Pol Salaun aginnig deomp ar fest noz kanet e Plufur aozet gant ar gevredigezh "Kipig" Anne Marc'hig a gomz deomp desu an emgavioù dirak burevioù deputeed Breizh gant ar gevredigezh "Bretagne réunie" Jean-Claude Queniat a ginnig deomp sal ar gouelioù Plougras nevet savet.
Hubert Ar Beg a gomz deomp deus foar Kala Goañv 'vo e Karaez disadorn . Louri Derrien a ginnig deomp ar sonaged e Boulvriag disadorn gant al laz-kanañ "Espeletan Kantuz". Patrice Marquant a ginnig deomp ar pezh-c'hoari gant Strollad ar vro bagan disul e Kastell-Nevez ar Faou, un abadenn aozet gant "Oaled Landelo".