Brav ha bev

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

An antibioresistañs (2/2)

An antibioresistañs (2/2)

13/04/2023

An antiobiotik n'eo ket otomatik ! Ya, an dra-se vez lâret atô 'ta, met 'blam da betra ? Ha petra eo an antibioresistañs ? Ewen Korr zo 'vont da lâret deomp ! [Eil lodenn]


An antibioresistañs (1/2)

An antibioresistañs (1/2)

13/04/2023

An antiobiotik n'eo ket otomatik ! Ya, an dra-se vez lâret atô 'ta, met 'blam da betra ? Ha petra eo an antibioresistañs ? Ewen Korr zo 'vont da lâret deomp !


Preñv Rosko

Preñv Rosko

13/04/2023

Symsagittifera roscoffensis pe "preñv Rosko" evel ma vez leshañvet, zo ur spesad preñved-mor iskis a-walc'h bet diskoachet e Rosko. Met ar re-se n'int ket preñved e-giz ar re all !


Martezaedenn ar rouanez ruz

Martezaedenn ar rouanez ruz

13/04/2023

Ha soñj 'peus deus ar pezh a lâre ar Rouanez Ruz da Alice war levr Lewis Carroll ? "Amañ eo dav redek evit chom memes plas". An dra-se n'eo ket ken sod ha se evit ar skiantourien ... Ewen Korr a lâro deomp 'blam da betra.


Priz Nobel ar Medisinerezh 2022

Priz Nobel ar Medisinerezh 2022

13/04/2023

Ar bloaz-mañ eo Svante Pääbo zo bet roet priz Nobel ar Medisinerezh dezhañ. Met petra 'neus kavet dre just ? Ewen Korr zo 'vont da lâret an dra-se deomp !


Preñved Rosko

Preñved Rosko

13/04/2023

Ar preñved n'int ket glas ! Yao, lod zo glas, evel ar Symsagittifera roscoffensis, pe preñv Rosko evel ma vez leshañvet gant ar zoologisted. Met 'blam da betra int glas ? Ewen Korr zo 'vont da respont deomp.


Ober e-giz an natur

Ober e-giz an natur

13/04/2023

Evit ar wech tout, an dud o deus klasket ober e-giz an natur evel krouiñ traoù nevez : ar biomimikerezh a vez lâret deus an dra-se. Ewen Korr zo 'vont da zisplegañ an dra-se deomp.


An Demodeksed

An Demodeksed

13/04/2023

N'anveit ket an Demodeksed ? Nann ? Koulskoude zo ur bern deuzouto war o c'horre ! Ar re-mañ zo akarianed hag a oar beviñ war-c'horre kroc'hen an den evit debriñ ar sebom. Hag Ewen Korr an hini eo 'neus ur bern traoù da gontañ deomp diwar o fenn !


An ornitorinked

An ornitorinked

13/04/2023

N'eus ket loen ebet neblec'h ebet ken droll evel an ornitorink marteze : ul loen bronneg eo, met dozviñ a ra vioù ! Lost ur c'hastor zo dezhañ, met ur beg-houarn en deus ivez ! Ha traoù all zo c'hoazh ! Ewen Korr zo 'vont da gontañ deomp pegen souezhus eo al loen-mañ.


Ar morgizhier

Ar morgizhier

13/04/2023

Meur a anv a vez roet d'ar "pieuvre" e brezhoneg : morgazh, poch-an-toer, soavenn ... Met partout int memes-mod : ur c'horf gwak hag eizh brec'h zo dezho ! Hag Ewen Korr an hini eo zo 'vont da safaret deomp deuzouto bremañ.