Sinema

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Laurel Hardy et l'homme invisible

Laurel Hardy et l'homme invisible

12/04/2023

SIN-150424-L'HOMME INVISIBLE LAUREL, HARDY HAG AN DEN DIWELADUZ En Alrae e oa ur sinema hag a oa bet nevez e 1932. Er bloaz-se e oa bet lañset 83 bloaziad-sinema, beteg 2015 enta, mez ne ouiomp ket pesort film a oa bet an heni skignet kentañ rac'h. Ijinet e oa bet ar filmoù a-liw e 1901, ar pezh a zo bet gouiet nevez so. An dud e krede dezhe e oa kentoc'h e 1922. Mez ne oa ket bet strewet a-vraz ar filmoù a-liw dre amañ e-raog fin an eil brezel-bed. Evid ar filmoù dre gomz e oa bet savet unan hag a gane (e 1922) hag an Amerikaned a oa chomet mestr war ar filmoù-se beteg ar bloazioù 1930. Neuze, kredabl e oa bet ur film gwenn-ha du a oa bet skignet evid digoriñ sinema An Alrae e 1932. Pewar-ugent vloaz goude e oa mall chañch lec'h, gwir eo en doa graet an teir sal a oa e sinema Les Arcades o amzer. Daet eo bremañ amzer ar liezsalioù, ha hiraezh o doa tud An Alrae ha re ar parrezioù tro-dro da gaoud ur lec'h modern evid gweled ar filmoù e salioù aezeg, ha kleved a-feson ar bandennoù-son heb boud trubuilhet gant re ar filmoù skignet er salioù arall. Hag ogozig diouzhtu pa oa daet d'an daou zen yaouank Yun ha Sylvain da brenañ ar sinema kozh, seizh vloaz so, e oa daet soñj dezhe lakaad da sevel ur sinema nevez, pemp sal ennañ, da gomañs ataw. Gortaet hon eus pell, rag kudennoù zo bet gant ar savadur, ha miziadoù kollet, mez setu daet erfin amzer ar sinema nevez : Ti-Hanok (ar pezh a zo Ti-ti, en ur mod, rag ur ger korean eo hanok hag a sinifi ti, an dra-se evid degas soñj ema Yun genidig a Gorea). Evid klozañ braw buhez Les Arcades e oa bet kouviet an arvesterion da weled filmoù kozh ha da zebriñ un tamm ha da eved ur banne, evid kimiadiñ ar lec'h war un ton laouen. Ne oa ket bet lâret pesort film a vehe bet diskouezet dimp. Dibosubl e oa bet gouied peheni a oa bet an heni kentañ enta, setu e oa bet kavet daou film ag ar bloazioù da-heul : Laurel ha Hardy da gomañs gant County Hospital (1932). Un amzer zo bet e veze skignet filmoù berr a-sort-se e-raog peb film braz, hag ur blijadur e veze ataw pa wele an dud unan gant Stan Laurel hag Oliver Hardy. Ur bourd he doa tapet ar saliad c'hoazh gant ar film-mañ, kement a stadiadoù drol zo e-barzh, heb arrest. An daou istrogell-se en em c'houlenn an dud penaoz e c'hellont chomel kamaraded, kement a droioù dibosubl a vez c'hoariet d'ar paour-kaezh Hardy gant an arall, hag a seblant boud en ur bed estren ataw. Kredabl e oa kreñvoc'h o mignoniezh eged darvoudoù o buhez kumun. Goude an ehan e oa bet skignet ar film braz : L'homme Invisible, "an den diweladuz". Ur film gwenn-ha du a oa bet sevenet e 1933 gant James Whale, diwar romant H.G. Wells. Me am boa gwelet meur a film-tele diwar-benn an den diweladuz er bloazioù tro-dro da1975, mez n'anaven ket ar film orin. Er filmoù-tele-se e oa an den diweladuz unan hag a rae dorn da servijoù sekred ar polis da zoned da benn ag o zaolioù. Mez e film James Whale netra da weled. An den, ur c'hlaskour hag en doa kavet ar mod da voud diweladuz, a chom boud pa wel n'hell ket distroiñ d'ar stad ma oa e-raog lonkañ an dïed ijinet gantañ. Ha moned a ra en ur gêriadenn vihan da labourad c'hoazh evid kavoud an diskloum, mez e vod da vevañ a laka an dud eno da zisfiziañ kalz a-zoc'htañ. An dra-se laka an den da droiñ da foll, da ziskoueziñ e c'hoant da dapoud galloud gant e skiant. Traoù skrijuz a ra, beteg lazhañ tud ha lakaad trenioù da zihentiñ. Ar pezh hon lakae da soñjal er c'harr-nij bet kaset n'eus ket pell zo da fardañ war tor ar menez, e kreisteiz ar Frañs, ha da dorriñ e mil tamm gant an dud e-barzh, bugale ha rac'h. Neuze, goude ar bourd hag ar fars roet dimp gant film Laurel ha Hardy, setu ur film kozh mat dija mez ur film é tiskoueziñ dimp traoù hag a c'hell boud gwelet hiziw-an-deiz en hon buhez pemdez. Tapiñ galloud war ar re arall, setu aze ar pezh a zo kaoz e labour tud zo hag e striv tud arall o buhez pad. Rag evid tapoud ur lec'h a-feson er gevredigezh, ur lec'h na vo ket re a dud é klask rannañ ar gatevenn etreze, evid-se e ranker itrikañ pe kaoud ijin, ijin tort a-liez. An den amañ, pa c'hell boud diweladuz, e kred dezhañ e c'hello anavoud sekredoù an dud, làerezh oc'h argant, o bravigoù aour, o diamantoù ha m'oar-me. Pa wel n'hell ket ober ar pezh a gar e chañch e fesonoù. E-lec'h chomel kuzh hag ober e droioù-kamm trankilig e ta imor ennañ ha troiñ a ra e fallentez da araj dall. Daw eo din lâred e oan chomet souezhet gant ar film, ken tost ag ar vuhez a-vremañ, a-benn ar fin. Setu ar pezh a zegouezh d'an heni nen doa ket lennet romant H.G. Wells e-raog. Jean-Claude Le Ruyet.20150424b.118D.SIN-150424-L'HOMME INVISIBLE LAUREL, HARDY HAG AN DEN DIWELADUZ En Alrae e oa ur sinema hag a oa bet nevez e 1932. Er bloaz-se e oa bet lañset 83 bloaziad-sinema, beteg 2015 enta, mez ne ouiomp ket pesort film a oa bet an heni skignet kentañ rac'h. Ijinet e oa bet ar filmoù a-liw e 1901, ar pezh a zo bet gouiet nevez so. An dud e krede dezhe e oa kentoc'h e 1922. Mez ne oa ket bet strewet a-vraz ar filmoù a-liw dre amañ e-raog fin an eil brezel-bed. Evid ar filmoù dre gomz e oa bet savet unan hag a gane (e 1922) hag an Amerikaned a oa chomet mestr war ar filmoù-se beteg ar bloazioù 1930. Neuze, kredabl e oa bet ur film gwenn-ha du a oa bet skignet evid digoriñ sinema An Alrae e 1932. Pewar-ugent vloaz goude e oa mall chañch lec'h, gwir eo en doa graet an teir sal a oa e sinema Les Arcades o amzer. Daet eo bremañ amzer ar liezsalioù, ha hiraezh o doa tud An Alrae ha re ar parrezioù tro-dro da gaoud ur lec'h modern evid gweled ar filmoù e salioù aezeg, ha kleved a-feson ar bandennoù-son heb boud trubuilhet gant re ar filmoù skignet er salioù arall. Hag ogozig diouzhtu pa oa daet d'an daou zen yaouank Yun ha Sylvain da brenañ ar sinema kozh, seizh vloaz so, e oa daet soñj dezhe lakaad da sevel ur sinema nevez, pemp sal ennañ, da gomañs ataw. Gortaet hon eus pell, rag kudennoù zo bet gant ar savadur, ha miziadoù kollet, mez setu daet erfin amzer ar sinema nevez : Ti-Hanok (ar pezh a zo Ti-ti, en ur mod, rag ur ger korean eo hanok hag a sinifi ti, an dra-se evid degas soñj ema Yun genidig a Gorea). Evid klozañ braw buhez Les Arcades e oa bet kouviet an arvesterion da weled filmoù kozh ha da zebriñ un tamm ha da eved ur banne, evid kimiadiñ ar lec'h war un ton laouen. Ne oa ket bet lâret pesort film a vehe bet diskouezet dimp. Dibosubl e oa bet gouied peheni a oa bet an heni kentañ enta, setu e oa bet kavet daou film ag ar bloazioù da-heul : Laurel ha Hardy da gomañs gant County Hospital (1932). Un amzer zo bet e veze skignet filmoù berr a-sort-se e-raog peb film braz, hag ur blijadur e veze ataw pa wele an dud unan gant Stan Laurel hag Oliver Hardy. Ur bourd he doa tapet ar saliad c'hoazh gant ar film-mañ, kement a stadiadoù drol zo e-barzh, heb arrest. An daou istrogell-se en em c'houlenn an dud penaoz e c'hellont chomel kamaraded, kement a droioù dibosubl a vez c'hoariet d'ar paour-kaezh Hardy gant an arall, hag a seblant boud en ur bed estren ataw. Kredabl e oa kreñvoc'h o mignoniezh eged darvoudoù o buhez kumun. Goude an ehan e oa bet skignet ar film braz : L'homme Invisible, "an den diweladuz". Ur film gwenn-ha du a oa bet sevenet e 1933 gant James Whale, diwar romant H.G. Wells. Me am boa gwelet meur a film-tele diwar-benn an den diweladuz er bloazioù tro-dro da1975, mez n'anaven ket ar film orin. Er filmoù-tele-se e oa an den diweladuz unan hag a rae dorn da servijoù sekred ar polis da zoned da benn ag o zaolioù. Mez e film James Whale netra da weled. An den, ur c'hlaskour hag en doa kavet ar mod da voud diweladuz, a chom boud pa wel n'hell ket distroiñ d'ar stad ma oa e-raog lonkañ an dïed ijinet gantañ. Ha moned a ra en ur gêriadenn vihan da labourad c'hoazh evid kavoud an diskloum, mez e vod da vevañ a laka an dud eno da zisfiziañ kalz a-zoc'htañ. An dra-se laka an den da droiñ da foll, da ziskoueziñ e c'hoant da dapoud galloud gant e skiant. Traoù skrijuz a ra, beteg lazhañ tud ha lakaad trenioù da zihentiñ. Ar pezh hon lakae da soñjal er c'harr-nij bet kaset n'eus ket pell zo da fardañ war tor ar menez, e kreisteiz ar Frañs, ha da dorriñ e mil tamm gant an dud e-barzh, bugale ha rac'h. Neuze, goude ar bourd hag ar fars roet dimp gant film Laurel ha Hardy, setu ur film kozh mat dija mez ur film é tiskoueziñ dimp traoù hag a c'hell boud gwelet hiziw-an-deiz en hon buhez pemdez. Tapiñ galloud war ar re arall, setu aze ar pezh a zo kaoz e labour tud zo hag e striv tud arall o buhez pad. Rag evid tapoud ur lec'h a-feson er gevredigezh, ur lec'h na vo ket re a dud é klask rannañ ar gatevenn etreze, evid-se e ranker itrikañ pe kaoud ijin, ijin tort a-liez. An den amañ, pa c'hell boud diweladuz, e kred dezhañ e c'hello anavoud sekredoù an dud, làerezh oc'h argant, o bravigoù aour, o diamantoù ha m'oar-me. Pa wel n'hell ket ober ar pezh a gar e chañch e fesonoù. E-lec'h chomel kuzh hag ober e droioù-kamm trankilig e ta imor ennañ ha troiñ a ra e fallentez da araj dall. Daw eo din lâred e oan chomet souezhet gant ar film, ken tost ag ar vuhez a-vremañ, a-benn ar fin. Setu ar pezh a zegouezh d'an heni nen doa ket lennet romant H.G. Wells e-raog. Jean-Claude Le Ruyet.20150424b.118D.v


L'astragale

L'astragale

12/04/2023

SIN-150417-L'ASTRAGALE.docx L'ASTRAGALE Ur film sevenet gant : Brigitte Sy (2015). Gant : Leïla Bekhti, Reda Kateb, Esther Garrel (1e37). Gwerso braz em boa lennet L'Astragale ha n'em eus ket kavet er film-mañ an tan a oa e romant Albertine Sarrazin, an tan am boa santet douzh henn lenn gwezhall. Istoer Albertine an heni eo a zo kontet dimp hag he c'harantez foll evid Julien, hec'h amourouz. Nawazh he doa kavet ar sevenerez, Brigitte Sy, daou gomedian a-feson, Leïla Bekhti ha Reda Kateb. Kalz e vez gwelet Reda Kateb er prantad-mañ hag un aktor ag ar re wellañ eo e filmoù a sort gant Hippocrate pe Loin des hommes. Mez ne grog ket an traoù kement-se ar wezh-mañ, daoust da Leïla Bekhti boud en he lec'h aze hag ober he seizh gwellañ evid boud Albertine, kreñv, rust ha tener war-un-dro. Un ide interesuz eo filmañ e gwenn ha du, rag jaojiñ a ra gant an amzer-se (dle.ar bloazioù 1950). Skeudennoù braw zo, portredoù gant c'hoari ar gouloù warne. Mez lusk a vank en istoer dreist-oll hag ar follentez a oa e karantez Albertine evid he galant. Rag ne oa ket an daou-se tud evel ne vern piw. Ne oant ket tud "a-feson", ne oant ket bugale vad, mez tud yaouank ravoltet, e-maez ar lezenn peurvuiañ, dreist-oll ar plac'h. Ha ne za ket an dra-se war-wel er film, pe re nebeud. Ar pezh en dehe gellet lakaad tan er film zo bet mouget ne ouiomp ket perag ha chomel a ra divoer a-walc'h an istoer, plad zokén. Ganet e oa bet Albertine e kêr Alje, e 1937, ha dianav he mamm hag he zad. Adoptet e oa bet pa oa pewar bloaz, mez gant ur c'houblad tud re gozh evid kompren he c'hoant da vevañ, he c'hoant da loskiñ he buhez marse mem. Ha kaset e oa bet gante en ur skol esprez-kàer evid ar vugale diaez e-kostez Marseilh. Ha hi achapet ag ar lec'h-se da dermen ar vachelouriezh evid krapiñ da Bariz. Du-hont he doa bevet evel ma c'helle, mez ataw e-maez ar lezenn, beteg boud tapet d'an oad a driwec'h vloaz ha kaset evid seizh vloaz d'ar prizon evid ur laeroñsi manket. Daou vloaz goude ec'h achap c'hoazh hag ober a ra anaoudegezh gant un den yaouank hag a vo he heol, he boue-sikour hag hec'h esper : Julien Sarrazin. Un den evelti e oa Julien, gouest d'he c'hompren enta. Eñv eo en doa soursïet douzh he yec'hed, rag torret e oa bet un askorn bihan a seul-troad Albertine pa oa kouezhet a-ziwar lein mur ar prizon : an askorn-fer (an astragale, e galleg). A-gaoz d'an torradur-se he doa kammet Albertine pell goude. Julien c'hoazh a gave bod dezhi, ti kamaraded pe kamaradezed, rag ne oa ket asur tamm ebed an traoù en ostelloù, pa veze klasket Albertine gant ar polis. A-benn ar fin, hag er prizon, he doa gellet dimeziñ gantañ. Mez ne oa ket Julien ur paotr aez naket. Liez e yae kuit d'ober e draoù, den ne ouie pesort re, ha ne zae ket en-dro diouzhtu. Hag Albertine douzh henn gortoz, douzh henn gortoz pell meur a wezh. Beteg digalonekaad liez. Beteg stagañ en-dro gant an c'hoari a veze ganti e-raog : gwerzhañ he c'horf d'an heni a baee evid-se, rag ne oa ket vilez anezhi, ar c'hontrel mem e oa. Ha diw wezh c'hoazh e oa bet red dezhi moned en toull-bac'h, beteg 1964. Goude-se, erfin, he doa kroget ar vuhez da voud bourraploc'h eviti. Ha perag ? Dre ar lizheradur, rag skriv a rae kalz Albertine Sarrazin ha lakaet he doa he skridoù da voud embannet. Remerket e oa bet he c'hentañ romant, L'Astragale. Evid hec'h eil romant, La Cavale, e oa bet roet ur priz dezhi zokén, e 1965. Goude-se he doa skrivet un arall, La Traversière, a ziskoueze e oa ur wir skrivagnerez. Daet e oa dezhi da gerzhed aez a-walc'h en-dro, goude ma oa bet pareet a-feson hec'h askorn-fer. Ne gamme ket mui, ogozig lâred. Siwazh, berr e oa bet ar prantad eürusted he doa anavet e fin he buhez verr. Rag goude boud bet lakaet da gousked e-raog un oberatadenn (un operasion, kwa) e oa chomet divuhez ha ne oa ket bet tapet he zregont vloaz ganti c'hoazh. N'eo ket ar film heb perzhioù mad, sur a-walc'h, mez mankoud a ra ennañ ar bugon a oa gant ar plac'h yaouank-se, ken bervidant he c'halon. Nawazh, daoust d'an diouver-se, e tay c'hoant dimp marse da lenn Albertine Sarrazin pe d'he lenn en-dro, a-drugarez da Vrigitte Sy, ar pezh a vo ar gwellañ d'ober, a gredan. Jean-Claude Le Ruyet.20150416b.117D.


Big eyes

Big eyes

12/04/2023

SIN-1504106-BIG EYES.dovx BIG EYES Ur film sevenet gant : Tim Burton (2015). Gant : Amy Adams, Christoph Waltz, Danny Huston (1e47). Brudet eo Andy Warhol evid e fotoioù a beb sort diwar-benn bouestoù-mir evel re ar soubenn tomat Campbell's pe re ar c'hetchup Heinz. Ur mestr ag ar Pop Art e oa Warhol. Mez peb unan ahanimp en deus bet tro ive da weled skeudennoù bugale trist-braz ha dispourbellet o daoulagad. N'eo ket ken brudet (er Frañs d'an nebeutañ) an heni he doa o livet, Margaret Keane, ganet bloaz e-raog Warhol, e 1927 ha béw c'hoazh. Kredabl e vo anavetoc'h bremañ, a-drugarez d'ul levr nevez daet er-maez (Citizen Keane - arabad kemmeskañ gant titl film brudet Orson Welles 1941, Citizen Kane). Mez anavetoc'h e vo c'hoazh a drugarez da film nevez Tim Burton : Big Eyes, dle. Daoulagad braz. Evid kompren oberenn Keane gant he bugale lagadeg e c'heller soñjal un tammig er pezh a veze kavet er Frañs degadoù e-raog gant tresadennoù Francisque Poulbot, ganet e 1879, hag a ziskoueze bugale ive. Daet eo ar ger "poulbot" da anw-rumm evid termeniñ portredoù laboused ruioù Pariz, a-sort gant Gavroche, da skwer. Ar livadurioù hag ar portredoù a vez kavet hiziw-an-deiz e ruioù Montmartre zo un astenn ag ar pezh en doa boulc'het an den-se ouzhpenn kant vloaz so bremañ. Pa gomz an den ag an arz kitsch e soñj en un arz divalaw, mad evid an dud dizesk, dle. un arz pobl liez, un arz na dalv ket ur bramm-konifl. Ar pezh na vez ket anavet marse zo an touellerezh estonuz a zo bet gant oberenn Margaret Keane e fin ar bloazioù 1950. He gwaz, Walter Keane an heni eo, a sine oberennoù e wreg hag o gwerzhe e Hollywood, tra ma chome Margaret kuzhet, ogozig lâred, en he c'hampr da livañ ha da livañ c'hoazh. Ur mailh e oa Walter Keane evid gwerzhañ taolennoù : gouest e vehe bet da lakaad un avalaouer (un heureuchin) da brenañ un tamm soavon ! Ur gwerzher ag an dibab e oa, gant ideioù nevez : daet e oa soñj dezhañ lakaad da voullañ skritelloù diwar tresadennoù e vaouez evid gwerzhañ milionoù anezhe. A-benn ar fin he doa gellet Margaret en em zispartiañ anezhañ, ur prosez a oa bet, gounidet ganti e 1965 goude ma oa bet goulennet gant an daou bried livañ peb e daolenn dirag juri al lezvarn. Un digarez en doa kavet he gwaz evid chom heb ober ar labour goulennet, un droug soudenn d'e skoaz hag a barrae doutañ a grogañ er gwisponig. Daoust d'ar prosez gounezet e oa bet red da Vargaret gortoz 1986 evid kaoud an droed da sinañ hec'h oberennoù gant he hanw dezhi en-dro. Setu aze istoer Margaret Keane hag he gwaz Walter. Interesuz eo, rag ouzhpenn taolenniñ buhez an daou zen hag o mod da "genvevañ", e vezomp kaset war domani an arz. Petra eo an arz, petra eo ar vraventez ? Daoust ha m'ema ar pezh ar blij d'ar muiañ niver (ar pezh a lâre Andy Warhol), pe ar pezh a zegas boued d'ar spered ha d'ar galon, ar pezh a zo brasoc'h eged ar from kentañ, ar pezh a chom béw a rumm da rumm ? Setu aze an atersoù talvouduz a gaver er film. Lod a lâr e vo ankouaet Andy Warhol ha Margaret Keane fonnabl a-walc'h tra ma chomo pell Picasso ha Kandinsky evel arzourion veur ar memez kantved. Kredabl. Daoust d'an interest a c'heller tennañ ag an istoer personel-se, ar pezh am eus kavet ar plijusañ er film zo c'hoari an aktor alaman Christoph Waltz e rol Walter Keane, ar gwaz lorber. Ar re ahanoc'h o doa bet tro da weled film Quentin Tarentino, Inglorious Basterds daet er-maez e 2009, o deus dalc'het soñj sur a-walc'h ag ar c'horonal alaman Hans Landa. Portred un ofiser nazi desket braz, liezyezheg ha sadeg memestra e oa hennezh. Diskoachañ ar Judevion hag o c'has d'ar marw e oa e c'hoant personel, e labour-soudard hag e blijadur soutil. Diskoueziñ a rae boud hegarad kenañ, seven, amiabl gant ar re e sante ne oant ket a-du gant an Nazied. Ha ken sklas e oa e vousfent hag e vinc'hoarzh ma taole skorn hag ankén e kalonoù an dud. Meur a briz en doa bet Christoph Waltz evid ar rol terrubl-se. Er film-mañ e tiskouez e vestroniezh c'hoazh e rol ur gwaz hag a oui penaoz lakaad e vaouez da lonkañ lostoù-leueioù. Rag an dra-sen eo, a-benn ar fin. Ouzhpenn tregont vloaz he doa Margaret d'an amzer-se. Hec'h eil gwaz e oa. Gouied a rae e rank an daou bried en em harpañ, en em sikouriñ en ur c'houblad, mez douzh a seblant n'he doa ket komprenet e rank d'an daou bried en em respetiñ ive. Ha krediñ a rae toud ar gevier a veze livet dezhi gant he gwaz. Evid-se e tiskouez Christoph Walz boud ur mestr un taol arre. Ha n'heller ket parraad a c'hoarzhed pa vez gwelet e arz er prosez evid en em zifenn e-hunan ha diskoueziñ e oa ar wirionez gantañ, pa oa e vaouez nemed ur paourkaezh plac'h kollet he spered ganti. Mez ul lavarer ne dalv ket un oberer. Hag an taol-mañ, dirag an oll, e oa bet Margaret an obererez. Jean-Claude Le Ruyet.20150410c.116D.


hungry hearts

hungry hearts

12/04/2023

SIN-150403-HUNGRY HEARTS.docx HUNGRY HEARTS Ur film sevenet gant : Saverio Costanzo (2015). Gant : Adam Driver, Alba Rohrwacher, Roberta Maxwell (1e53). Gortoz a ra an dud yaouank o c'hentañ krouadur gant hiraezh liez. Setu, gant ar poupon, ar sin splann eh eus bet savet ur familh da vad gant an daou bried. Ha peb unan gant e soñj boud ur vamm pe boud un tad a-feson. Hag an daou é c'hortoz ober gwell eged o zud evid desav bugale, rag soñj o deus marse ne oa ket bet o c'herent gwall ampart ataw pa oant-gi bihan. Ha ne wel ar vamm nevez hag an tad nevez nemed tu mad ar c'hanedigezh ha tu mad an donedigezh ken c'hoantaet, da lâred eo o bugel kentañ. Mez ne zegouezh ket an traoù evel ma oant bet hunvreet ataw. Liez e tegas ar c'hrouadurig problemoù dic'hortoz ha chaluz. Meur a wezh problemoù fizik e-pad an amzer-dougañ - ar brazezder -, pe da dermen ar gwilivoudiñ. Daoust d'ar medisinerezh boud graet araokâdennoù helaezh e chom problemoù-yec'hed n'eo ket mestr warne c'hoazh. Ouzhpenn-se, hag ez-naturel, diouzhtu kàer goude ganedigezh ar bebig e krog an traoù diaez a-walc'h, evid ar vamm d'an nebeutañ : penaoz roiñ bronn d'an heni bihan ? Petra a sinifi e zisterrañ garm ? Ha n'eo ket re domm dezhañ ? Ha penaoz henn lakaad da gousked, war e gein pe war e gof? Diouzh e du ne vez ket sederroc'h an tad, pa rank leuskel lec'h d'an drived elfenn ag ar familh : ne véw ket ur c'houblad divugel evel unan daou pe tri c'hrouadur gantañ. Mez trawalc'h d'ar c'hrouadur kentañ evid distruj trankilded ur c'houblad yaouank, e gwirionez. Gant ar c'hrouadur e ta amzer ar respontegezh d'ar c'houblad, daet da voud kerent, mamm ha tad. Pa'n em glew an daou garant war ar mod d'ober hag ar mod da zesav ar c'hrouadur e c'hell an traoù moned a-feson. Mez pa vez dizemglew war ar poent-se e c'hell an traoù boud diaez. Ha n'eus ket skol ebed evid stummañ ar gerent : gwir eo e vez desket ar vicher ziaez-se war an tach, a zeiz da zeiz. Arabad neuze boud souezhet gant an doereioù skrijuz a lennomp da beb an amzer er journalioù. Euruzamant e klask an oll gerent ober ag ar gwellañ evid gwarantiñ o bugale hag o lakaad da gerzhed dizañjer war hent ar vuhez. Ya, gwarantiñ a zo mad. Mez re zo re, hag er film-mañ ive. Rag setu ar bazenn en deus lakaet Saverio Costanzo, ar sevener, e droad warni amañ. Un amzer zo bet moarvad ne save ket re a broblemoù a-sort-mañ gant ar gerent nevez, rag akord e oa ar gevredigezh war ar mod da zesav ar vugale : roiñ bronn d'ar bouponed da gomañs, gant ar vamm pe ur vagerez bennag, beteg dezhe kaoud dent hir a-walc'h evid krogiñ e boued solutoc'h. Mez hiziw-an-deiz eh eus teoriennoù ha levroù ha filozofïoù dishañval evid magañ ar vugale kement evid o desav. Marse e oa daet soñj d'an daou bried komz ag an dra-se da gomañs, kent en em lañsiñ da vad e avañtur ar vuhez-goublad. Mez marse pas ive. Ha pa vez rekiz dibab en un taol e c'hell an traoù diskoueziñ boud luziet a-walc'h. Daoust ha leuskel a rin ma c'hrouadur da voud vaksinet, da skwer, rag anavoud a ran ur familh ha chomet klañv braz o bebig gante goude ur vaksinadur bennag ! Ha pesort boued a vo roet dezhañ ? Laezh poultr ? Laezh naturel ? Ya, mez peheni : laezh-buoc'h ? laezh-gavr ? laezh-kazeg ? Ha bitaminoù ? Ha pilulennoù evid tra-mañ-tra... gwell eo ma vo akord an tad hag ar vamm war an oll traoù kasauz-se, rag bemdez e c'houlenno ar c'hrouadur e lod, ha mar n'oc'h ket prest e hucho hag e ouelo ha petra a soñjo ar voazined ?... Setu just a-walc'h ar pezh a zegouezh er film. Ur c'houblad jentil a-walc'h a welomp da gomañs, netra kén d'ober nemed soursial unan douzh egile. Mez diouzhtu goude ganedigezh ar poupon e krog an traoù da voned a-dreuz. Soñjal a ra ar vamm e rank gwarantiñ he bebig douzh dañjerioù ar vuhez vodern. Lennet he deus traoù ha n'eo ket ar c'huzulioù a vank enne. Mez dizakord zo etre hi hag he gwaz ha diaez eo gouied petra ober, dreist-oll mard oc'h ho-hunan-penn é klask. Ha buan a-walc'h e sav digompren etre an daou bried. Digompren da gomañs ha disfiziañs goude hag enebiezh a-benn ar fin. Marse e vehe bet posubl d'an traoù sioullaad. An tad, e-lec'h klask kompren soursi e vaouez, en deus bet aon ag he mod da voud gant he c'hrouadur, ha daoust ma c'hell an aon digoriñ dor ar furnez e c'hell ive kas war an hent fall. Ha boud eh eus ur vamm-gàer en c'hoari, evel-just, ha n'eo ket honnañ evid aesaad ar goulïoù. Ha pa soñj ober mad ne ra nemed lakaad an traoù da droiñ da fall. Pa ya re bell an den gant e gredenn, ne wel ket mui nemed ur mod d'en em dennañ ag an enkadenn, ha ne vez ket an heni finnañ ataw... Ma, n'eo ket evid digalonekaad ar re yaouank da gaoud bugale, mez gwell eo prederiañ un tammig kent arru war an dachenn dizesk-kàer. Jean-Claude Le Ruyet.20150403c.115D.SIN-150403-HUNGRY HEARTS.docx HUNGRY HEARTS Ur film sevenet gant : Saverio Costanzo (2015). Gant : Adam Driver, Alba Rohrwacher, Roberta Maxwell (1e53). Gortoz a ra an dud yaouank o c'hentañ krouadur gant hiraezh liez. Setu, gant ar poupon, ar sin splann eh eus bet savet ur familh da vad gant an daou bried. Ha peb unan gant e soñj boud ur vamm pe boud un tad a-feson. Hag an daou é c'hortoz ober gwell eged o zud evid desav bugale, rag soñj o deus marse ne oa ket bet o c'herent gwall ampart ataw pa oant-gi bihan. Ha ne wel ar vamm nevez hag an tad nevez nemed tu mad ar c'hanedigezh ha tu mad an donedigezh ken c'hoantaet, da lâred eo o bugel kentañ. Mez ne zegouezh ket an traoù evel ma oant bet hunvreet ataw. Liez e tegas ar c'hrouadurig problemoù dic'hortoz ha chaluz. Meur a wezh problemoù fizik e-pad an amzer-dougañ - ar brazezder -, pe da dermen ar gwilivoudiñ. Daoust d'ar medisinerezh boud graet araokâdennoù helaezh e chom problemoù-yec'hed n'eo ket mestr warne c'hoazh. Ouzhpenn-se, hag ez-naturel, diouzhtu kàer goude ganedigezh ar bebig e krog an traoù diaez a-walc'h, evid ar vamm d'an nebeutañ : penaoz roiñ bronn d'an heni bihan ? Petra a sinifi e zisterrañ garm ? Ha n'eo ket re domm dezhañ ? Ha penaoz henn lakaad da gousked, war e gein pe war e gof? Diouzh e du ne vez ket sederroc'h an tad, pa rank leuskel lec'h d'an drived elfenn ag ar familh : ne véw ket ur c'houblad divugel evel unan daou pe tri c'hrouadur gantañ. Mez trawalc'h d'ar c'hrouadur kentañ evid distruj trankilded ur c'houblad yaouank, e gwirionez. Gant ar c'hrouadur e ta amzer ar respontegezh d'ar c'houblad, daet da voud kerent, mamm ha tad. Pa'n em glew an daou garant war ar mod d'ober hag ar mod da zesav ar c'hrouadur e c'hell an traoù moned a-feson. Mez pa vez dizemglew war ar poent-se e c'hell an traoù boud diaez. Ha n'eus ket skol ebed evid stummañ ar gerent : gwir eo e vez desket ar vicher ziaez-se war an tach, a zeiz da zeiz. Arabad neuze boud souezhet gant an doereioù skrijuz a lennomp da beb an amzer er journalioù. Euruzamant e klask an oll gerent ober ag ar gwellañ evid gwarantiñ o bugale hag o lakaad da gerzhed dizañjer war hent ar vuhez. Ya, gwarantiñ a zo mad. Mez re zo re, hag er film-mañ ive. Rag setu ar bazenn en deus lakaet Saverio Costanzo, ar sevener, e droad warni amañ. Un amzer zo bet moarvad ne save ket re a broblemoù a-sort-mañ gant ar gerent nevez, rag akord e oa ar gevredigezh war ar mod da zesav ar vugale : roiñ bronn d'ar bouponed da gomañs, gant ar vamm pe ur vagerez bennag, beteg dezhe kaoud dent hir a-walc'h evid krogiñ e boued solutoc'h. Mez hiziw-an-deiz eh eus teoriennoù ha levroù ha filozofïoù dishañval evid magañ ar vugale kement evid o desav. Marse e oa daet soñj d'an daou bried komz ag an dra-se da gomañs, kent en em lañsiñ da vad e avañtur ar vuhez-goublad. Mez marse pas ive. Ha pa vez rekiz dibab en un taol e c'hell an traoù diskoueziñ boud luziet a-walc'h. Daoust ha leuskel a rin ma c'hrouadur da voud vaksinet, da skwer, rag anavoud a ran ur familh ha chomet klañv braz o bebig gante goude ur vaksinadur bennag ! Ha pesort boued a vo roet dezhañ ? Laezh poultr ? Laezh naturel ? Ya, mez peheni : laezh-buoc'h ? laezh-gavr ? laezh-kazeg ? Ha bitaminoù ? Ha pilulennoù evid tra-mañ-tra... gwell eo ma vo akord an tad hag ar vamm war an oll traoù kasauz-se, rag bemdez e c'houlenno ar c'hrouadur e lod, ha mar n'oc'h ket prest e hucho hag e ouelo ha petra a soñjo ar voazined ?... Setu just a-walc'h ar pezh a zegouezh er film. Ur c'houblad jentil a-walc'h a welomp da gomañs, netra kén d'ober nemed soursial unan douzh egile. Mez diouzhtu goude ganedigezh ar poupon e krog an traoù da voned a-dreuz. Soñjal a ra ar vamm e rank gwarantiñ he bebig douzh dañjerioù ar vuhez vodern. Lennet he deus traoù ha n'eo ket ar c'huzulioù a vank enne. Mez dizakord zo etre hi hag he gwaz ha diaez eo gouied petra ober, dreist-oll mard oc'h ho-hunan-penn é klask. Ha buan a-walc'h e sav digompren etre an daou bried. Digompren da gomañs ha disfiziañs goude hag enebiezh a-benn ar fin. Marse e vehe bet posubl d'an traoù sioullaad. An tad, e-lec'h klask kompren soursi e vaouez, en deus bet aon ag he mod da voud gant he c'hrouadur, ha daoust ma c'hell an aon digoriñ dor ar furnez e c'hell ive kas war an hent fall. Ha boud eh eus ur vamm-gàer en c'hoari, evel-just, ha n'eo ket honnañ evid aesaad ar goulïoù. Ha pa soñj ober mad ne ra nemed lakaad an traoù da droiñ da fall. Pa ya re bell an den gant e gredenn, ne wel ket mui nemed ur mod d'en em dennañ ag an enkadenn, ha ne vez ket an heni finnañ ataw... Ma, n'eo ket evid digalonekaad ar re yaouank da gaoud bugale, mez gwell eo prederiañ un tammig kent arru war an dachenn dizesk-kàer. Jean-Claude Le Ruyet.20150403c.115D.


Le dernier loup

Le dernier loup

12/04/2023

SIN-150320-LE DERNIER LOUP.docx LE DERNIER LOUP Ur film sevenet gant : Jean-Jacques Annaud (2015). Gant : Feng Shaofeng, Shawn Dou, Ankhnyam Ragchaa (1e55). Ar ger-mañ, "diwezhañ", a laka spered an den da skrijal tamm pe damm : ar Mohikan diwezhañ, diwezhañ deizioù Pompeï, an dapenn ziwezhañ, ar lonkad diwezhañ kent kuitaad Malachap goude foar Pluwigner, ha beteg ar pezh a zo douzh hon gortoz oll : hon diwezhañ huanad. Setu bremañ diwezhañ film Jean-Jacques Annaud : ar Bleiz Diwezhañ. Filmoù a beb sort ha brudet a-walc'h en deus graet an den, da skwer Le nom de la rose (1986), l'Ours (1988), l'Amant (1991), Stalingrad (2000). Chomet eo ar bleidi e pennoù an dud, tre beteg hiziw. Bremañ e komzer a lakaad bleidi en-dro e kornadoù zo ag ar vro, ha ne vez ket ataw aez kenvevañ gante, pa lazhont deñved ar vugulion er menezioù. Daoust dimp boud ekolojisted marse e c'hellomp kompren soursi ar beizanted pa welont o loened (da lâred eo o bara) drailhet toud ha dispennet gant ar bleidi gwarezet bremañ gant ar lezenn. Peurliesañ nawazh ema lec'h ar bleidi er sorbiennoù. N'eus ket mui heni ebed gwerso e koad Kamorzh, da skwer, pa chome béw ar soñj anezhe e komzoù an dud gwezharall, ha n'eus ket ken pell-se c'hoazh, pa oan-me bihan. Evid spontañ ar vugale e veze meneget ar bleiz, kuzhet er chiminal pe en ur gognell deñvel bennag ag an ti. Hiziw nawazh, gant politikerion zo, e vez klevet komz ag ar bleiz ive... Er film-mañ e komzer ag ar bleidi a veze kavet e lijorioù divent ha tosenneg ar Mongoli diabarzh, ar lod a zo dindan beli ar Chin. Er stepenn, filmet kàer hag estonuz he liw, e véw spesadoù loened a beb sort, etreze ur c'hempouez tener a gomprenomp gwell hiziw an deiz. Mez e 1969, e bro Sina, en em gavemp a-blom gant an Dispac'h Sevenadurel, goude ma'n doa goulennet Mao Tse-Toung gant ar yaouankizoù netaad ar strollad komunour dre skarzhañ "e izili vrein". Gouied a raomp hiziw e oa waet pell an traoù. Meur a unan a oa bet lazhet, meur a unan a oa bet kaset da gampoù-labour evid deskiñ petra oa ar vuhez gomunist, ha traoù talvouduz ha priziuz helaezh a oa bet distrujet, hervadoù ha henvadoù ar vro gozh-se. Mez amañ, er Mongoli, eh omp pell a-zoc'h Beijin hag a-zoc'h ar c'hornadoù poblekañ. Amañ e kaver un nebeud meuriadoù kantreidi (nomaded) hag a véw tostig-tra douzh an natur. Pennoù braz Beijin o doa kaset studierion da genteliañ an dud "dizesk-se". Mez ar studierion-sen eo o doa traoù da zeskiñ ha da gompren. Dirag doujañs ar Vongoliz-se douzh an natur hag he lezennoù e intent unan anezhe eh eus aze traoù nen doa ket desket er skol biskoazh. Tost douzh ar chamanizm eh omp : sakr eo peb tra, buhez an den evel-just, mez buhez peb loen, peb boud ive, ha n'eus den ebed dreist d'ar boudoù arall. Ema Tengri ar mestr-meur, an Doue-meur hag ennañ, goude o marw, en em gav loened ha tud ingal. Mez n'eus ket ag an doujañs-se e pennoù mistri ar sud. Divizet eo bet lazhañ ar bleidi, o distruj rac'h. Ne wele ket an dud-se e lakaent dizurzh er Vuhez Vraz o doa lakaet an nomaded kantvloaziadoù da gompren ha da respetiñ. Ur film moliac'hel eo evid meur a boent, da skwer galoupadeg roñsed an arme en noz trema ur lenn skornet, pa vez un tropad bleidi arajet é redeg war o lerc'h. An deiz war-lerc'h vitin, pa wel an dud an arvest e chomont mantret oll, hag an arvesterion mah omp ive. Mez estroc'h eged an istoer bleidi zo en dregtalenn. Ur film politikel eo, ur vojenn d'hon bugale, evid roiñ dezhe da selled en ur mod arall douzh ar vuhez, ar Vuhez Vraz hag ar buhezioù bihan, evel ma lâr ozhac'h ar meuriad. Hag ar stepenn an heni eo ar Vuhez Vraz, ar geot sakr, rag a-drugarez d'ar geot e c'hell ar loened arall bevañ, deñved, gazeled, roñseed ha, da-heul, ar bleidi, hag an denion a-benn ar fin. Tud Beijin a za gant o zraktorioù da arad an douar-se, a-gaoz mand eo rekiz magañ ar peurrest ag ar boblañs. Mez evel ma lâr an ozhac'h, "doned a raont amañ da labourad a-gaoz ma o deus distrujet o douaroù e-raog". Ur film ouzhpenn evid an amzer-vremañ eo. Setu aze ur skwer ag ar sinoù a dreuz ar bed, sinoù hag a ziskouez ema ar bed e chañch, ha war an tu mad, michañs. Gwir eo e komzer dreist-oll ag ar pezh na ya ket, n'eo ket skwerioù a ra diouver dimp a gement-se. Mez ema an denelezh, difonn-difonn, gwir a-walc'h eo, é komañs santoud eh omp bet re bell gant hon feson da dennañ hon mad ag an natur. Ar pezh hon eus kredet e oa hon mad zo é sevel enebtimp bremañ, evel ur boomerank, ha mall eo dihun. Pedagogiezh a c'houlenn pasianted, pedagogiezh a c'houlenn lâred hag adlâred ar memez tra. Douzh gweled ar film e kavo ar grennarded boued da vagañ o c'hoant d'ober gwell eged ar vrazarded, p'o deus lakaet ar vrazarded dazont ar re yaouank da voud ken diasur. Jean-Claude Le Ruyet.20150320d.112D.


american sniper

american sniper

12/04/2023

SIN-150313-AMERICAN SNIPER.docx AMERICAN SNIPER Ur film sevenet gant : Clint Eastwood (2015). Gant : Bradley Cooper, Sienna Miller, Luk Grimes (2e12). Setu ur film amerikan. Ema an Amerik hiziw evel Roma troioù ar 4ved kantved goude JK : war an diskar. Kreñv eo an Amerik c'hoazh, mez santet e vez ema an traoù é chañch tro-dro : dihun ar Chin, dihun bro-India, dihun broioù sud-Amerika, dismantr ar broioù savet gant Europeiz en XIXved kantved. A-c'houde ar brezel 14 e ren an Amerik war ar bed a-bezh, koulz lâred. Mez tud arall zo daet war an dachenn da glask o lod, ha diaesoc'h-diaez ema ren e-hunan-kàer war ar bed bremañ. Da c'hortoz e c'hoari an Amerik he jañdarm e kornadoù zo, e-sigur kas an demokratelezh enne, marse ive abalamour da dapennoù petrol a vehe da zastum dre-se. Mez n'eo ket gant un taol c'hwitell e vez lakaet an demokratelezh da vevañ. Ha pa'n doa savet an Amerik hec'h arme da amzer ar "brezel yein" hag he lakaet da voud an heni greñvañ a oll viskoazh, setu ma chom an arme-se ogozig diefed (war an hirdermen d'an nebeutañ) dirag pobladoù é sevel eneb d'o mistri kozh. Ne lâran ket e vez pe e vo gwell ar vistri nevez. N'eo ket an dra-se a vez gwelet kement-se hiziw-an-deiz. Mez evel-se ema : ur bern lec'hadoù brezel zo bremañ er Reter-Kreiz hag e Afrika, da skwer. Goude gwalldaolioù Gwengolo 2001 e New-York e klask ar Stadoù Unanet en em dennañ ag an Irak lec'h ma oant bet é roiñ e begement da Saddam Hussein. Ar pezh a oa bet graet er Libi gant an Europ tri bloaz so n'eo ket gwell pa weler an dizurzh braz a zo eno hiziw. Aez e c'hell boud kas un tirant kuit, mez diaez kavoud un den bennag evid kemer e lec'h... hag an oll akord gant hennezh goude. Setu neuze soudarded amerikan é klask dibab ar pell diouzh ar greun e kêrioù an Irak. Amañ kamionoù, tankoù, dronoù forzh pegement, ha soudarded (ar Marines) oblijet da c'hounid o surentez paz ha paz ha karter goude karter. Evid gwarantiñ ar re hag a "neta" an dachenn e vez goulennet gant un nebeud soudarded arall selled spiz douzh an endro ha lazhañ an dud hag a ziskouez boud un dañjer evid o c'hamaraded-brezel. An dennerion ampart-se e vez graet snipers anezhe e saozneg, ur ger anavet gwell bremañ eged ar galleg "tireur d'élite". Gant ar lunedenn a zo war o fuzuilhennoù ispisial e c'hellont tennañ resiz beteg tost da 2000m kazimant evid ar re ampartañ, ar re a c'hounide yaouank an "nanarzh" braz e fest-foran o c'hêriadennoù. E familh Chris Klyde e lâre an tad d'e vugale e oa tri sort tud war an douar : an deñved, ar bleidi, hag ar re a ziwall an deñved. Hag arabad d'ar vugale boud deñved pe bleidi ! Ha chomet ar skeudenn-se e penn Chris. Ha setu-eñv sniper en Irak. Ha buan e ta da voud ur gouron, gant ar resiz ema e dennoù war an enebourion. Diwar fedoù gwir en deus savet Clint Eastwood e film : ya, tost da zaou gant den zo bet lazhet gant Chris Klyde en Irak. Ema ar film evel un c'hoari-video a-sort gant ar re a vez kavet bremañ. Azezet war hon kadoerioù-brec'h e tennomp war trolinennoù n'anavomp ket netra war o divoud ha, pa c'hellomp o distruj, e kontomp ar poentoù gounidet ganimp. Hañval eo amañ. Ne welomp ket an enebourion, o spurmantiñ a raomp a-bell, evel merion. N'int ket boudoù marse, mez skeudoù hebkén. Ne ouiomp ket ar pezh emaint é klask ober mez ar pezh a zo sur : daw eo stourmiñ enebte, o distruj. Dimezet eo Chris, ur c'hrouadur zokén zo ganet dezhañ. Etre e familh hag e gamaraded-brezel eh eus ur valañs diaez. Petra ' sinifi evid an tad gwarantiñ e familh ? Boud e-tal e vaouez hag e vebig, evel ma lâr ha ma c'houlenn e bried groñs ? Pe moned da roiñ dorn d'e gamaraded du-hont, ar re hag a stourm douzh enebourion an Amerik, "gwellañ vro war an douar", e vro ? Setu aze ar stourm diabarzh en deus choazet Clint Eastwood da ziskoueziñ dimp. Ur film amerikan eo, sur. Peb tra zo liw an Amerik warnañ : an arme, an armoù, ar familh, ar vuhez, ar speredoù, an drapelloù. Mez pelloc'h e kas ar sevener ar prederi. Lazhañ tud evel ma ra Chris Klyde, ha n'eo ket un c'hoari dañjeruz, un drogaj, a-benn ar fin, diaez d'an den en em zizober anezhañ ? Ha penaoz bevañ goude, penaoz boud béw e-tal ho maouez, e-tal ho pugale, pa chom en ho penn tourni ar brezel, an huch, ar garmoù, trouz an tennoù ha tommder ar vuhez soudard ? Boud eh eus ur gempouellded er brezel, ur lojik a varw. Ur sort c'hoari eo, garw ha kriz, mez sall eo ar gwad, n'eo ket voer, n'eo ket disasun ; lod a za da voud sod gant ar gwad, ha digarezioù a gavont evid tostaad doutañ, ataw hag ataw. Lod, evel c'hoarierion asodet gant o dedennañs evitañ, en em goll er brezel beteg en em loskiñ, tre evel balafenned e flammenn ar lamp-petrol. Jean-Claude Le Ruyet.20150313e.112D.


fidelio

fidelio

12/04/2023

SIN-150306-FIDELIO.docx FIDELIO Ur film sevenet gant : Lucie Borleteau (2014). Gant : Ariane Labed, Melvil Poupaud, Anders Danielsen Lie (1e37). Gant ar film-mañ eh omp kouviet da grapiñ e bourzh ur pikol lestr, Fidelio e hanw ha Marseilh e borzh-stag. N'eo ket gwall liez en em gavomp war ur lestr-kenwerzh braz, ur lestr-karg 200m hed a-sort gant ar re a spurmantomp a-bell meur a wezh pa sellomp douzh an dremmwel-mor pe pa yaomp da vale a-hed kaeioù ur porzh braz bennag, e Brest, e Naoned pe e Sant Nazer da skwer. Karget eo ar vag-mañ da gas greun ag ur vro d'an arall, ha chañch a ra hent da beb an amzer, hervez priz ar greun war marc'had ar bed. Evid ma c'hello ar c'habiten kas e lestr beteg penn e rank ma yay an traoù war-raog, hag evid-se e vez rekiz da beb unan boud gant e lec'h-labour d'an termen lakaet, heb mankoud. Ha setu ar vartoloded gant o buhezioù kaled, diglod liez, mez gant o lodoù bourrapted ive, da beb an amzer. Er film-mañ nawazh n'eo ket ag ur martolod e vez komzet, mez ag ur vartolodez. Ha hi n'eo ket sekreterez war vourzh, n'eo ket muioc'h matezh evid netaad kamproù ar labourerion-vor. Nann : hi zo mekanikerez, ha mar n'eo ket e penn an traoù ema eil mestr. Bourriñ a ra é c'hoari gant ar motorioù braz-spontuz a vez kavet e strad ar sort listri. Bourriñ a ra en em wiskañ evel ar baotred gant ur frag, ur "bleu" evel ma vez lâret ive en Oriant. Bourriñ a ra é lakaad he daouarn er lard-karr ha c'hoari gant hec'h alc'hwez-rodig. An trouz zokén ne ra ket aon dezhi, ha santiñ a ra buhez en he gwazhiad pa dalabard ar mekanikoù, pa vez red dezhi huchal e saozneg evid boud komprenet gant he c'holleged, gwarantet ma vez dre lezenn bremañ diwskouarn peb unan gant un tokarn. Evel rezon e c'hortaomp un istoer karantez bennag : diaez kompren eh a ur plac'h braw ha yaouank evel Alice d'en em goll en ur skipailh gwazed redïet da basiantiñ e-pad sizhuniadoù pell a-zoc'h ar maouezi. Ha braz eo kalon ar plac'h. Ur galant he deus laosket war an douar braz, ur galant tomm-braz dezhi, mez un arall he deus kavet war ar Fidelio, bet anavezet ganti gwezhall dija, hag ar santimantoù kozh evitañ n'int ket diverket c'hoazh. Braz eo kalon peb unan, frank a-walc'h evid degemer an hanter ag an denelezh ha marse muioc'h, mez buan e kav ar c'horf e voull. Ha n'eo ket ar wazed bloc'hoù difrom naket : tener int ive, jalouz marse ha n'eo ket dichipot e ya an traoù gante ataw : lod a chipot just a-walc'h. Trawalc'h aze da sevel ur senario, ar pezh a zo daet braw gant kentañ film Lucie Borleteau. Ouzhpenn an istoer-karantez-se, bourrabl a-walc'h da heuliañ, e kavomp hon lod ive er pezh a zo tro-dro, da lâred eo ar vuhez war ar vag, rol peb unan, an urzhas. Ar labour evel-just, mez ive ar momantoù arall, pa vez dijabl an dud, p'en em gavont douzh taol, pe en o c'hamproù ; p'en em gavont gant o frankiz evid un herrad. Martoloded daet a-bell a-liez, ha yezhoù, kredennoù pe relijionoù dishañval gante. Tud ag ar Filipinoù, a Java, a Vro-India. N'eo ket ar vuhez-se unan ordinel, pa vez dispartiet an den a-zoc'h e familh evid miziadoù, pa chom war ar mor blod ar brasañ ag e amzer. Aze ive e weler pouez ar saozneg evel yezh kumun etre an dud. Ur yezh hag a vez chaket-dichaket pa ne vez ket o yezh pemdez. Ne vern : en em gompren a ra ar vartoloded dre vraz. Ha setu ar pezh a gont pa vez tapet ur yezh estren : n'eo ket ar pal komz evel tud ar vro, mez moned e darempred gant an dud-se. Mez gwazh c'hoazh : rag amañ n'eus Anglez ebed ! Ema ar saozneg ur yezh estren evid an oll. Doned a ra da voud o yezh-eskemm, ur yezh war ar stern, ur sort globish evel ma lârer bremañ, ur global english pell a-zoc'h saozneg Oxford, mez efeduz. E-pad an amzer-se e vordo ar lestr-karg, mez porzhioù zo. Hag er porzhioù e chañch an traoù. Liez e vez lâret, pa gomzer ag ar vartoloded : "ur vaouez e peb porzh !" Sur e kont, d'ar vartoloded chomet sizhuniadoù heb gweled plac'h ebed, en em gavoud e diwvrec'h unan bennag da beb an amzer. Ha pa dosta an douar braz, kalz ne vern e pesort porzh, e pesort bro, ha gant pesort yezh e vehe, aferioù ar garantez ne c'houlennont ket doktorelezh na diplom ebed, euruzamant. An demokratïezh a c'hoari aze, en ur mod bennag. Ha plijadur a vez gortaet, ha plijaduruz e c'hell an diduadenn-se boud evid hon boulomed. Nawazh ne vez ket un dra asur : n'eus garanti ebed e vo joaiuz an traoù, na bourrabl, na mad evid deltu an den. Meur a wezh e tro an traoù da fall, meur a wezh ne laosk nemed ur goust c'hwerw er c'halonoù. Mez graomp bourrabl ha daomp ataw, pemp ha pewar a ra naw ! Jean-Claude Le Ruyet.20150306b.111D.


loin des hommes

loin des hommes

12/04/2023

SIN-150220-LOIN DES HOMMES.docx LOIN DES HOMMES Ur film sevenet gant : David Oelhoffen (2014). Gant : Viggo Mortensen, Reda Kateb, Djemel Barek (1e41). Pell a-zoc'h an denion hag o follentezioù : setu kredabl sinifiañs titl galleg ar film-mañ, savet diwar un danevell bet skrivet gant Albert Camus ha tennet ag e levr L'Exil et le Royaume. N'eo ket ar wezh kentañ e vez roet dimp da c'hortoz ma heulio an istoer kenniget dimp ur linenn eeun, ag ur lec'h bennag d'ur lec'h arall. Adal un alf bennag e vez buket, e vez bizet ur pal bennag, ha diskoueziñ a ra an traoù boud sklaer, tre evel en ur redadeg war 100m da skwer : red eo d'an den ober e seizh gwellañ evid touchiñ ar c'hentañ d'ar linenn-bal. Mez a-benn ar fin, gant troioù-kamm ar vuhez e tiskouez ar linenn-se boud gwall luziet, gant an darvoudoù dic'hortoz a za da chañch meur a dra , meur a soñj, meur a suradenn. Ag an Aljeri e komz ar film, e 1954, d'ar momed ma oa an traoù dindan trenkañ ha tremen ag ar peuc'h d'ar brezel. Ar peuc'h-sen a oa heni an trevadenniñ, heni ar c'holonializm, da lâred eo ur peuc'h dindan ar wask. Mez ne vourr ket ar waskidi chomel edan ar wask, nemed sod e vehent. Na zisoñjomp ket he doa graet ar Frañs traoù divalaw kenañ en Aljeri goude ar brezel. Aljerianiz a oa daet da roiñ dorn d'ar Frañsizion da dapoud o frankiz en-dro pa oa bet làeret honnañ gant an Alamanted. Ha tapet he frankiz gant ar Frañs e 1945, setu ma vir honnañ douzh ar bobl aljerian a c'houlenn he heni d'he zro. Ha da-heul setu lazhadegoù Sétif e 1945. Petra ' faot deoc'h, abred pe ziwezhad o dez an dud fallagr un eost diwar o had ! Gelliñ a raomp en em c'houlenn penaoz e sant an dud ema an traoù é troiñ da fall er bed en-dro dezhe. Penaoz e sante tud 1914 ha re 1939 an avel é wezhañ fallvlaz ar brezel warne ? Penaoz e santomp-ni an traoù a zo é c'horiñ e-kostez Donietsk da skwer, hiziw ? Diaez eo gouied gant pesort hent e krogo an istor, p'en em gav an istor gant ur fourchenn. Moned a-gleiz, pe moned a-zehoù ? Ur film braw eo hennañ war respontegezh mab-den dirag e donkad. Setu ur skolaer (Viggo Mortensen) é kas e labour deskiñ lenn da vugale peizanted an Adlas, e-kreiz an Aljeri. Gwir eo e tesk dezhe patromoù ar vamm-vro : ar Frañs, hag he stêrioù braz, Liger, Roen,... Mez deskiñ a ra ar vugale lenn (galleg d'an nebeutañ). Ha setu ma vez goulennet gant ar mestr dilezel e skol daou pe dri deiz evid kas ur muntrer (Reda Kateb) beteg ar jañdarmdi un devezh-kerzhed a-vaze. Rac'hwiz da gentañ, evel-just, rag n'eo ket ur skolaer ur jañdarm. Mez troiñ a ra an ambiañs da fall er c'hornad, daet nervuz an "treid du" (ar Pieds Noirs) diouzh un tu ha nervuz Aljerianiz ive : gwell e oa moned kuit enta ha kas an den du-hont, an den hag a oa é klask moned du-se, ouzhpenn-se ! Rag gwell e oa gantañ boud barnet gant justis ar Frañs eged gant heni e vro. Perag ? A-gaoz d'an "diya". Ha petra eo an "diya" ? Lezenn ar vro diazezet war ar C'horan : pa lazh unan bennag un den arall e rank familh hennañ venjiñ an torfed. Pe dre lazhañ ar muntrer, pe dre c'houlenn priz ar gwad gant e familh. Pa n'hell ket ar familh paeañ ne chom nemed lazhañ ar muntrer. Mez degas a ra peb muntr ur muntr arall. Ha diouennet, dibennet e vez familhoù zo a-gaoz d'an "diya". An den amañ, lazhet e genderw gantañ a-gaoz ma'n doa làeret e eostad greun, ne oa ket e familh evid paean priz ar gwad. Da voud lazhet e oa neuze. Mez, da-heul, evid henn veñjiñ-eñv ne chome nemed e vreur, re vihan c'hoazh. Penaoz ober ? Goulenn gant justis ar Fransizion, ur justis na veze ket tener naket, henn barnañ-eñv, tra kén evid ma ne vehe ket mellet e vreur d'e istoer ! Gant skeudennoù berr mez efeduz e tiskouez ar film mod-ober arme ar Frañs en Aljeri. Traoù gouiet dimp dija, tamm pe damm. Didruez e oa gant ar fellagahed tapet : lazhet e vezent na boud en em rentent dizarm. Muntr-brezel, sañset. Ar letanant Garreg, ur Breton, a lâr heb krenañ : "Lâret eh eus bet din netaad ar c'hornad heb gouarn prizoniad ebed, hag henn ober a ran !" Sentiñ douzh an urzhioù. Zokén er brezel nawazh eh eus lezennoù. Piw o anav ? Koustiañs peb unan a chom neuze, mez piw zo prest da sentiñ douzh e heni e sort darvoudoù ? Pell a-zoc'h an denion ? Ha moian zo boud pell a-zoc'h an denion war an douar-mañ ? Ar c'hontrel eo : red eo ober gant an dud arall, tre beteg en dezerzh. Ur film kreñv eo, a-zivoud ar choaz a chom gant an den, ataw, da beb termen, evid e frankiz : moned gant e hent a-gleiz, pe moned a-zehoù. Jean-Claude Le Ruyet.20150220c.109D.SIN-150220-LOIN DES HOMMES.docx LOIN DES HOMMES Ur film sevenet gant : David Oelhoffen (2014). Gant : Viggo Mortensen, Reda Kateb, Djemel Barek (1e41). Pell a-zoc'h an denion hag o follentezioù : setu kredabl sinifiañs titl galleg ar film-mañ, savet diwar un danevell bet skrivet gant Albert Camus ha tennet ag e levr L'Exil et le Royaume. N'eo ket ar wezh kentañ e vez roet dimp da c'hortoz ma heulio an istoer kenniget dimp ur linenn eeun, ag ur lec'h bennag d'ur lec'h arall. Adal un alf bennag e vez buket, e vez bizet ur pal bennag, ha diskoueziñ a ra an traoù boud sklaer, tre evel en ur redadeg war 100m da skwer : red eo d'an den ober e seizh gwellañ evid touchiñ ar c'hentañ d'ar linenn-bal. Mez a-benn ar fin, gant troioù-kamm ar vuhez e tiskouez ar linenn-se boud gwall luziet, gant an darvoudoù dic'hortoz a za da chañch meur a dra , meur a soñj, meur a suradenn. Ag an Aljeri e komz ar film, e 1954, d'ar momed ma oa an traoù dindan trenkañ ha tremen ag ar peuc'h d'ar brezel. Ar peuc'h-sen a oa heni an trevadenniñ, heni ar c'holonializm, da lâred eo ur peuc'h dindan ar wask. Mez ne vourr ket ar waskidi chomel edan ar wask, nemed sod e vehent. Na zisoñjomp ket he doa graet ar Frañs traoù divalaw kenañ en Aljeri goude ar brezel. Aljerianiz a oa daet da roiñ dorn d'ar Frañsizion da dapoud o frankiz en-dro pa oa bet làeret honnañ gant an Alamanted. Ha tapet he frankiz gant ar Frañs e 1945, setu ma vir honnañ douzh ar bobl aljerian a c'houlenn he heni d'he zro. Ha da-heul setu lazhadegoù Sétif e 1945. Petra ' faot deoc'h, abred pe ziwezhad o dez an dud fallagr un eost diwar o had ! Gelliñ a raomp en em c'houlenn penaoz e sant an dud ema an traoù é troiñ da fall er bed en-dro dezhe. Penaoz e sante tud 1914 ha re 1939 an avel é wezhañ fallvlaz ar brezel warne ? Penaoz e santomp-ni an traoù a zo é c'horiñ e-kostez Donietsk da skwer, hiziw ? Diaez eo gouied gant pesort hent e krogo an istor, p'en em gav an istor gant ur fourchenn. Moned a-gleiz, pe moned a-zehoù ? Ur film braw eo hennañ war respontegezh mab-den dirag e donkad. Setu ur skolaer (Viggo Mortensen) é kas e labour deskiñ lenn da vugale peizanted an Adlas, e-kreiz an Aljeri. Gwir eo e tesk dezhe patromoù ar vamm-vro : ar Frañs, hag he stêrioù braz, Liger, Roen,... Mez deskiñ a ra ar vugale lenn (galleg d'an nebeutañ). Ha setu ma vez goulennet gant ar mestr dilezel e skol daou pe dri deiz evid kas ur muntrer (Reda Kateb) beteg ar jañdarmdi un devezh-kerzhed a-vaze. Rac'hwiz da gentañ, evel-just, rag n'eo ket ur skolaer ur jañdarm. Mez troiñ a ra an ambiañs da fall er c'hornad, daet nervuz an "treid du" (ar Pieds Noirs) diouzh un tu ha nervuz Aljerianiz ive : gwell e oa moned kuit enta ha kas an den du-hont, an den hag a oa é klask moned du-se, ouzhpenn-se ! Rag gwell e oa gantañ boud barnet gant justis ar Frañs eged gant heni e vro. Perag ? A-gaoz d'an "diya". Ha petra eo an "diya" ? Lezenn ar vro diazezet war ar C'horan : pa lazh unan bennag un den arall e rank familh hennañ venjiñ an torfed. Pe dre lazhañ ar muntrer, pe dre c'houlenn priz ar gwad gant e familh. Pa n'hell ket ar familh paeañ ne chom nemed lazhañ ar muntrer. Mez degas a ra peb muntr ur muntr arall. Ha diouennet, dibennet e vez familhoù zo a-gaoz d'an "diya". An den amañ, lazhet e genderw gantañ a-gaoz ma'n doa làeret e eostad greun, ne oa ket e familh evid paean priz ar gwad. Da voud lazhet e oa neuze. Mez, da-heul, evid henn veñjiñ-eñv ne chome nemed e vreur, re vihan c'hoazh. Penaoz ober ? Goulenn gant justis ar Fransizion, ur justis na veze ket tener naket, henn barnañ-eñv, tra kén evid ma ne vehe ket mellet e vreur d'e istoer ! Gant skeudennoù berr mez efeduz e tiskouez ar film mod-ober arme ar Frañs en Aljeri. Traoù gouiet dimp dija, tamm pe damm. Didruez e oa gant ar fellagahed tapet : lazhet e vezent na boud en em rentent dizarm. Muntr-brezel, sañset. Ar letanant Garreg, ur Breton, a lâr heb krenañ : "Lâret eh eus bet din netaad ar c'hornad heb gouarn prizoniad ebed, hag henn ober a ran !" Sentiñ douzh an urzhioù. Zokén er brezel nawazh eh eus lezennoù. Piw o anav ? Koustiañs peb unan a chom neuze, mez piw zo prest da sentiñ douzh e heni e sort darvoudoù ? Pell a-zoc'h an denion ? Ha moian zo boud pell a-zoc'h an denion war an douar-mañ ? Ar c'hontrel eo : red eo ober gant an dud arall, tre beteg en dezerzh. Ur film kreñv eo, a-zivoud ar choaz a chom gant an den, ataw, da beb termen, evid e frankiz : moned gant e hent a-gleiz, pe moned a-zehoù. Jean-Claude Le Ruyet.20150220c.109D.


les nouveaux sauvages

les nouveaux sauvages

12/04/2023

SIN-150212-LES NOUVEAUX SAUVAGES.docx LES NOUVEAUX SAUVAGES Ur film sevenet gant : Damian Szifron (2015). Gant : Ricardo Darin, Oscar Martinez, Leonardo Sbaraglia (2e2mn). Ur film eo hennañ diwar-benn an harzoù a zo etre sevenadur ha barbariezh. Hag a beb sort e c'hell boud mammenn ar pezh a laka an den da dreuziñ an harzoù-se : un dreizon-garantez, ur c'hloaz a-vihan chomet béw, ur re-vec'h savet souden dirag tregasserezh ar vuhez. Gant pemp pe c'hwec'h istoer dishañval e tiskouez ar film penaoz e c'hell ar vuhez tremen krenn-ha-krak ag ar mad d'ar fallañ e-korf un herradig. Ya, gelliñ a ra ar vuhez tremen ag ar baradoez d'an ifern aez a-walc'h, hag an dud o-hunan a vez kaoz : ganimp ema alc'hwez ar baradoez ha heni an ifern. En ur levr bennag em boa lennet an dra-se, ha pa sellan mat en-dro din ne gavan ket e vank kalz a dra evid ma vehe gwir kant dre gant. Amañ da skwer e welomp un den hag a zo é roulad sioul war ur gourhent bennag. Kàer eo an amzer ha braw ar maezadoù treuzet, gant menezioù a beb tu. Diragzañ, souden, un oto arall, mez é roulad a-gleiz ema. C'hoant d'hon den he doublañ mez, sentuz douzh ar lezenn ha douzh kod ar roulad, nen deus ket c'hoant da zoubliñ a-zehoù. Neuze e velza an oto arall gant taolioù gouloù da gomañs ha dre gornal goude. Mez an amiod a zo e-barzh, e-lec'h moned a-zehoù evel ma vehe bet deread, setu-eñv é kamdroiennañ evid parraad douzh an arall a zoubliñ. Soñjit 'ta ! Trawalc'h aze evid lakaad ne vern piw da santoud imor hag arfleu é krogiñ en e jilet. A dam, ne vanko ket ! Gant ar gouez ma tro an traoù etreze e ta mantr dimp ha c'hoant c'hoarzhed war-un-dro. Da gentañ e vezomp mantret, trejeboulet hon speredoù gant kement a c'houezder ; ha goude e c'hoarzhomp pa welomp beteg pesort poent divalaw eh a o zraoù, goude m'emaint bet o daou, ha den arall ebed, pennkaoz ag ar stad truezeg m'emaint arruet er fin. Aze e welomp e c'hell ar vuhez boud un c'hoari, pa ra an den evel ma kar gant ar c'hartoù a oa bet roet dezhañ (gant piw, an dra-se zo un afer arall !). Er memez film e vez gwelet un eured, unan hañval-fasibl douzh an euredoù hon eus oll anavezet, rac'h an dud joaiuz e-barzh ha follig un tammig zokén. En deizioù evel-se e laosk an dud o soursïoù pemdez er gêr ha bec'h d'an c'hoarïoù, d'an dañs, d'ar chervad ha gwezhavez d'ar c'honirïoù ouzhpenn. Mez amañ (siwazh evid bourrapted an darvoud), abalamour d'un draig hebkén, e tro an abadenn da laezh treñk dilonkaduz, hag e berrig amzer, m'hel lâr deoc'h. A-dra-sur e talc'ho soñj an daou zen yaouank "a vravañ deiz o buhez" ad vitam aeternam. Ha ken sur ive e chomo an deiz-se pell e memoer an oll gouvidi. Da gentañ e c'hell an arvesterion soñjal ema bet savet ar sketchoù dishañval-se diwar netra e spered ar sevener pe e heni den ar senario d'an nebeutañ. Tamm ebed ! Kavet e vez meneg a draoù sort-se er mediaoù da beb an amzer. Evid ar pezh a vez diskouezet er film-mañ ne ouian ket re, mez gouied a ran e vez stank a-walc'h sort traoù direzon er vuhez pemdez, ha da-heul er journalioù ive. Liez a-walc'h e tegas ar vuhez dimp darvoudoù drochoc'h eged ar pezh a c'hell un den empentiñ e-hunan. Soñj 'm eus ag un istoer dic'hortoz-kàer hag e oa bet savet ur film diwarnañ un dri pe bewar bloaz so bennag. Setu daou zen yaouank fresk-dimezet. Kennig a ra ar gwaz d'e vaouez he c'has d'ober un dro war ar lenn er vagig a zo aze staget douzh ar ribl. Hag int er vag. En un taol, katastrof ! Setu kouezhet un dra bennag ag an oabl, kouezhet a-blom war ar plac'h ha hi lazhet-mik ! Ha petra a oa kouezhet ? Ur vuoc'h, ma c'haezh tud, ur vuoc'h. Mez penaoz ? Soudarded rus gant o c'harr-nij-kargo, tomm o speredoù sur a-walc'h, o doa graet o soñj douarañ war ur prad bennag ha laerezh un nebeud ag ar saout a oa aze é peuriñ disoursi. Hag int daet da benn ag o zaol gant ur vuoc'h hag ar c'harr-nij en aer en-dro, gant ar vuoc'h e-barzh. Ya, mez arruet uhel, setu ma krog ar vuoc'h da bennfolliñ en avion ha da lakaad an akipaj en dañjer. Daet spered en-dro d'ar soudarded neuze, sur, ha divizet gante bountiñ ar vuoc'h er-maez, hag ar prontañ ar gwellañ, ar pezh a oa bet graet gante dizale. Hag ar paourkaezh buoc'h gant he beaj ziwezhañ. Mez paourkaezh plac'h nevez ive ! Goulenn a ran ganeoc'h : ne ziskouez ket an doere-se boud gwir ? Diskoueziñ a ra, neketa ? Ha faoz eo nawazh, hervez Internet. Mez kit da ouied... Jean-Claude Le Ruyet.20150212b.108D.


une nouvelle amie

une nouvelle amie

12/04/2023

SIN-150206-MA NOUVELLE AMIE.docx UNE NOUVELLE AMIE Ur film sevenet gant : François Ozon (2014). Gant : Romain Duris, Anaïs Demoustier, Raphaël Personnaz (1e47). Normal eo d'ar sinema, milouer ar bed, komz a zañvezioù hag a dreuz ar gevredigezh. Normal eo d'ar sinema enta komz ag an aer fresk a wezha war ar mod da vevañ an darempredoù etre an dud hiziw-an-deiz, etre paotred ha merc'hed, merc'hed ha merc'hed, paotred ha paotred. Ha traoù nevez a vez klevet ha gwelet bemdez. Emberr e c'hello ar wazed dougiñ ive ha genel bugale, skrivet eo er gelaouenn Sciences et Vie ar miz-mañ ! Me ne rin ket, n'on ket en oad evid-se kén ! Un amzer zo bet, un hir a amzer, e veze aotreet traoù zo ha taolet ur ouel a vezh war an traoù arall, a-gaoz ma vezent er-maez ag ar voral. Lezenn ar muiañ niver a lakae ar wask war ar re a sante e oa evite un hent arall da heuliañ. Ha soñj ho peus marse a ganaouenn Georges Brassens hag a lâre : Les braves gens n'aiment pas que L'on suive une autre route qu'eux... Ne gar ket an dud a-feson Pa ya o nesañ difeson... Mad. Setu ur plac'h "normal", dimezet gant ur gwaz "normal" hag ur plac'h "normal" arall dimezet gant ur gwaz arall ken "normal" ive. Hiziw-an-deiz e klask an dud boud normal. Ha perag ? Marse abalamour ma vez kavet muioc'h-mui a dud nad int ket "normal", just a-walc'h. Muioc'h-mui mez pas an oll koulskoude c'hoazh. Neuze e vehe evid lâred d'an darn vuiañ eh omp tre evelte. Mez un esplegadenn arall zo. An c'hoant a normalded-se, daoust ha ne vehe ket evid kuzhad ar pezh a garehe peb unan boud en e greizon ? Da lâred eo boud un den difer, ur boud ne vehe ket par dezhañ er bed a-bezh ? E-lec'h boud normal e karehe peb unan boud dispar, boud un arzour, ur skrivagner lennet, ur sevener-filmoù kouviet da gCannes, ur gouron enoret, ha m'oar-me... Neuze e hunvrehe peb unan boud kalz ne vern petra kentoc'h evid boud "normal". Rag petra a sinifi normal ? Ha n'eo ket boud evel an oll, sentiñ douzh ar pezh a soñj an oll, ober evel an oll, komz evel an oll ? Kopïañ, sentiñ, diambreziñ, plegañ douzh ar lezenn ? Robotoù, machinioù, ardivinkoù, gwikefreoù a c'hell boud normal, normalizet, ha gwell aze, simploc'h ar vuhez gante evel-se. Mez an dud, ha c'hwi ha me ? Pa sellehemp douzhimp evel kroueourion e kavehemp normal boud normal ? Tamm ebed, ne gredan ket. Petra a glask ur c'hroueour ober, mar n'eo ket roiñ d'ar re arall ar pezh ne vo nemetañ gouest da roiñ just a-walc'h ? Moned a ra an traoù war-raog er bed gant ar re o deus degaset un dra nevez, ar pezh n'hell ket an normalded ober. Staget eo an normalded douzh an deñved, an deñved a vegelia gant an tropell, a red gant an tropell, a zebr pa zebr an tropell, a bennfoll pa bennfoll an tropell, an deñved hag a ya d'o c'hraoù pa ya an tropell d'e graou. Ha pa za ar bleiz da zebriñ unan ne fich heni ebed da roiñ dorn dezhañ evid henn tennañ a-zindan dent-lagad ar loen fall. Ma, komzomp ag ar film un tammig, a-hend-arall e vo rebechet din moned da c'haloupad e pradoù re bell a heni ma c'hazeg... Setu ur plac'h hag he doa ur vignonez a-vihanig. Mignoniezh kreñv, mez mignoniezh hebkén etreze. Daet da unan anezhe mervel. Trist an arall, evel-just, ha glac'haret an intañv, kollet zokén, dreist-oll gant ar bebig o doa bet, red roiñ e chutennad dezhañ ingal, chañch e lienoù bemdez-Doue. Paour-kaezh tad ! Pa ya ar plac'h arall d'henn gweled evid roiñ kalonegezh dezhañ e kav... ur vaouez. Erfin he mignon gant dilhad ur plac'h, gant blew ur plac'h ha ruz d'he beg ha rac'h. Peadra da zistabillaad meur a unan. Sekredoù zo e vez dalc'het stard warne er familhoù, mez da beb an amzer e tiskoachont. Siwazh pe pas. Rag ne grede ket ar gwaz-se en em ziskoueziñ evel ma oa. C'hoant en doa da voud ur vaouez, pe d'an nebeutañ da vevañ an tostañ ma c'helle evel ma véw ar maouezi, heb moned beteg kemm e gorf, just chañch dilhad. Setu aze un daolenn a ziskouez dimp an diaezamantoù a c'hell unan bennag nad eo ket evel ar re arall, nad eo ket "normal", ober evid kemer war e souk ha dirag an oll ar pezh a verw ennañ. Ur stourm eo, hag a c'houlenn nerzh, hag a c'houlenn dalc'husted, hag a c'houlenn digoradur-spered gant an hentez ive. Jean-Claude Le Ruyet.20150206b.107D.SIN-150206-MA NOUVELLE AMIE.docx UNE NOUVELLE AMIE Ur film sevenet gant : François Ozon (2014). Gant : Romain Duris, Anaïs Demoustier, Raphaël Personnaz (1e47). Normal eo d'ar sinema, milouer ar bed, komz a zañvezioù hag a dreuz ar gevredigezh. Normal eo d'ar sinema enta komz ag an aer fresk a wezha war ar mod da vevañ an darempredoù etre an dud hiziw-an-deiz, etre paotred ha merc'hed, merc'hed ha merc'hed, paotred ha paotred. Ha traoù nevez a vez klevet ha gwelet bemdez. Emberr e c'hello ar wazed dougiñ ive ha genel bugale, skrivet eo er gelaouenn Sciences et Vie ar miz-mañ ! Me ne rin ket, n'on ket en oad evid-se kén ! Un amzer zo bet, un hir a amzer, e veze aotreet traoù zo ha taolet ur ouel a vezh war an traoù arall, a-gaoz ma vezent er-maez ag ar voral. Lezenn ar muiañ niver a lakae ar wask war ar re a sante e oa evite un hent arall da heuliañ. Ha soñj ho peus marse a ganaouenn Georges Brassens hag a lâre : Les braves gens n'aiment pas que L'on suive une autre route qu'eux... Ne gar ket an dud a-feson Pa ya o nesañ difeson... Mad. Setu ur plac'h "normal", dimezet gant ur gwaz "normal" hag ur plac'h "normal" arall dimezet gant ur gwaz arall ken "normal" ive. Hiziw-an-deiz e klask an dud boud normal. Ha perag ? Marse abalamour ma vez kavet muioc'h-mui a dud nad int ket "normal", just a-walc'h. Muioc'h-mui mez pas an oll koulskoude c'hoazh. Neuze e vehe evid lâred d'an darn vuiañ eh omp tre evelte. Mez un esplegadenn arall zo. An c'hoant a normalded-se, daoust ha ne vehe ket evid kuzhad ar pezh a garehe peb unan boud en e greizon ? Da lâred eo boud un den difer, ur boud ne vehe ket par dezhañ er bed a-bezh ? E-lec'h boud normal e karehe peb unan boud dispar, boud un arzour, ur skrivagner lennet, ur sevener-filmoù kouviet da gCannes, ur gouron enoret, ha m'oar-me... Neuze e hunvrehe peb unan boud kalz ne vern petra kentoc'h evid boud "normal". Rag petra a sinifi normal ? Ha n'eo ket boud evel an oll, sentiñ douzh ar pezh a soñj an oll, ober evel an oll, komz evel an oll ? Kopïañ, sentiñ, diambreziñ, plegañ douzh ar lezenn ? Robotoù, machinioù, ardivinkoù, gwikefreoù a c'hell boud normal, normalizet, ha gwell aze, simploc'h ar vuhez gante evel-se. Mez an dud, ha c'hwi ha me ? Pa sellehemp douzhimp evel kroueourion e kavehemp normal boud normal ? Tamm ebed, ne gredan ket. Petra a glask ur c'hroueour ober, mar n'eo ket roiñ d'ar re arall ar pezh ne vo nemetañ gouest da roiñ just a-walc'h ? Moned a ra an traoù war-raog er bed gant ar re o deus degaset un dra nevez, ar pezh n'hell ket an normalded ober. Staget eo an normalded douzh an deñved, an deñved a vegelia gant an tropell, a red gant an tropell, a zebr pa zebr an tropell, a bennfoll pa bennfoll an tropell, an deñved hag a ya d'o c'hraoù pa ya an tropell d'e graou. Ha pa za ar bleiz da zebriñ unan ne fich heni ebed da roiñ dorn dezhañ evid henn tennañ a-zindan dent-lagad ar loen fall. Ma, komzomp ag ar film un tammig, a-hend-arall e vo rebechet din moned da c'haloupad e pradoù re bell a heni ma c'hazeg... Setu ur plac'h hag he doa ur vignonez a-vihanig. Mignoniezh kreñv, mez mignoniezh hebkén etreze. Daet da unan anezhe mervel. Trist an arall, evel-just, ha glac'haret an intañv, kollet zokén, dreist-oll gant ar bebig o doa bet, red roiñ e chutennad dezhañ ingal, chañch e lienoù bemdez-Doue. Paour-kaezh tad ! Pa ya ar plac'h arall d'henn gweled evid roiñ kalonegezh dezhañ e kav... ur vaouez. Erfin he mignon gant dilhad ur plac'h, gant blew ur plac'h ha ruz d'he beg ha rac'h. Peadra da zistabillaad meur a unan. Sekredoù zo e vez dalc'het stard warne er familhoù, mez da beb an amzer e tiskoachont. Siwazh pe pas. Rag ne grede ket ar gwaz-se en em ziskoueziñ evel ma oa. C'hoant en doa da voud ur vaouez, pe d'an nebeutañ da vevañ an tostañ ma c'helle evel ma véw ar maouezi, heb moned beteg kemm e gorf, just chañch dilhad. Setu aze un daolenn a ziskouez dimp an diaezamantoù a c'hell unan bennag nad eo ket evel ar re arall, nad eo ket "normal", ober evid kemer war e souk ha dirag an oll ar pezh a verw ennañ. Ur stourm eo, hag a c'houlenn nerzh, hag a c'houlenn dalc'husted, hag a c'houlenn digoradur-spered gant an hentez ive. Jean-Claude Le Ruyet.20150206b.107D.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ