un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Ar Big A Gan - Abadenn miz Even 2023

Ar Big A Gan - Abadenn miz Even 2023

26/07/2023

Setu loc’het ar Big a Gan, un abadenn savet get skolidi divyezhek ar Morbihan ! Petra’vo skignet hiriv ?
---Da gentañ e vo un istor kontet gant bugale skol Kêr-Nevez en Oriant : « Ar yar a zozve avaloù-douar ». Skol ar Gêrnevez en Oriant : « Ar yar a zozve avaloù-douar »

---Elodie Jaffre 'zo bet o prientiñ an abadenn « Kanour noz » gant bugale skol Pont Douar e Brec'h

---Un tamm deus « Bro-gozh ma zadoù » gant laz-kanañ skol Jules Vernes e Ploermael. Spi 'zo ganto kanañ a-raok ur grogad Rugbi d'un deiz bennak


Ar Big a Gan - Miz Mezheven 2022

Ar Big a Gan - Miz Mezheven 2022

13/04/2023

Setu loc'het ar Big a Gan, un abadenn savet get skolidi divyezhek ar Morbihan (Sant-Teve, An Oriant, Ploermael, Begnen ha Gwened)


Ar Big a Gan - Miz Genver 2022

Ar Big a Gan - Miz Genver 2022

13/04/2023

Setu loc'het ar Big a Gan, un abadenn savet get skolidi divyezhek ar Morbihan (Pluneret, an Oriant, Begnen)


Al loened a felle dezho ober tro ar bed

Al loened a felle dezho ober tro ar bed

13/04/2023

"Al loened a felle dezho ober tro ar bed", ur gontadenn bet azasaet gant skolidi CP ha CE1 Georges Brassens e Langidig e kerzh ar bloavezh skol 2020- 2021. Ken-grouet eo bet a gevret gant Daniel Carré, eus Ti Douar Alre. Daniel Carre a zo deuet teir gwech ar skol evit kas da benn ar raktres kontadennoù. Da gentañ en eus kontet ar gontadenn hengounel bet klevet gantañ gant Jud Paboul a vBaod. Labouret eo bet er c'hlas evit deskiñ kontañ, klask trouzioù, labourat ar mouezioù hag an distagadur. Ijinet ha kemmet eo bet un nebued elfennoù eus an istor a-benn ma glotfe gant ar vuhez a-vremañ, gant buhez ar vugale. Skeudennaouet eo bet ar gontadenn evit krouiñ un aergelc'h ha lakaat ar selaouerien en istor (dre ma n'eo ket bet posubl kinnig ar gontadenn dirak ar gerent). Daniel Carré a zo deuet en-dro div wech er skol evit pinvidikaat ha magañ ar gontadenn. Ur raktres fiskal eo bet evit mont war raok e brezhoneg gant ar skolidi. Gant mouezhioù: Laly, Mila, Andrea, Shana, Martin, Nathan, Lena, Lilian, Harmonie, Myla, Emeline, Maiwenn, Mattéo.


C'hwevrer 2021, arriued an erc'h !!

C'hwevrer 2021, arriued an erc'h !!

13/04/2023

Setu embannet abadenn nevez Ar Big a Gan, get skolidi ha skoliadezed skol vamm Kliskoet (Gwened), re ar Gêr Nevez (An Oriant), re CM Ar Pont Douar (Brec'h), CE2/CM Ar Gourandel (Baod) ! Un abadenn sevenet evit ar vugale get sikour o skolader-ezed. Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h, kuzulierez ar skolioù divyezheg publik er Mor-Bihan.


Ar Big a Gan : Blead mat deoc'h !

Ar Big a Gan : Blead mat deoc'h !

13/04/2023

Barzhonegoù, sonennoù ha rimedalloù evit ar blez nevez, ur reportaj a-ziàr ar jonglañ, un c'hoari evit dizoleiñ ar loened a vez gwelet get martoloded ar Vendée Globe, un istoer Nedeleg "Nedeleg Baltazar", sketchoù fentus... Testennoù/dielloù : http://www.eskolaer.org/spip.php?article117 get klasoù divyezhek publik ar Morbihan / Mouezh : Noyale Lefebvre


Ar Big a Gan: n'eo ket pell ar vakansoù Nedeleg!

Ar Big a Gan: n'eo ket pell ar vakansoù Nedeleg!

13/04/2023

Setu ni en-dro gant ar Big a Gan, un abadenn sevenet get ar skolidi divyezhek evit ar skolidi divyezhek. Setu un hanter euriad plijadur get kenigoù a-bep seurt : sonennoù get skolidi Maoron, Baod pe An Oriant, ur lennadenn get bugale Baod a-ziàr un tem a blij d'an dud, (ne lâran ket deoc'h peh hani eo . dalc'hamp un nebeut suspens ur seurt !) Ni glevay ivez ur rubrikenn tro-dro d'ar Ragistoer ha Galia, get skolidi Ploermel. Skolidi CM Brec'h o deus reportajet e kornad an Alre, pezh a vo klevet tuchant. Ni dapay doéré ag ar Vendée Globe get skolidi CM Baod. Anav a rit ar redadeg bagoù tro dro ar bed ! Goude an droiad àr vor get ar re CM vo tro bugale klas ar re vras, Cp ha CE1. Gint lennay deomp un albom o deus studiet er c'hlas... Setu arriu prantad An Nedeleg!


Ar Big a Gan: setu arriù Kalañ-Gouiañv en-dro!!!

Ar Big a Gan: setu arriù Kalañ-Gouiañv en-dro!!!

13/04/2023

Setu ni asambl en-dro evit un abadenn nevez : ar Big a Gan, un abadenn sevenaet get ar skolidi divyezhek evit ar skolidi divyezhek. Bep miz a peupre, e pad un hanter euriad, ho pez tro da glevet a bep seurt traoù : sonnennoù, barzhonegoù, lennadennoù , divinadelloù, istorioù, reportajoù, c'hoarioù. a bep seurt ! Evit c'hoari, mat e vehe deoc'h kaout un tamm paper brouilhet hag ur c'hreion. Hiriv hon eus ar blijadur da zegemer ur bochad skolidi skol-vamm : re skol Begnen, skolidi an daou glasad skol-vamm ag ar Ger Nevez en Oriant, bugale skol vamm Brec'h ha re skol Roc'han e Gwened. Trugarez dezhe evit o enrolladennoù. Trugarez ivez da skolidi CP/CE1 ha CM Baod, d'ar strollad CM e Brec'h, d'ar re CP e Roc'han Gwened ha da vugale Maoron. Un abadenn sevenet get Gwenn Vorc'h.


Ar Big a Gan : 14vet abadenn

Ar Big a Gan : 14vet abadenn

13/04/2023

Kontant omp hiriv degemer skolidi nevez e-barzh ar skipailhad kazetennerien yaouank a gas deomp a pep seurt enrolladenn da vout skignet e-barzh Ar Big a Gan : degemer mat da vugale skol vamm Merville en Oriant ha da skolidi CM skol RomainRolland e Lann-ar-Stêr ! Hiriv e-barzh an abadenn e vo klevet sonennoù ha barzhonegoù. Skolidi CM Baod o deus ijinet pozioù nevez war 2 ganenn disheñvel ha daet eo brav gante. Klevet e vo neuze an tonioù orin hag an tonioù kinniget gant ar skolidi. Bugale Lann-ar-Stêr a lenno deomp rimadelloù a bep seurt.


Ar Big a Gan: 13vet abadenn

Ar Big a Gan: 13vet abadenn

13/04/2023

Demat d'an holl ! Kontant omp hiriv degemer skolidi nevez e-barzh ar skipailhad kazetennerien yaouank a kas deomp enrolladennoù a-bep seurt da vout skignet en abadenn-se Ar Big a Gan : bugale CP Rohan e Gwened ha skolidi bras Sant-Teve. E Gwened e kinnigant deomp 4 zestenn evit displegañ penaos klinkañ, penaos lakaat an traoù àr an daol pe lakaat tan ba'r ur voujienn. E Sant Teve o deus kemeret perzh en ur raktres arzourel get ar strollad Petra Nevez. Desket o deus kanennoù a vo selaouet doc'hte e korf an abadenn-mañ, hag ur bochad tud arall a vo klevet e-pad an hanter-euriad-se! Selaouit mat