Faltazi radio – kempennet gant skolajidi ar pempet klas, skolaj Diwan Penn-ar-Bed
An hini a ganne e-pad an noz
N’eus fin ebet da zevezh labour Fanta Lezoualc’h. N’eo ket trawalc’h dezhi labourat war an deiz, ret mat dezhi mont diouzh noz da gannañ dilhad he gwaz hag he daou vugel. Gant piv en em gavo er poull-kannñ e-kreiz an noz ?
Diwar ur vojenn dastumet gant Anatol ar Braz, er bloavezh 1890 e Plougastell-Daoulaz.
Faltazi radio – kempennet gant skolajidi ar pempet klas, skolaj Diwan Penn-ar-Bed
Tro Gwilherm Postig
N’eo ket buhez eeun a ren Gwilherm Postig. Ouzhpenn ur si a zo dezhañ. Ha karout a ra an den e vanne. Betek re. Pa ‘ra e soñj distreiñ d’ar gêr goude straniñ en ostaleri, n’eo ket an hent bras a choazo Gwilherm. Dre ar wenojenn e yaio, a-dreuz parkoù, ha dre greiz koadoù, da hanternoz…
Diwar un istor skrivet gant Emil Souetr, embannet e 1844, troidigezh gant Herve Seubil-Gernodour.