BCD-Sevenadurioù neus kinniget ober renabl ar glad sevendadurel dizanvezel e Kreiz Breizh. Mickaël Bihannic e karg eus ar c'hehentiñ e BCD a ginnig deomp an emvod 'vo e Laruen d'ar yaou 2 a viz c'hwevrer da 8e noz. Dalc'het 'vo Kan ar Bobl Bodsorc'hel d'ar sul 5 a viz c'hwevrer adalek 2e goude lein. Sylvain Rouz a ginnig ar gouel deomp.
Bet eo Pierre-Yvon Tremel maer Kawann e-pad 35 vloaz, is-prezidant Kuzul an departamant Aodoù An Arvor e-pad 18 vloaz, depute ha senatour ivez. Un den tots ouzh an dud, ouzh e seveandur hag ouzh e yezh. Embannet zo bet ul levr diwar e vuhez nevez zogant Ti-Embann Kerjava.
Dominique Jouve a ginnig deomp oberennoù skol sonerezh Rostren. Dalc'het 'vo un devezh dorioù-digor gant al label Hirustica gant ar leurenn "Carre Magique" Lannuon d'ar sadorn 4 a viz c'hwevrer da lakaad war well sonerezh ar vro. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gaby Kerdoncuff. Dylan Simon a gomp deomp diouzh kroazhent ar micherioù oa bet e Karaez gant ar rouedad Diwan.