'eo ket respetaduz tamm ebed ar familh-se, hag a vew bremañ en Iran nevez, dindan lezenn ar charia. Gweled a raomp pouez ar relijion war an dud, war ar maouezi dreist-oll. Rag ar maouezi d'an nebeutañ o deus kollet ar frankiz a oa o heni e-raog, evel an droed d'en em wiskañ hervez o c'hoant, da skwer. Gweled a raomp ive pegen breinet ema ar gevredigezh, gant goubrenerezh (korrupsion) ar re a oa é terc'hel ar sugelloù e-raog an dispac'h. Kuriused tra : ar memez re a oui penaoz tennañ o mad hag o madoù ataw, kalz ne vern pesort endro politikel a zegouezh en o bro. Gouest int da asantañ da ne vern pesort stern ideologel ha da ganañ ne vern pesort kanenn nevez, gant ma chomint e tu uhellañ ar ru. Ha mar n'eo ket an tad e vo ar mab. Degas a ra ar film-se soñj dimp a zarvoudoù kozh bremañ, ankouaet gant an dud, moarvad, kement a draoù a rank an den lonkiñ hiziw-an-deiz mar faota dezhañ gouied ar pezh a zegouezh er bed a-bezh. Re a zoereioù a lazh an doereioù hag a luzia spered an den. Komz a ran amañ ag ar brezel en doa lakaet Iran ar revolusion da dalañ douzh arme vodern Irak Saddam Hussein. An Irak eo en doa disklaeriet ar brezel, mez c'hoant Khomeny a oa ive skarzhañ Saddam Hussein evid strewiñ e zispac'h er rannvro a-bezh. Traoù hañval o doa klasket dispac'herion ar Frañs ober ive en o amzer, ha traoù hañval c'hoazh ar pezh o doa klasket ar gomunisted ober pa oa bet diskaret an tsar er Rusi e 1917. Padet en doa ar brezel-se 8 vloaz ; 8 vloaz, da lâred eo an hanter hirroc'h eged ar brezel pewarzeg etre ar Frañs hag an Alamagn. Ouzhpenn ur million a dud, Iraniz hag Irakiz, o doa kollet o buhez e-pad ar brezel-se. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e vez roet kalon d'ar soudarded, dezhe da gavoud kalonegezh da vervel evid ar vro ha doned da voud merzherion. Mervel evid un uhelvennad brasoc'h eged an den, ataw e kav ar pennoù braz en abri e lec'hioù kled ha sur ar pezh a zo da lâred evid kas Yann ha Loeiz da c'hoari gant o buhez war an talbennoù. JCLR. 20130102.


ARGO

ARGO

12/04/2023

ARGO Sevener : Ben AFFLECK Gwersion c'halleg (1e59) Savet eo bet ar film amerikan-mañ diwar fedoù gwir, degouezhet da vare an dispac'h en Iran, e 1979, pa oa bet skarzhet ar Shah Mohammad Reza Pahlavi. Hennezh a oa gwelet evel un diktator en e vro ha daet fall-fall e oa gant ar boblañs evid-se. Klañv-braz e oa d'an termen-se ha kavet en doa repu er Stadoù-Unanet, ar pezh en doa lakaet kounnar ar boblañs douzh an Amerik da zoubliñ c'hoazh, an Amerik hag a oa ar Satan Braz evid Iraniz. Evid tri zra em eus kavet ar film-se interesuz. - Da gentañ dre ar plas roet d'ar boblañs fuloret, d'ar maread tud kounnaret, maliset-ruz. Tu zo da weled ar fenomen-se evel un tsunami, ur raz-mare : netra d'ober pa fard warnoc'h, netra d'ober nemed gortoz ma tay an traoù sioul en-dro. Evel ur gwir loen ema, kaset war-raog gant ur volontez dall, nebeud a santimant ennañ ha nebeutoc'h a soñjal c'hoazh. Distruj, setu ar pezh a gas an dud war-raog. Distruj ar pezh en doa o lakaet da blegañ, da sujañ, da serriñ o begoù, da soufriñ. Piw a rebecho dezhe klask en em zijabliñ ag un tirant ? Mez spontuz eo gweled nerzh an engroez-se entanet gant ar gounnar ha c'hoant dezhe d'ober taol net. Ya, evel un tsunami uhel evel un den eo, ha graet gant kantadoù a dud, miliadoù a dud, ha peb elfenn, da lâred eo peb den ag ar morad-tud, karget gant an nerzh spontuz-se. Setu kentañ skeudenn greñv ar film. - An eil tra : kompren penaoz e c'hell ar c'honvañsionoù etrebroadel boud skañv ha didalvoud pa zegouezh sort darvoudoù en ur vro. Ema ar c'hannatïoù (tier an ambasadored) lec'hioù na aparchont ket d'ar vro a zo tro-dro. Da skwer, kannati ar Stadoù-Unanet e Teheran a aparchant d'ar Stadoù-Unanet, un tamm ag an douar amerikan eo, ha n'eo ket d'an Iran. Mez pa ziviz an dud aloubiñ an tachad difer-se, ogozig sakr, petra ober ? Diskoueziñ a ra ar film dimp pegen distabillaet e c'hell boud servijoù ur vro dirag sort darvoudoù, a pa vehe galloudusañ bro ar bed, ar Stadoù-Unanet amañ. N'hell ket an nerzh boud un diskloum. Daw eo lakaad neuronoù an empennoù da labourad. Dreist-oll amañ evid tennañ ag an Iran c'hwec'h Amerikan o doa kavet repu e kannati ar C'hanada e Teheran. - An drived tra : rol peb unan. Gwelet e vez pegen pouezuz e kont mestroniezh peb unan p'en em gav e-kreiz ur stadiad sort-se. Daw eo d'an den boud mestr war e fromoù, kuzhañ e aon, diskoueziñ ar c'hontrel, da lâred eo roiñ fiziañs d'an enebourion pa n'eus tamm fiziañs ebed da c'hortoz anezhe. Aze e oa nerzh an den karget a gas an taol-se da benn : ur mestr braz war e fromoù e oa, hag e emskiant ataw é soñjal er pal, a oa ur pal tizhet dija, en e benn ataw, daoust d'an dañjerioù helaezh a oa tro-dro. Hag ar pal e oa tennañ an dud, ha bew, ag an enkadenn-se. Sinema ? Ya, sinema. Mez diazezet war fedoù gwir. Gouest eo tud zo, n'eus ket kalz anezhe, da zoned da benn a draoù dibosubl da Yann. Un hanw a vez roet dezhe : tud veur, gouroned, pe harozed, evel ma karit. JCLR. 06/12/2012.ARGO Sevener : Ben AFFLECK Gwersion c'halleg (1e59) Savet eo bet ar film amerikan-mañ diwar fedoù gwir, degouezhet da vare an dispac'h en Iran, e 1979, pa oa bet skarzhet ar Shah Mohammad Reza Pahlavi. Hennezh a oa gwelet evel un diktator en e vro ha daet fall-fall e oa gant ar boblañs evid-se. Klañv-braz e oa d'an termen-se ha kavet en doa repu er Stadoù-Unanet, ar pezh en doa lakaet kounnar ar boblañs douzh an Amerik da zoubliñ c'hoazh, an Amerik hag a oa ar Satan Braz evid Iraniz. Evid tri zra em eus kavet ar film-se interesuz. - Da gentañ dre ar plas roet d'ar boblañs fuloret, d'ar maread tud kounnaret, maliset-ruz. Tu zo da weled ar fenomen-se evel un tsunami, ur raz-mare : netra d'ober pa fard warnoc'h, netra d'ober nemed gortoz ma tay an traoù sioul en-dro. Evel ur gwir loen ema, kaset war-raog gant ur volontez dall, nebeud a santimant ennañ ha nebeutoc'h a soñjal c'hoazh. Distruj, setu ar pezh a gas an dud war-raog. Distruj ar pezh en doa o lakaet da blegañ, da sujañ, da serriñ o begoù, da soufriñ. Piw a rebecho dezhe klask en em zijabliñ ag un tirant ? Mez spontuz eo gweled nerzh an engroez-se entanet gant ar gounnar ha c'hoant dezhe d'ober taol net. Ya, evel un tsunami uhel evel un den eo, ha graet gant kantadoù a dud, miliadoù a dud, ha peb elfenn, da lâred eo peb den ag ar morad-tud, karget gant an nerzh spontuz-se. Setu kentañ skeudenn greñv ar film. - An eil tra : kompren penaoz e c'hell ar c'honvañsionoù etrebroadel boud skañv ha didalvoud pa zegouezh sort darvoudoù en ur vro. Ema ar c'hannatïoù (tier an ambasadored) lec'hioù na aparchont ket d'ar vro a zo tro-dro. Da skwer, kannati ar Stadoù-Unanet e Teheran a aparchant d'ar Stadoù-Unanet, un tamm ag an douar amerikan eo, ha n'eo ket d'an Iran. Mez pa ziviz an dud aloubiñ an tachad difer-se, ogozig sakr, petra ober ? Diskoueziñ a ra ar film dimp pegen distabillaet e c'hell boud servijoù ur vro dirag sort darvoudoù, a pa vehe galloudusañ bro ar bed, ar Stadoù-Unanet amañ. N'hell ket an nerzh boud un diskloum. Daw eo lakaad neuronoù an empennoù da labourad. Dreist-oll amañ evid tennañ ag an Iran c'hwec'h Amerikan o doa kavet repu e kannati ar C'hanada e Teheran. - An drived tra : rol peb unan. Gwelet e vez pegen pouezuz e kont mestroniezh peb unan p'en em gav e-kreiz ur stadiad sort-se. Daw eo d'an den boud mestr war e fromoù, kuzhañ e aon, diskoueziñ ar c'hontrel, da lâred eo roiñ fiziañs d'an enebourion pa n'eus tamm fiziañs ebed da c'hortoz anezhe. Aze e oa nerzh an den karget a gas an taol-se da benn : ur mestr braz war e fromoù e oa, hag e emskiant ataw é soñjal er pal, a oa ur pal tizhet dija, en e benn ataw, daoust d'an dañjerioù helaezh a oa tro-dro. Hag ar pal e oa tennañ an dud, ha bew, ag an enkadenn-se. Sinema ? Ya, sinema. Mez diazezet war fedoù gwir. Gouest eo tud zo, n'eus ket kalz anezhe, da zoned da benn a draoù dibosubl da Yann. Un hanw a vez roet dezhe : tud veur, gouroned, pe harozed, evel ma karit. JCLR. 06/12/2012.ARGO Sevener : Ben AFFLECK Gwersion c'halleg (1e59) Savet eo bet ar film amerikan-mañ diwar fedoù gwir, degouezhet da vare an dispac'h en Iran, e 1979, pa oa bet skarzhet ar Shah Mohammad Reza Pahlavi. Hennezh a oa gwelet evel un diktator en e vro ha daet fall-fall e oa gant ar boblañs evid-se. Klañv-braz e oa d'an termen-se ha kavet en doa repu er Stadoù-Unanet, ar pezh en doa lakaet kounnar ar boblañs douzh an Amerik da zoubliñ c'hoazh, an Amerik hag a oa ar Satan Braz evid Iraniz. Evid tri zra em eus kavet ar film-se interesuz. - Da gentañ dre ar plas roet d'ar boblañs fuloret, d'ar maread tud kounnaret, maliset-ruz. Tu zo da weled ar fenomen-se evel un tsunami, ur raz-mare : netra d'ober pa fard warnoc'h, netra d'ober nemed gortoz ma tay an traoù sioul en-dro. Evel ur gwir loen ema, kaset war-raog gant ur volontez dall, nebeud a santimant ennañ ha nebeutoc'h a soñjal c'hoazh. Distruj, setu ar pezh a gas an dud war-raog. Distruj ar pezh en doa o lakaet da blegañ, da sujañ, da serriñ o begoù, da soufriñ. Piw a rebecho dezhe klask en em zijabliñ ag un tirant ? Mez spontuz eo gweled nerzh an engroez-se entanet gant ar gounnar ha c'hoant dezhe d'ober taol net. Ya, evel un tsunami uhel evel un den eo, ha graet gant kantadoù a dud, miliadoù a dud, ha peb elfenn, da lâred eo peb den ag ar morad-tud, karget gant an nerzh spontuz-se. Setu kentañ skeudenn greñv ar film. - An eil tra : kompren penaoz e c'hell ar c'honvañsionoù etrebroadel boud skañv ha didalvoud pa zegouezh sort darvoudoù en ur vro. Ema ar c'hannatïoù (tier an ambasadored) lec'hioù na aparchont ket d'ar vro a zo tro-dro. Da skwer, kannati ar Stadoù-Unanet e Teheran a aparchant d'ar Stadoù-Unanet, un tamm ag an douar amerikan eo, ha n'eo ket d'an Iran. Mez pa ziviz an dud aloubiñ an tachad difer-se, ogozig sakr, petra ober ? Diskoueziñ a ra ar film dimp pegen distabillaet e c'hell boud servijoù ur vro dirag sort darvoudoù, a pa vehe galloudusañ bro ar bed, ar Stadoù-Unanet amañ. N'hell ket an nerzh boud un diskloum. Daw eo lakaad neuronoù an empennoù da labourad. Dreist-oll amañ evid tennañ ag an Iran c'hwec'h Amerikan o doa kavet repu e kannati ar C'hanada e Teheran. - An drived tra : rol peb unan. Gwelet e vez pegen pouezuz e kont mestroniezh peb unan p'en em gav e-kreiz ur stadiad sort-se. Daw eo d'an den boud mestr war e fromoù, kuzhañ e aon, diskoueziñ ar c'hontrel, da lâred eo roiñ fiziañs d'an enebourion pa n'eus tamm fiziañs ebed da c'hortoz anezhe. Aze e oa nerzh an den karget a gas an taol-se da benn : ur mestr braz war e fromoù e oa, hag e emskiant ataw é soñjal er pal, a oa ur pal tizhet dija, en e benn ataw, daoust d'an dañjerioù helaezh a oa tro-dro. Hag ar pal e oa tennañ an dud, ha bew, ag an enkadenn-se. Sinema ? Ya, sinema. Mez diazezet war fedoù gwir. Gouest eo tud zo, n'eus ket kalz anezhe, da zoned da benn a draoù dibosubl da Yann. Un hanw a vez roet dezhe : tud veur, gouroned, pe harozed, evel ma karit. JCLR. 06/12/2012.ARGO Sevener : Ben AFFLECK Gwersion c'halleg (1e59) Savet eo bet ar film amerikan-mañ diwar fedoù gwir, degouezhet da vare an dispac'h en Iran, e 1979, pa oa bet skarzhet ar Shah Mohammad Reza Pahlavi. Hennezh a oa gwelet evel un diktator en e vro ha daet fall-fall e oa gant ar boblañs evid-se. Klañv-braz e oa d'an termen-se ha kavet en doa repu er Stadoù-Unanet, ar pezh en doa lakaet kounnar ar boblañs douzh an Amerik da zoubliñ c'hoazh, an Amerik hag a oa ar Satan Braz evid Iraniz. Evid tri zra em eus kavet ar film-se interesuz. - Da gentañ dre ar plas roet d'ar boblañs fuloret, d'ar maread tud kounnaret, maliset-ruz. Tu zo da weled ar fenomen-se evel un tsunami, ur raz-mare : netra d'ober pa fard warnoc'h, netra d'ober nemed gortoz ma tay an traoù sioul en-dro. Evel ur gwir loen ema, kaset war-raog gant ur volontez dall, nebeud a santimant ennañ ha nebeutoc'h a soñjal c'hoazh. Distruj, setu ar pezh a gas an dud war-raog. Distruj ar pezh en doa o lakaet da blegañ, da sujañ, da serriñ o begoù, da soufriñ. Piw a rebecho dezhe klask en em zijabliñ ag un tirant ? Mez spontuz eo gweled nerzh an engroez-se entanet gant ar gounnar ha c'hoant dezhe d'ober taol net. Ya, evel un tsunami uhel evel un den eo, ha graet gant kantadoù a dud, miliadoù a dud, ha peb elfenn, da lâred eo peb den ag ar morad-tud, karget gant an nerzh spontuz-se. Setu kentañ skeudenn greñv ar film. - An eil tra : kompren penaoz e c'hell ar c'honvañsionoù etrebroadel boud skañv ha didalvoud pa zegouezh sort darvoudoù en ur vro. Ema ar c'hannatïoù (tier an ambasadored) lec'hioù na aparchont ket d'ar vro a zo tro-dro. Da skwer, kannati ar Stadoù-Unanet e Teheran a aparchant d'ar Stadoù-Unanet, un tamm ag an douar amerikan eo, ha n'eo ket d'an Iran. Mez pa ziviz an dud aloubiñ an tachad difer-se, ogozig sakr, petra ober ? Diskoueziñ a ra ar film dimp pegen distabillaet e c'hell boud servijoù ur vro dirag sort darvoudoù, a pa vehe galloudusañ bro ar bed, ar Stadoù-Unanet amañ. N'hell ket an nerzh boud un diskloum. Daw eo lakaad neuronoù an empennoù da labourad. Dreist-oll amañ evid tennañ ag an Iran c'hwec'h Amerikan o doa kavet repu e kannati ar C'hanada e Teheran. - An drived tra : rol peb unan. Gwelet e vez pegen pouezuz e kont mestroniezh peb unan p'en em gav e-kreiz ur stadiad sort-se. Daw eo d'an den boud mestr war e fromoù, kuzhañ e aon, diskoueziñ ar c'hontrel, da lâred eo roiñ fiziañs d'an enebourion pa n'eus tamm fiziañs ebed da c'hortoz anezhe. Aze e oa nerzh an den karget a gas an taol-se da benn : ur mestr braz war e fromoù e oa, hag e emskiant ataw é soñjal er pal, a oa ur pal tizhet dija, en e benn ataw, daoust d'an dañjerioù helaezh a oa tro-dro. Hag ar pal e oa tennañ an dud, ha bew, ag an enkadenn-se. Sinema ? Ya, sinema. Mez diazezet war fedoù gwir. Gouest eo tud zo, n'eus ket kalz anezhe, da zoned da benn a draoù dibosubl da Yann. Un hanw a vez roet dezhe : tud veur, gouroned, pe harozed, evel ma karit. JCLR. 06/12/2012.ARGO Sevener : Ben AFFLECK Gwersion c'halleg (1e59) Savet eo bet ar film amerikan-mañ diwar fedoù gwir, degouezhet da vare an dispac'h en Iran, e 1979, pa oa bet skarzhet ar Shah Mohammad Reza Pahlavi. Hennezh a oa gwelet evel un diktator en e vro ha daet fall-fall e oa gant ar boblañs evid-se. Klañv-braz e oa d'an termen-se ha kavet en doa repu er Stadoù-Unanet, ar pezh en doa lakaet kounnar ar boblañs douzh an Amerik da zoubliñ c'hoazh, an Amerik hag a oa ar Satan Braz evid Iraniz. Evid tri zra em eus kavet ar film-se interesuz. - Da gentañ dre ar plas roet d'ar boblañs fuloret, d'ar maread tud kounnaret, maliset-ruz. Tu zo da weled ar fenomen-se evel un tsunami, ur raz-mare : netra d'ober pa fard warnoc'h, netra d'ober nemed gortoz ma tay an traoù sioul en-dro. Evel ur gwir loen ema, kaset war-raog gant ur volontez dall, nebeud a santimant ennañ ha nebeutoc'h a soñjal c'hoazh. Distruj, setu ar pezh a gas an dud war-raog. Distruj ar pezh en doa o lakaet da blegañ, da sujañ, da serriñ o begoù, da soufriñ. Piw a rebecho dezhe klask en em zijabliñ ag un tirant ? Mez spontuz eo gweled nerzh an engroez-se entanet gant ar gounnar ha c'hoant dezhe d'ober taol net. Ya, evel un tsunami uhel evel un den eo, ha graet gant kantadoù a dud, miliadoù a dud, ha peb elfenn, da lâred eo peb den ag ar morad-tud, karget gant an nerzh spontuz-se. Setu kentañ skeudenn greñv ar film. - An eil tra : kompren penaoz e c'hell ar c'honvañsionoù etrebroadel boud skañv ha didalvoud pa zegouezh sort darvoudoù en ur vro. Ema ar c'hannatïoù (tier an ambasadored) lec'hioù na aparchont ket d'ar vro a zo tro-dro. Da skwer, kannati ar Stadoù-Unanet e Teheran a aparchant d'ar Stadoù-Unanet, un tamm ag an douar amerikan eo, ha n'eo ket d'an Iran. Mez pa ziviz an dud aloubiñ an tachad difer-se, ogozig sakr, petra ober ? Diskoueziñ a ra ar film dimp pegen distabillaet e c'hell boud servijoù ur vro dirag sort darvoudoù, a pa vehe galloudusañ bro ar bed, ar Stadoù-Unanet amañ. N'hell ket an nerzh boud un diskloum. Daw eo lakaad neuronoù an empennoù da labourad. Dreist-oll amañ evid tennañ ag an Iran c'hwec'h Amerikan o doa kavet repu e kannati ar C'hanada e Teheran. - An drived tra : rol peb unan. Gwelet e vez pegen pouezuz e kont mestroniezh peb unan p'en em gav e-kreiz ur stadiad sort-se. Daw eo d'an den boud mestr war e fromoù, kuzhañ e aon, diskoueziñ ar c'hontrel, da lâred eo roiñ fiziañs d'an enebourion pa n'eus tamm fiziañs ebed da c'hortoz anezhe. Aze e oa nerzh an den karget a gas an taol-se da benn : ur mestr braz war e fromoù e oa, hag e emskiant ataw é soñjal er pal, a oa ur pal tizhet dija, en e benn ataw, daoust d'an dañjerioù helaezh a oa tro-dro. Hag ar pal e oa tennañ an dud, ha bew, ag an enkadenn-se. Sinema ? Ya, sinema. Mez diazezet war fedoù gwir. Gouest eo tud zo, n'eus ket kalz anezhe, da zoned da benn a draoù dibosubl da Yann. Un hanw a vez roet dezhe : tud veur, gouroned, pe harozed, evel ma karit. JCLR. 06/12/2012.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ