Kenderc'hel a reomp hiziv hor baleadenn e pladennoù ar Beatles. Ar sizhun dremenet hor boa laosket anezho gwall skuizh e fin ar bloavezh 1964 gant peder fladenn enrollet e korf ur bloavezh, ha gwelet 'vo hiziv ne ya ket an traoù war c'horrekaat ! Playlist : The Zombies : She 's not here The Beatles : I need you The Beatles : You 've got to hide your love away The Beatles : Norwegian wood The Beatles : Got to get you into my life The Beatles : Tomorrow never knows The Beatles : Whithin you without you. The Beatles : A day in a life
Setu-ni asamblez adarre e « Larsen ha mediator » evit gwelout tri bloavezh diwezhañ ar Beatles pa grog an arc'hant hag ar merc'hed da drenkañ awen ar strollad. Playlist : - The Beatles : Baby, you 're a rich man » - The Beatles : I'm the walrus - The Beatles : While my guitar gently weeps - The Beatles : Helter skelter - The Beatles : One after 909 - The beatles : You never give me your money
Larsen ha mediator 11 : Ar re yaouank hag ar rock 'n roll « The American way of life » evit ar re wenn d'an nebeutañ zo diazezet war un nebeut talvoudegezhioù eeun : daremprediñ e amezeien, dreist-holl da goulz oferenn ar barez, kaout e di dezhañ e-unan, hag e garr-tan evit mont d'ar c'hrogad base-ball pe mell-droad amerikan. Roz eo liv an dazont er fifties, ar gudenn nemeti evit ar gerent prederiet rak dazont o bugale eo ar rock ha c'hwezh ar sulfur, peg outañ. Degemer mat e Larsen ha mediator, hiziv e pledont gant ar re yaouank hag ar rock 'n roll. Playlist : Boyd Bennet and his rockets : Seventeen The Coasters : Yakety yak Chuck Berry : Sweet little sixteen Little Richard : Lucille Jimmie Snow tennet eus « 1950s preacher vs rock'n'roll music » Pat boone : Tutti frutti Little Richard and Pat Boone tennet eus « PBS History of Rock and Roll series, pt 1 » Bo Diddley : Bo Diddley The Robins : Riot in Cell Block #9 The Silhouettes : Get A Job Barret Strong : Money Levrlennadur : « Devil's Music, Holy Rollers and Hillbillies: How America Gave Birth to Rock » gant James A. Cosby "Our american century Rock and roll generation, teen life in the 50s" Time Life books "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection)
Ne vefe ket bet gwall bell ar sonerien rock hep ar pezh a selaouit dres bremañ da lavaret ar radio. Rak ma zo ezhomm eus kanerien hag eus tiez-produiñ ez eus ezhomm ivez eus tud, diskoacherien a-wechoù, hag a ziviz lakaat pladenn-mañ-pladenn war an troer pladennoù evit ma vo skignet dreist bevennoù ar stadoù ha dreist ur vevenn all, hini liv ar c'hroc'hen. Degemer mat e metoù an Djs ! Playlist : Dewey Phillips - At WHBQ hosting red hot and blues e Memphis Gene Vincent : Be bop a lula Buddy Holly : That will be the day Alan Freed o kinnig e abadenn The dominoes : Have mercy baby Bill Haley : Rock around the clock Little richard : Rip it up take 1 Little richard : Rip it up Eddie Cochran : Skinny Jim Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rhythm & blues country Rock 'n roll la musique qui vit grandir Elvis" J.C. Bertin (Embannadurioù Didier Carpentier)
E fin ar bloavezhioù 50 e seblant ar rock tonket da vont da get, milliget m'emañ e arzourien bennañ. Setu ar pezh a welimp hiziv. Kregiñ a ra ar c'heleier fall e miz Here 1957 gant Little Richard, an hini en deus berraet filosofiezh ar rock 'n roll en un drouzadell « A wop bom aloo mop a lop bam boom » a ziviz teurel e zilhad alaouret hag e walennoù d'ar blotoù evit en em ouestlañ d'ar relijion goude bezañ bet gwelet Doue er c'harr-nij a gase anezhañ da Aostralia evit un droiad. E miz Meurzh 1958 ez eo Tonton Sam hag a zegas soñj da Elvis en deus da servijout ar vammvro. Playlist : Tenacious D : Rock is dead Elvis Presley : Atersadenn a-raok e gonje ("Elvis Sails") Elvis Presley : Are you lonesome tonight ? Don Mc Lean : American Pie Ritchie Valens : La bamba Chuck Berry, Bruce Springsteen and the E-street Band : Johnny Be Goode Eddy Cochran : Twenty flight rock Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rock 'n roll Babylon" Gary Herman (Embannadurioù Denoël X-Trême) "Pop Rock Story vol. 1" Marion Doussot (Embannadurioù Vents d'Ouest)
Kazi echu eo hon ergerzhadenn er bloavezhioù hanterkant met a-raok kuitaat oadvezh aour ar rock'n roll emaomp o vont hiziv da vukañ ar gouleier war strolladoù a eil renk. Oh ! Na vil eo lavarout kement-mañ, lakaomp kentoc'h strolladoù a galite n'o deus gallet tizhout ar brud a oa dleet dezho abalamour d'ar plas kemeret gant « stars ar rock 'n roll ». E gomprenet ho peus, hiziv plas d'ar re chomet e skeud ar « steredennoù ». Playlist : The Johnny burnette trio : The train kept a rollin The phantom alias Jerry Lott : Love me Screamin' Jay Hawkins : Little demon Dale Hawkins : Susie Q Link Wray : Rumble Link Wray : Batman theme Barbara Pittman : I need a man Joyce green : Black cadillac Bob and Lucille : Eeny, meny miney moe
Evit klozañ gant ar rummad kentañ-mañ gouestlet da wriziennoù ar rock'n roll ha d'ar bloavezhioù hanter-kant e kinnigan ur veaj vihan deoc'h hiziv gant meur a arliv. Kregiñ a raimp diouzhtu gant an hini a c'hellfemp lezanviñ « maeronez ar rock 'n roll », ur seurez, sister Rosetta Thorpe, a ginnige dija er bloavezhioù 40 riffoù gitar akuit war he gibson en ur ganañ ar gospel. Playlist : Sister rosetta Tharpe : Shout sister shout Sister rosetta Tharpe : Strange things happening every day The dixieaires : Joe Louis is a fighting man Buddy Johnson : Did you see Jackie Robinson hit that ball ? Les Brown : Joltin' Joe Di Maggio The million dollar quartet : I shall not be moved Janis Martin : Drugstore rock 'n roll Sparkle Moore : Skull and cross bones Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rhythm & blues country Rock 'n roll la musique qui vit grandir Elvis" J.C. Bertin (Embannadurioù Didier Carpentier) "R'n'R antédiluvien" (Embannadurioù Bdmusic/9ème Art+)
Tro 'm eus bet dija da gomz deoc'h eus ar pezh a oa anvet The race records, ar sonerezh enrollet evit ar re zu, deuet da vezañ the rythm and blues records. Komzet 'm boa deoc'h ivez eus Syd Nathan e Cincinaty hag e di-embann King records a rae covers, enrolladennoù nevez ma karit, eus an tonioù enrollet evit ar re zu e versionoù sivilizet evit ar re wenn. Hiziv e selaouimp versionoù all eus tonioù rhythm'n blues gwennaet a-raok mont war-zu Memphis pa antreas ur paotr yaouank anvet Elvis er studio sun. Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Etta James : Dance with me, Henry Georgia Gibbs : Dance with me, Henry Lavern Baker : Tweedlee Dee Georgia Gibbs : Tweedlee Dee Fats Domino : Ain't that a shame Pat Boone : Ain't that a shame Smiley Lewis : I hear you knocking Gale Storm : I hear you knocking Arthur Crudup : That's all right mamma Elvis Presley : That's all right mamma Bill Monroe : Blue moon of kentucky Elvis Presley : Blue moon of kentucky
Setu-ni en em gavet e 1954, gant ur paotr a entano kalon ar c'hrennardezed hag a aweno doare en em wiskañ ar baotred. Met n'eo ket ganet ar rock p'en deus Elvis bountet dor ar stuidioù Sun e Memphis, amañ e oa dija a-raok, Elvis a voe e dreizher, ur seurt soner fleüt Hamelin o kas ar bed a-bezh d'e heul. Ur paotr koant, goullo e chakodoù, setu ar pezh a oa ezhomm evit cheñch red an amzer. Playlist : Elvis Presley : Heartbreak hotel Elvis Presley : First appearance on « Louisiana Hayride » Elvis presley : Jailhouse rock Jerry Lee Lewis : Whole lotta shakin' going on Carl Perkins : Honey don't Sun Records : The return of Jerry Lee Jerry Lee Lewis featuring Jimmy Page : Rock 'n roll Trailer ar film Elvis ha Nixon
Larsen ha mediator 8 : The doo wop Kemerit 4 pe 5 paotr yaouank , du o c'hroc'hen, unan anezho a vo an unkaner, gant ur vouezh tenor skañv o kanañ ar sonenn, un tenor all hag ur bariton oc'h heuliañ gant « ohh », hag « ahh » hag erfin ur bariton boud evit an doop-doop ha setu ur strollad doo-wop ho peus ! Playlist : Jenerik : The Beatles vs Joan Jett vs Cypress Hill vs House of Pain vs RATM - Mash Together - Mashup by Faroff Fluffy hunter : The walkin' blues Frankie lymon and the teenagers : Why do fools fall in love ? The swallows : It ain't the meat Two Fords Classic Car Commercials (1950's) The cadillacs : Speedo The capris : Morse code of love The Cordettes : Lollipop The Bobettes : Mr Lee Blue Moon : The Marcels Nat Williams & The Dry-Dells Drake's Fruit Pies Commercial