Dalac'hao an abadenn sonerezh kinniget gant skipailh Radio Kerne gouestlet hiziv d'an arzourien.ezed okitanat a ra sonerezh a-vremañ.
En abadenn :
La Molièra - Alide Sans
Rei de la Luna - Rodin
Que son aüros - Cocanha
Baishada - Trucs
Negra Fin - CXK
Bela Calha - Alide Sans
Un abadenn kinniget gant Metig Jakez-Vargas
Ar strollad Brutus a zo un triad post-hardcore a vro Velgia.
Kinnig a reomp deoc'h ober anaoudegezh gant ar strollad dre o c’hanaouennoù gant daou don eus pep albom.
Da selaou en abadenn :
Justice de Julia II - Burst (2017)
Bird - Bust (2017)
War - Nest (2019)
Space - Nest (2019)
Brave - Unison Life (2022)
Victoria - Unison Life (2022)
[Skeudenn tapet war lec'hienn Wikimedia Commons gant Andreas Lawen [Fotandi].] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Brutus_-_Rock_am_Ring_2023-43545.jpg)
Hyperborean a veze graet e gresianeg gwechall deus ar pobloù a oa o chom e penn uhellañ an Douar, pelloc'h evit c'hwezh Boreas, avel an hanternoz. Evit ar wech eo bet boemet an dud gant ar c'hontreoù yen-se ha da ziwezañ 'zo lod hag o deus klasket mont betek ar Pol zoken. Kalz a vusianed o deus en em intereset d'an douaroù dizro-se. Benjamin a zo gantañ ul listenn vat !
Playlist :
No Man's Land – Tangerine Dream (Hyperborea – 1983)
Countdown To Darkness – Biosphere & HIA (Polar Sequences – 1996)
Le Grand Dôme – Biosphere (Cirque – 2000)
Nuuk (Air) – Thomas Köner (Nuuk – 1997)
Birth – The Residents (Eskimo – 1979)
#3 - Aphex Twin (Selected Ambient Works II - 1994)
Winter in Seney - DeepChord presents Echospace (The Coldest Season - 2007)
Katajjaq from Hudson Bay - Soria Eyituk · Lusi Kuni (Canada: Inuit Games and Songs - 1991)
Welcome Home - Aarktica (No Solace in Sleep - 2000)
Dalac'hao an abadenn sonerezh kinniget gant skipailh Radio Kerne gouestlet aze d'ur stil sonerezh a zo ivez ur mod da embann barzhoniezh : ar spoken word, da lâret eo ar gêr komzet.
En abadenn :
Marchall Law - Kae Tempest 5'39
Ne me quitte pas - Jacques Brel 3'49
Diary ya Boy Mshamba - Walooks 2'42
Kapitel 21.3 & Kapitel 22 & Kapitel 23.1 - Bern ist überall 3'05
Eu sou o cara - Lurdez da Luz 4'16
線路の上の雲 - Kimi no Orphée 1'33
The Revolution will not be televised, Gil Scott-Heron 3'07
Kinniget gant Morgane Bramoullé
Skeudenn : Lurdez da Luz gant Circuito Fora do Eixo
Ar festival [God Save the Kouign] (https://www.godsavethekouign.bzh/) krouet e 2018 a zo dalc'het e Penmarc'h d'an 21 ha d'an 22 a viz Even.
Diskoachomp un nebeud strolladoù pedet ar bloaz-mañ.
Playlist an abadenn :
Bandit Bandit : Néant (Tachycardie, 2021)
Dead Chic : Les fleurs séchées (The Venus Ballroom, 2023)
The Heavy : Bad muthafucker (Amen, 2023)
Howlin' Jaws : Bewitched Me (Half Asleep Half Awake, 2023)
Dynamite Shakers : Ticket Girl (Don't be Boring, 2024)
Graveyard : Hisingen Blues (Hisingen Blues, 2011)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Hiziv e kinnigin deoc'h ur ganerezh a ra berzh spontus, padal n'eo ket gwall anvet ganin ha ganeoc'h kennebeut marteze : Taylor Swift.
Hervez ar mediaoù amerikan e c'hellfe un den diwar pemp er Stadoù-Unanet votiñ en dilennadegoù prezidant o tont da geñver ar pezh a vo embannet gant Taylor Swift.
He sonadegoù a ra berzh spontus, hag unan dioute en doa krouet ur c'hrenn-douar 2,3 war skeul Richter zoken warlene e Seatle.
Met piv an diaoul eo neuze ar ganerez-se, a c'hell levezoniñ milinonoù a dud ?
Deskomp asambles neuze piv eo Taylor Swift.
Taylor Alison Swift a zo bet ganet d'an 13 a viz Kerzu 1989 e readin (Pennsylvania) e Stadoù-Unanet Amerika. Ur ganerez-sonaozerez eo, a zo brudet evit sevel ha kanañ kanaouennoù diwar he buhez hag e istorioù karantez dreist-holl.
Da 14 vloaz e teuas da vezañ an arzourez yaouankañ da vezañ sinet ur c'hevrad evel skrivagnerez gant an ti-embann sonerezh Sony/ATV Music Publishing.
Gwerzhet he deus ouzhpenn 50 milion a bladennoù - ha 32 milion dioute er Stadoù-Unanet. Swift a zo neuze unan eus gwellañ gwerzherezed ha gwerzherien pladennoù dre ar bed hag en istor.
Penaos-ta e oa deuet a-benn da gaout kement a verzh ?
R.L. Burnside oa ganet d'an 23 a viz-Du 1926 er Mississippi. E-tro c'hwezek vloaz 'oa komañset da soniñ blues, met evitañ ne oa ket kistion da c'hounit e damm vara gant ar muzik digentañ. Enrollet 'noa un nebeut pladennoù er bloavezhioù 1980 e-ser labourat war ar maez ivez. A-benn oa aet en e retret 'oa komañset d'añrejistrañ muioc'h c'hoazh ha da vont d'ober koñserchoù. Ur bluesman dornet ken-ha-ken oa-eñ hag ur bern kanaouennoù mat 'neus enrollet !
John Cale, ar C'Hembread Norzh-Amerikanañ, a zo bet ezel er Velvet Underground e-pad un nebeut bloavezhioù, met en tu-all d'ar prantad-eston-se, ur c'hrouer espar abaoe ouzhpenn 60 vloaz: div bladenn a ginnigo c'hoazh er bloaz-mañ, ha eñ en tu all da 80! Ur bam a vodernelezh eo bet a-viskoazh...
En abadenn-mañ e kinnig Morgane un dibab tonioù e brezhoneg savet gant kanerezed-sonerezed er 4 bloaz tremenet.
Da selaou en abadenn :
Malvennoù kloz - Marine Lavigne (2023)
Nij - Garlonn (2023)
Ar Sorserez - Kaolila (2022)
Kant mil den - Madelyn Ann (2023)
Paotrig kaezh - Emezi (2024)
Netra ken - Quinquis (2022)
Deuit 'ta - Gwennyn (2021)
Skeudenn : golo pladenn Quinquis, Seim
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé