Cool kit arzourez disuj bed queer Bro-Naoned a oar sublimañ an doareoù sonerezh ha kendeuziñ anezho evit krouiñ he sonerezh dezhi. He setoù bouetet gant tonioù disco a ya da flourañ he zempoioù betek bezañ nec'hus a-wechou. Stekiñ a ra al luskoù aheurtet hag ar sonennoù birvidik an eil ouzh ar re all en ur vorteks peurvad. Cool Kit a zisamm energiezh ha diroll an dud gant nerzh arrouezus he sonerezh. Ur bedadenn d'an diskar d'ar c'horfoù, da wallegezh ar bezañs hag an-unan. Er fin e kouezh bepred ar vragerisoù ha pa n'eo ket he hini a zo kouezhet da gentañ.
Aozer nozvezhioù PAN-PAN e Naoned, OR'l 'neus bet tro da bediñ : Tronik Youth, Reno (House of Moda), Paulette Sauvage, Cool Kit, Niv Ast, MontCosmik, Alda, Kino Todo, RAG, Kiddy Smile, Alder, David Shaw, Damon Jee, Ravintsara ... Er c'houlzad 2016-2017 e oa e karg eus programmadur an nozvezhioù CLUB NUIT el Lieu Unique e Naoned ! Aze 'noa degemeret : Kiddy Smile, Cosmo Vitelli, House of Modan pe c'hoazh Shaun J. Wright. OR'l'neus lañset ivez an nozvezhioù Fair-Play e L'escalier Club e Sant-Maloù. Abaoe 2001 e ped bep miz arzourien etrevroadel evel : Leon Vynehall, Mr Ties, Detroit Swindle, Kink, Jeremy Underground, Kyodai, Marc Romboy, Agoria. Kas a ra an dud davet dremmwelioù pell, davet diskoachadennoù sonerezh hedoneg. E sonerezh : Indie-Dance, Dark Disco, Afro-House
Abaoe m'eo bihan tout ez a Tsannet 'maez eus an heñchoù peurgompezet evit diskoachañ doareoù sonerezh nevez. Komañset 'noa da gompoziñ tonioù ouzhpenn 12 vloaz 'zo bremañ. Hag abaoe 6 vloaz e treuzkas d'e bublik ar gwellañ eus ar pezh a oar ober. Anavezet mat evel un ergerzhour doareoù sonerezh e kinnig Tsannet stiloù liesseurt. Krediñ a ra en em goll en e donioù evit kinnig un doare da senniñ a zo dezhañ e-unan. Dont a ra a-benn d'e gefridi a-drugarez d'e c'hoant lodañ e sonerezh gant an arvesterien met ivez d'e skiant miksañ a zo bet anavezet buan. Tsannet a ro buhez d'e setoù ! Lakaat a ra an dud da veajiñ, beajoù dedennus ha danevellus. An danvezioù organek, metallek pe analogek kinniget gant aergelc'hioù flodus ha speredel alies a ra stil dibar Tsannet.
Evit an abadenn ziwezhañ e vo klevet Dj Furious K ha Papa1000 hag o deus fardet ur viks a ratozh evit Radio Naoned. An daouad 'zo krouerien ar Boom Bus Mortal Cobra, ur seurt karr-boutin kinklet brav hag a vez gwelet kazi bep bloaz bremañ e festival an Erer Kozh. Ha setu bremañ gant o skiant-prenet lemm war an aergelc'hioù dibar e kinnigont deomp Srabs Music from Future Middle Eastern Region Redgold and green electronic technosounds selection.
Rudval eus Infinity Creation a ginnig e viks deomp. Ganet e Kemper gant orinoù a Vro-Vartinik. Rudval 'zo e anv gwir Valère. Abaoe 2000 emañ eñ o seniñ evel Dj. Krog e oa da seniñ gant ur stil Ragga Jungle, Drum & Bass e bed underground Penn-ar-Bed e-barzh an tavarnoù, ar c'hluboù pe gant mignoned. Emezelañ a ra goude-se e meur a strollegezh ha kregiñ a ra da seniñ gante e kornog ar vro. Tamm-ha-tamm e kerzh e deiziadoù e klask seniñ doareoù nevez evel ar sonerezh House hag an tekno. Distreiñ a ra da Naoned adalek 2009 hag aze e raio anaoudegezh gant e genseurted, ganto e vo krouet ar strollad PHILADELA, hag a vo kinniget da dud ar Bassmusic hag an Dubstep betek 2013. Hiriv emañ Rudval programmour arzel e meur a lec'h, Dj e-unan penn pe gant e vignon Zeppo. Kinnig a ra deomp ur set doare afro-house, Techno-groovy pe c'hoazh blazioù sonerezh a-bep seurt.
A orin eus Brest e lec'h ma krog e-giz DJ e kemer perzh Cromearty e diorenn an tekno gant e Grew ar "SWITCH'ON" Hemañ 'zo kensaver al label Ribines Records a lak war-wel arzourien nevez leurenn elektro ar c'hornôg hag eo deuet maez a-drugarez dezhañ 2 EP disheñvel-mat o doare. Cromearty a domm e biligoù e Naoned o seniñ e meur a davarn evel ar MOJO. Awenet gant traoù disheñvel a Alphex Twin da Maceo Plex e sav ar Warm Up dezho un doare dibar. Lakaat a ra e arvestourien da hejañ war beatoù Groovy enno House koulz a Tekno.
Visualize zo un eus ar re o deus krouet ar c'henstroll ha kevredigezh ScratchLAB. Kensavet 'neus ivez ar raktres Kontrol Yo Handz e Naoned. Pal an traoù-se eo brudañ sevenadur an Turntabism (ger krouet e 1995 gant DJ Babu evit an arz da implij ar platinoù vinyl evel ur benveg sonerezh) hag an Djing. Evel ar pennoù brudet evel DJ Q-Bert, A-Trak pe DJ Craze. E 2011 ez eas ar maout gant Visualize e Battle Thr3estyle e Roazhon, anezhañ ur battle gwall anavezet dre ar bed ! Krouer Turnbalist abaoe ouzhpenn 15 vloaz ha sot gant ar « beatoù » eus ar re smouthañ d'ar re drummañ, hemañ 'zo un DJ liesseurt da vat (gant gwiziennoù Hip-hop) oc'h emdreiñ atav. Profañ a ra ar gwellañ eus an Hip-Hop hag eus ar Bass Muzik. E sevenadur ha dibarded e zibab sonerezh a gont e istor d'hon divskouarn. Gant un disoc'h « So Dancefloor ». Hejañ a ra al leurennoù brudet evel an Ubu e Roazhon, ar Batofar e Pariz, ar Stereolux hag ar Warehouse e Naoned, an Antirouille e Montpelier hag ar Molotov e Marsilha met ivez festivalioù evel Astropolis, Couvre Feu, Hip Opsession pe c'hoazh Paco Tyson.
N'eo ket na re sklaer na re deñval krouadennoù ha miksoù Lou Berlinger. Koulskoude o deus dassonioù an nostalgiezh hag ar melkoni a-drugarez d'he levezon er minimale pe en teckno. Goude bezañ bet embannet daou EP e Ac'hantina « So warm » da gentañ gant al label Monet Records ha « Darkness Also Matters » asambles gant Microefera war Holographic Records, e krog gant un droiad en Europa. D'ar mare-se e vo pedet da seniñ e Live er Wilde Renate e Berlin, er Batofar e Pariz hag en Iboat e Bourdel. Distroet da Vro-C'hall e 2016 en em stalio e Pariz da gentañ hag e Naoned da c'houde. Aze e cheñcho penn d'ar vazh ! Dilezet he doare seniñ hag e raktresoù evit mont war-zu an Dub Tekno. Pe e live gant he mekanikoù pe o viksañ e plij da Lou seniñ tonioù bout a heklev, dronioù froumus, ha padoù silet. Lakaat a ra hec'h arvesterien hag hec'h arvesterezed da flodiñ ha da veajiñ. Da belec'h ? Homañ hepken a oar.
Brice Sevin pe GRKe anv leurenn 'doa graet anaoudegezh gant ar sonerezh elektronek e penn kentañ ar bloavezhioù 90. Da 14 vloaz en deus e biligoù kentañ hag e lak un troad e bed an tekno awenet mat anezhañ gant Detroit, Berlin ha Pariz. Aet kuit e-pad 12 vloaz da galedonia-nevez, GRK a ro dorn da ziorren leurenn ar Pasifik. Aozer nozvezhioù ha festivalioù e sono hag e raio liammoù mignoniezh gant kalz a arzourien : Agoria, Oniris, Manu Le Malin, Electric Rescue, Sonic Crew, Guy J, Dj Oil, Guy Mantzur, Kevin Di Serna, Doctor Flake. Er bloavezhioù-se e raio GRK e ved dijital dezhañ ur bed don ha flour.. Tost ouzh bretoned Astropolis e vo pedet da 24re gouel evit klozan an abadennoù Beau Rivage x Piknic Electronik dirak miliadoù a dud. Deuet d'ar vro en-dro hag anavezet mat anezhan e embann d'ar seizh avele broduksionoù o sinan gant labelioù evel Naeba Records pe Unstuck Musik. Ha n'eo ket echu c'hoazh.