An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Malapascua hag efedoù drastus an douristelezh

Malapascua hag efedoù drastus an douristelezh

13/04/2023

Malapascua a zo un enezenn e bro Filipina. Yuna Puech a zo bet o labourat eno evit ar gevredigezh "People and the Sea", a zifenn endro ar mor ha live buhez an dud war an enezenn. Lakaet vo ar gaoz ganomp ivez war an douristelezh hag he efedoù, ha penaos e klask "People and the Sea" mont war zu un douristelezh padusoc'h.


Radio Ribin, mouezh an Are

Radio Ribin, mouezh an Are

13/04/2023

Ur radio nevez a zo bet krouet e Menez Are : Radio Ribin, mouezh an Are ! Ur webradio eo, n'eus ket abadenn ebet ken war-eeun, ne ra ket 'met podkastoù, met kalz traoù a zo bet lakaet en linenn dija, abaoe eo bet lañset an traoù e miz-Genver 2020. Ur webmedia eo memes, peogwir zo moaien da gavout videoioù war e lec'hienn ivez. Pezh a faot da Radio Ribin ober eo diskouezh buhez an dud e Menez Are, koulz e brezhoneg hag e galleg, forzh peseurt tud vefe. Bet omp bet o welet prezidant ar radio, Kristian Braz.


"Me zo prest da vont, 'dalvean tra da zen ken war an Douar"

"Me zo prest da vont, 'dalvean tra da zen ken war an Douar"

13/04/2023

Marie-Charles a vo 98 vloaz ken dale. Yac'h eo c'hoazh, met prest eo da vont memestra. N'eus ket aon da vervel. He gwaz a zo marv pell zo ha setu 'soñj dezhi lar ne dalvez ket tra da zen ebet ken bremañ. Bet omp bet oc'h en em gavout asambles ganti e Lokorn, evit dezhi safaret deomp deus he buhez, gwechall ha bremañ.


Kentañ bloavezhioù skol Diwan Lambaol, gant P-V Mallegol ha S. Salaun

Kentañ bloavezhioù skol Diwan Lambaol, gant P-V Mallegol ha S. Salaun

13/04/2023

E miz Mae 1977 e oa bet digoret ar c'hentañ skol Diwan gant pemp familh e kumun Lambaol, e bro Leon. Kalonek pe ziskiant e oa ar re-se, pa n'ijinent ket an hent a oa dirazo. Pêr-Vari Mallegol ha Simone Salaun a zo tud unan deus ar pemp bugel-se. Skrivet 'n eus Pêr-Vari Mallegol ul levr, nevez 'zo, gant e eñvorennoù deus fin ar bloavezhioù 1970 ha penn kentañ ar bloavezhoù 1980. En e levr e teu en dro war an amzerad m'eo bet eñ hag un nebeut familhoù all o stourm evit digeriñ skol Lambaol. Skrivet eo "... Et les bretons créèrent Diwan" e stumm un deiz-levr, hag e gas al lenner.ez da un amzerad gant brezhoneg er straedoù met hep skolioù e brezhoneg.


War an duchenn, istor lise Kastellin

War an duchenn, istor lise Kastellin

13/04/2023

Mont a raimp d'en em gavout asambles gant Renée Cariou-Ribeyre e Lokorn hiziv, ha da heul gant Raymond Le Bot e Ploudiern, evit dezho safaret deomp deus ul levr nevez hag a zo bet embannet e miz-Even gant ar gevredigezh War an Duchenn : War an Duchenn, Histoire du lycée Jean Moulin de Châteaulin - Les premières années. Renée a oa bet er c'hlas kentañ memes, diouzhtu a-benn 'oa digoret al lise e 1958 ... ha d'ar mare-se neuze ne oa ket echu al labourioù c'hoazh ! Raymond zo arruet diwezhatoc'h, met chomet eo pell a-walc'h e lise Kastellin, kelenner eo-eñ bet eno goude-se.


Loeiz Gwilhou, ar c'hlasker aour

Loeiz Gwilhou, ar c'hlasker aour

13/04/2023

Loeiz Gwilhou eus ar C'hap, goude bezañ bet soubet yaouank e brezhoneg e vamm-gozh, n'en doa ket bet e walc'h eus ar yezh arru en oad gour. He feurzesket en deus, ha ma skriv danevelloù hiziv, eo gras d'ar yezh-se hepken! Denelezh, fent, istorioù krizh ha lijer hag un tamm mat eus tro-spered ha sevenadur ar Gaperien a gavoc'h e ''Ar c'hlasker-aour ha danevelloù all''


E-bourzh ar Skeaf gant Ronan Becam

E-bourzh ar Skeaf gant Ronan Becam

13/04/2023

E-bourzh ar Skeaf e reer kalz muioc'h evit bageal. Ha n'eo ket forzh pe akipajoù a saver evit an troioù-mor graet ganti... Ar re-se o deus ezhomm da bellaat ouzh pouezh o buhez war an douar evit disammañ o spered ur pennadig amzer


Berramzer e Sant-Tujen

Berramzer e Sant-Tujen

13/04/2023

Mont a raimp d'ober anaoudegezh gant Marie Penven hiziv. Honnezh zo 'chom e Sant-Tujen e Prevel, er C'hab. Ur chapel vras a zo du-hont ha bemdez e-doug ar c'honfinamant 'veze bodet an dud en-dro dezhi, evit kontañ kaoz hag evañ ur banne sistr asambles. Marie a safaro deomp ivez deus ar pardon gwechall, ha deus ar maner 'lec'h eo ganet, maner ar Menez Bras en Eskevien.


Ar c'hoarezed Broustal

Ar c'hoarezed Broustal

13/04/2023

Bet omp bet e Sant-Riwal en-dro adarre, e Menez Are, d'en em gavout asambles gant div c'hoar : Anne ha Marie Broustal. Ganet int e Sant-Riwal o-div, 'lec'h int bet o chom evit ar wech ivez. Ha kalz traoù o deus kontet deomp : penaos yae ar vugale da heul o zud da labourat gwechall, ar sertifikad, fest an hoc'h, ar puñsioù kozh ... Kontet 'vo deomp ivez penaos oa darbet da Anne beuziñ en ur feunteun pa oa-hi yaouank-tre !


Lañset eo staliañ ar 5G dre ar vro

Lañset eo staliañ ar 5G dre ar vro

13/04/2023

O tiorreiñ emañ ar stourm enep ar 5G e bro C'hall. Gant pempet rummad teknologiezhioù ar pellgomzerezh, ar 5G (fifth generation), e c'hello Bugel-den treuskas an titouroù kalz buanoc'h eget ma ra ar pellgomzerioù a hiriv. Prometet vez e c'hello ober a bep seurt traoù nevez : selvij a raio evit an otoioù emren, evit ar chiruji deus a-bell, da lakaat uzinoù da vont en dro dre o-unan, ha da genliammañ an objedoù an eil re gant ar re all. N'eo ket an deknologiezh nevez evit plijout d'an holl koulskoude. Aon ra kalzig da dud 'zo zoken. Preget vo deus ar 5G en abadenn an Divskouarn o Nijal-mañ, deus sell unan hag a zo enep. Marc Perrot a zo ezel deus ar gevredigezh "Robin an Toennoù", ur gevredigezh hag a labour war al live broadel da deurel evezh deus efedoù ar frekañsennoù uhel pe izel. Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ