Hudu e-barzh an abadenn Tud deus ar Vro : - Ar stourm evit kaout an droed da dremen ar vacho e brezhoneg penn da benn - Pardon chapel Sant Yann Vadezour al Lezard e-kichen Sant-Rien - Ur gevredigezh nevez zo savet e Plijidi tro-dro d'ar yezh, d'ar muzik ha d'ar sevenadur dre vras
Ur sell war 40 vloaz Diwan gant Izabel Lucas, skolaerez 'ba skol Diwan Montroulez pell zo, unan deus he merc'hed, Gwenola Koig, kelennerez brezhoneg e skolaj Diwan Plijidi, ha Kristof Marquier, skolaer 'ba skol Diwan Karaez. A-benn an 19 a viz Mae e vo ur gouel bras e Plijidi evit lidañ evel zo gleet 40 vloaz ar rouedad skolioù brezhonek.