Flik ha flok

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

FLIK HA FOLK #14

FLIK HA FOLK #14

13/04/2023

Demat deoc’h-c’hwi, holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o tañsal, o flapaat gant ho amzeien pe o c’hoari paledoù giz Breizh . Setu neuze hoc’h abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk !
En abadenn-se e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt : un tamm blues, un tamm bluegrass hag un tamm folk. Ur meskaj neuze !
Prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !
Da selaou en abadenn :
1- Creedence, Clearwater Revival – Graveyard Train
2- Alison Kraus and Union Station – Every time you say goodbye
3- John Lyons – cry
4- RL Burnside – See my jumper hanging on the line
5- Karen Dalton – Something on your mind


FLIK HA FOLK #12

FLIK HA FOLK #12

13/04/2023

Demat da holl selaouerien Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn e selaouit pizh bep Yaou pe bep Sul pa ne oarit ket petra ober pe pa n’emañ ket brav an amzer er-maez, an abadenn Flik-ha-Folk, ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk !
An Diskar-Amzer a zo erruet, an Hañv ne vo ket pell, neuze eo poent distreiñ edan ar plaidoù, evañ un tasad chokolad gant laezh ha selaou sonerezh ha tonioù a-feson.
Evit an 12vet abadenn e vo kinniget deoc’h ur meskaj deus un tamm pep lec’h.
Prest da veajiñ e Bed ar folk, ar blues pe ar bluegrass ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !


Flik Ha Folk #10

Flik Ha Folk #10

13/04/2023

Spi 'm eus e oa brav an Hañv hag ar vakañsoù ganeoc'h. Echu rouzañ dindan an heol ; poent eo distreiñ d'ar vuhez ! Hag evel-just adkregiñ selaou ouzh ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk, an abadenn « Flik ha folk » ! Hiziv e vo mesket a bep seurt tonioù a-benn dihuniñ ho pennoù, hanter-gousket gant an ehan hir-se. Un abadenn gouestlet dreist-holl da vroAmerika. Ma ya, estreget traoù nul a zo er Stadoù-Unanet evel Trump pe ar boued-fall. Bout zo ivez ar folk hag ar blues ! Prest da veajiñ e Bed ar ar sonerezhioù-se ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze


Flik ha folk #11

Flik ha folk #11

13/04/2023

An Diskar-Amzer a zo erruet, an Hañv ne vo ket pell, neuze eo poent distreiñ edan ar plaidoù, evañ un tasad chokolad gant laezh ha selaou sonerezh ha tonioù a-feson. Evit en 11vet abadenn e vo kinniget deoc'h ur meskaj deus un tamm pep lec'h. Prest da veajiñ e Bed ar folk, ar blues pe ar bluegrass ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze !


Flik ha Folk #9

Flik ha Folk #9

13/04/2023

Setu ho abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass. Ha na plijus eo selaou ouzh sonerezh pa n'haller ket mont da riboulat er sonadegoù pe er gouelioù-meur ! Hiziv, evit an 9vet abadenn e vo beajet er Stadoù-Unanet, e Bro-gKanada, e Bro-Saoz hag amañ e Breizh, e Liger-Atlantel. Ha selaouet vo ouzh un tamm soul evit ur wech ! Prest da veajiñ ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze !


Flik ha Folk #8

Flik ha Folk #8

13/04/2023

Kozh ha yaouank, bras ha bihan, bloavezh mat deoc'h a reketan : labour didorr, boued tomm ha poazh, kig-ha-farz a grabadennoù, a-hed ar vuhez kalon laouen ha dreist-holl ma vo eürus ho planedenn ! Prometet 'moa, abaoe pell, d'am flac'h Madalenn, 12 bloaz, lakaat tonioù a blij dezhi. Ma, neuze, evit kregiñ ar bloavezh nevez e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt dibabet ganti. Un tamm rockoc'h e vo neuze ! Ma, evit poent, aze'it en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze evit abadenn Madalenn !


Flik ha Folk #7

Flik ha Folk #7

13/04/2023

Setu ho abadenn muiañ karet, evel-just, Flik-ha-Folk war Radio Kerne-Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass. An abadenn-se a vo gouestlet d'ar blues ha dreist-holl da strolladoù blues a vez kavet 'ba Breizh hag a vo tu da zizoloiñ ha da selaou outo war leurennoù Breizh un deiz bennak marteze pa vo aet kuit ar sapre Covid-se ! Ma, evit poent, aze'it en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze !


Flik ha Folk #6

Flik ha Folk #6

13/04/2023

Setu adkroget eo hoc'h abadenn muiañ karet, Flik-ha-Folk war Radio Kerne-Naoned, an abadenn diwar-benn ar sonerezh folk, blues ha bluegrass. Klasket 'vo, a-hed ar bloaz, lakaat ac'hanoc'h d'ober anaoudegezh gant tonioù ha sonioù a bep seurt c'hoazh. Hag evit ar 6vet abadenn e vo selaouet ouzh tonioù folk, blues pe bluegrass eus un tamm pep lec'h. 1- Bert Jansch - Needle Of Death 2- The Petersens - Jolene 3- Ray Charles - What I'd Say 4- Zora Young - Brain Damage 5- George Harrison - My Sweet Lord 6- First aid Kit - My silver lining


Flik ha Folk #5

Flik ha Folk #5

13/04/2023

Evit abadenn diwezhañ ar bloaz-mañ e vo kaoz eus ar bluegrass, ur stil ne vez ket anaet gant kalz a dud. Hag ouzhpenn-se, tonioù deus pep-lec'h : Breizh, Franche-Comté, Stadoù-Unanet, Gwadloup ha Bro-gCanada ! Prest ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze ! 1- Kerouze - Claude Besson 2- Bondze Heidi - bily Fumey 3- It's better to have it - Barbara Lynn 4- Mo Jodi - Delgres 5- Cotton Eyed - Bill Monroe 6- The Dead South


Flik ha Folk #4

Flik ha Folk #4

13/04/2023

Bep daou viz e vo lusket an abadenn-mañ gant Laorañs Garcia, a-youl vat e Radio Naoned ! Sonerezh folk, blues, blues grass kinniget gant mousc'hoarzh evit gwellañ plijadur ho tivskouarn ! 1- Mamie Smith - Crazy Blues 2- Blind Lemmon Jefferson - Black Horse Blues 3- Muddy Waters - Hoochie Coochie Man 4- BB King - Sweet Sixteen 5- Colette Magny - Blues ras la trompe 6- Joanne Shaw Taylor - Mud Honey